Leponti
Neuz
Al Leponted, pe Lepontii (Ληπόντιοι en henc'hresianeg) a oa Kelted pe Ligured o chom er saonennoù er c'hreisteiz d'an Alpoù, war lezioù Lenn Como ha Lago Maggiore e dibenn marevezh La Tène.
Hervez Julius Caesar[1] e eiene ar Roen e bro al Leponted. Hervez oberourien all edont o chom tost da eien ar Ron hag ar Roen.
Meur a vartezeadenn zo bet steuñvet war o divout: hervez unan anezho e c'hallent bezañ Ligured keltiekaet.
Oscela e oa o c'hêr-benn, anvet Oscela lepontorum gant ar Romaned ; Domodossola eo hiziv. Ur gêr all dezho e oa Bilitio, a zo Bellinzona, anezhi kêr-benn kanton Ticino e Suis.
-
Pobloù Suis en Henamzer, kent JK, al Lepontii en o zouez.
-
Ar pobloù kozh e Suis er bloaz 1 kent JK ; er Su emañ al Leponti
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (la) De Bello Gallico, 4.10.