Rosie the Riveter
Rosie the Riveter, "Rosie ar riñvederez", zo un ikonenn bobl eus SUA. Un arouez eus ar c'hwec'h milion a Amerikanezed a fardas armoù ha dafar brezel e-pad an Eil Brezel-bed eo.
Geraldine Hoff Doyle (1924-2010)[1] eo anv ar vaouez a voe implijet da batrom ar skritell. Rosies a veze graet ivez eus an holl vaouezed a laboure e labouradegoù. Daoust ma felle da 80% anezho derc'hel gant o labour, e voent lakaet da leuskel o fost labour ]d'ar baotred pa voe echu ar brezel.
Implijet e vez ivez gant gwregelourezed, ha deuet eo da vezañ arouez perzh an Amerikanezed e buhez armerzhel ar vro ivez[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad an Eil Brezel-bed e voe aozet ur frapad kelaouiñ e SUA da ziskouez d'an dud e c'halle ar maouezed rivediñ, soudañ pe sevel kirri arme e-lec'h chom er gêr pe bezañ rediet da labourat e tachennoù boutin dezho evel ar gwriat dilhad.
We Can Do It!, "Gouest omp d'ober !" krouet gant J. Howard Miller evit Westinghouse e 1943 eo ar skritell vrudetañ. Ar Rosie the Riveter orin zo e gwirionez tresadenn golo Saturday Evening Post, savet gant Norman Rockwell e 1943[3], hag a zo o vac'hañ Mein Kampf e-keit ha m'emañ o tebriñ ur sandwich. War he barlenn e weler ur pezh pistolenn da rivediñ[4],[5].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skritell Rosie a vez gwelet e video klip Raise Your Glass gant P!nk.
C'hoari video
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hoari video Bioshock e reer "Rosies" eus mekanikoù da rivediñ hag a warez ar c'hoarezed bihan.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Poltred Geraldine Doyle
- ↑ Rosie the Riveter: Real Women Workers in World War II - The Library of Congress
- ↑ (en) "Rosie the Riveter" is not the same as "We can do it!" - Docs Populi
- ↑ (en) Rosie the Riveter gant Norman Rockwell
- ↑ en:File:RosieTheRiveter.jpg
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rosie the Riveter World War II / Home Front National Historical Park
- Rosie the Riveter e lec'hienn History Channel
- Regional Oral History Office / Rosie the Riveter / WWII American Homefront Project
- Kevredigezh amerikan Rosie the Riveter
- "Rosie the Riveter"
- "Rosie" e diaz skeudennoù Library of Congress
- "Rosie the Riveter" a zo disheñvel diouzh "We Can Do It!"
- "Rosie the Riveter - We Can Do It! - Woven Image"
- Atersadenn Audrey Lyons, ur Rosie a labouras e chanterioù sevel bagoù e Brooklyn, Veterans History Project at Central Connecticut State University
- Atersadenn Mary Doyle Keefe, patrom Norman Rockwell,Veterans History Project at Central Connecticut State University