Mont d’an endalc’had

Psilosis

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen psilosis (diwar ar henc'hresianeg: ψίλωσις psílôsis "adnoazhadur"; gall.: psilose) evit komz eus ur fed m'ac'h a da get ar sonenn [h] e yezhoù zo, dreit-holl e penn-kentañ ur ger, da lâret eo ne vez ket distaget dre c'hwezhañ al lizherenn <h>.

Diouzh un tu e c'hell bezañ ar psilosis unan eus perzhioù ar yezh isunvan hervez reolennoù dereadegezh o tennañ d'an distagañ, da lâret eo ur perzh eus ar yezh komzet hep ma vefe taolet re a bled ouzh al live yezh evel ma c'hoarvez alies-tre e saozneg pe c'hoazh unan eus perzhioù ur rannyezh pe rannyezhoù resis evel ma c'hoarveze gant ar henc'hresianeg, da skouer:

saozneg ("tok"):
skrivet hag unvan:
hat
dre gomz hag isunvan
'at
henc'hresianeg ("heol"):
rannyezhoù gant [h] (hep psilosis)
homerek: ἡέλιος hêélios
ioniek-attek: ἥλιος hếlios
rannyezhoù hep [h] (gant psilosis)
kretek ha pamfiliek: ἀβέλιος avélios
arkadek: ἀέλιος aélios

Diouzh un tu all, avat, e c'hell dont da vezañ degemeret, dreist-holl dre gomz met n'eo ket dre ret dre skrid, er yezh unvan, da skouer e gresianeg a-vremañ:

ἥλιος (hêélios) > ήλιος (ilios)


E galleg e kaver ur brizhpsilosis, da lâret eo e vez skrivet al lizherenn h hervez etimologiezh ur ger met ne vez ket distaget, da skouer:

haricot distaget 'aricot ("favenn-c'hlas")

A-wezhoù e talvez un <h> skrivet e penn-kentañ ur ger e galleg da herzhel ouzh un hiatus ma vez graet "h c'hwezhet" (h aspiré) daoust ha ma ne vez ket distaget dre c'hwezhañ ha ken mut eo evit n'eus forzh pesuert <h> skrivet all, da skouer:

l'homme ("ar gour") met le hérisson ("an avalaouer")



Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]