Moelwynion
Neuz
Ur regennad menezioù en Eryri eo ar Moelwynion (Yr Moelwynion, e kembraeg, anv savet diwar moel, moal, ha gwyn, gwenn). Daou venez int dreist-holl, ar re uhelañ Moelwyn Mawr (770m) ha Moelwyn Bach (710m). Un toullad mat a vengleuzioù kozh zo en trowardroioù.
Tapout a ra ar regennad adalek Cwm Ffestiniog er reter betek Nant Gwynant er c'hornôg. Er c'hreisteiz emañ Traeth Mawr, etre Tremadog ha Penrhyndeudraeth hag er c'hornôg uhelennoù gleb ha roc'hellek a ya betek Moel Siabod en hanternoz hag a ziskenn betek Dyffryn Lledr ha Dolwyddelan er biz.
Ar c'hernioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Moelwyn Mawr
- Moelwyn Bach
- Cnicht
- Ysgafell Wen
- Moel Druman
- Allt-fawr
- Moel-yr-hydd
- Moel Meirch
- Manod Mawr
- Moel Penamnen
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-hervez e oa ur sant Twrog a daole mein diwar lein ar Moelwynion. Unan a zegouezhas e Maentwrog ma weler e vaen e korn an iliz, maen anvet Maen Twrog.