Pec'hed orin
Neuz
Ar pec'hed orin, orinel, kentañ[1],[2],[3] zo ur meizad eus an doueoniezh kristen hag a gelenn eo kouezhet an denelezh er pec'hed abaoe disentet gant Adam hag Eva, an dud kentañ krouet gant Doue, ouzh o c'hrouer pa zebrjont an aval difennet, hervez ma'z eo kontet er Bibl, e Levr ar C'heneliezh (3:4). Abalamour d'ar pec'hed-se en em gavjont noazh hag e voent kaset kuit o-daou eus Liorzh Eden, Baradoz an douar.
Sant Aogustin er IVe kantved e voe kentañ gerier kelennadurezh ar pec'hed-orin. N'eus anv ebet eus ar pec'hed orin er Bibl[4].
Menegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1622, e Doctrinal an Christenien : pechet Originel.
- E 1911, e Katekiz ar vugale vihan evit Kemper ha Leon (p. 15) diwar-benn an dud a deu er bed e stad a bec'hed : Penaoz ec'h hanver ar stad-se? -Ar stad-se eo ar pec'hed originel.
- E 1938, e Katekiz evit eskopti Zant-Briek ha Landreger, (p. 17) : Rei da anaveout d'an oll pegement a zroug en deus gret d'imp ar pec'het orijinel.
- E 2012, e Geriadur Ménard : ar pec'hed kentañ (p. 993)[2].
-
Adam hag Eva, gant Rubens
-
Adam hag Eva – J. Tissot, ~1900
-
Murlivadur er Chapel Sistina ar Vatikan : Adam hag Eva kaset kuit eus ar baradoz abalamour d'ar pec'hed orin.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pec'hed kentañ e Termofis
- ↑ 2,0 ha2,1 Geriadur Ménard p. 952
- ↑ Al Liamm p. 1302 ; "(pec'hed)-orin" ha "(pec'hed) orinel" zo en Al Liamm ivez.
- ↑ (fr) Il n'y a pas trace de péché originel dans le récit de la Genèse, James Kugel, 19 a viz Mae 2011.