RMS Titanic
Vessel class | Olympic-class ocean liner |
---|---|
Anv er yezh a orin | Titanic |
Anvet diwar | Titaned |
Lec'h | Meurvor Atlantel |
Daveennoù douaroniel | 41°43′57″N 49°56′49″W |
Perc'hennet gant | White Star Line, International Mercantile Marine Company |
Bro orin | Norzhiwerzhon |
Deiziad kregiñ | 31 Meu 1909 |
Significant place | Meurvor Norzh Atlantel |
Start point | Southampton |
Manufacturer | Harland and Wolff |
Lec'h produiñ | Béal Feirste |
Powered by | Parsons turbine |
Lakaet er servij | 31 Meu 1912 |
Tennet eus ar servij | 14 Ebr 1912 |
Deiziad divodañ | 15 Ebr 1912 |
Cause of destruction | impact |
Shipping port | Liverpool |
Aveadur | Welin davit |
Port of registry | Liverpool |
Country of registry | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Call sign | MGY, HVMP |
Yard number | 401 |
Category for the view of the item | Category:Views of Titanic (ship, 1912) |
An RMS Titanic a oa ur mell batimant mordreizher hag a yeas d'ar strad d’ar 15 a viz Ebrel 1912 en donvor d'an Douar-Nevez e-kerzh he beaj kentañ. Ar beñseadenn vrudetañ eus an Istor eo.
An RMS Titanic a oa aet d'ar strad goude bezañ stoket un iceberg e-kerzh ur veaj etre Southampton, Bro-Saoz evot tizhout New York City, Stadoù-Unanet Amerika. War un hollad 2224 bourzhiad ha beajour (istimadur) war vourzh e oa bet 1496 marvet. D'an amzer-se e oa bet ar gwasañ gwallzarvoud bigi gant kement a dud lazhet en ur memes bag. An Titanic, a oa perc'hennet gant ar White Star Line, war vourzh e oa e-touez tud pinvidikañ ar bed, met ivez kantadoù a envroidi o tont eus en Inizi Saoz, Skandinavia, ha lec'hioù all eus Europa. Ar re-se a oa o klask ur vuhez gwelloc'h pe er C'hanada pe e Stadoù-Unanet Amerika. Ar Gwallzarvoud a oa bet dreistbrudet e-touez tud ar mare, en doa degaset kemmoù meur a-fed surentez war ar bigi, ha mammenn da oberennoù lies er sevenadur pobl.
An RMS Titanic a oa ar brasañ bag ur wech lakaet e servij hag an eil eus an tri klasad-Olympic savet evit ar White Star Line. Ar vag a oa bet savet chanter e voe savet an Titanic er chanter Harland & Wolff e Béal Feirste (Norzhiwerzhon etre 1909 ha 1912. Thomas Andrews Jr., penn ar chanter vor, a zo marvet pa oa aet ar vag d'ar strad. An Titanic a oa renet gant ar C'habiten Edward John Smith, a zo aet d'ar strad gant ar vag.
Ambrougadenn ar c'hentañ klas a oa bet savet evel gwellañ ha pinvidikañ lec'h a c'hallfed kavout en ur vag. Bez e oa ur jiminas, ur poull-neuial, lec'hioù evit butuniñ, tiez debriñ ha kafeoù live uhel, gibeladennoù turk stil viktorian, ha kantadoù kambreier pinvdiek. Ur pellskriver radio a oa tu implij gant ar bourzhidi evit kas "marconigrams" ha da vezañ implijet ivez gant bourzhidi ar vag martoloded anezho. An Titanic a oa bet savet gant ur soñj surentez ha modern e oa an diarbennoù: lec'hioù didreuzus d'an dour, dorioù didreuzus da vezañ serret, an hollad soñjoù-se a oa bet mammenn d'ur brud "diouled". Ur gwir lestr a-stroñs e oa evit e amzer : 269,1 m e hirder : 28,2 m a ledander ; 7 pont ; 892 implijad. Gouest e oa da zegemer 2 435 a dreizhidi.
Adkemer er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Titanic film drama istorel gant James Cameron