Mont d’an endalc’had

Laouig ar Penker

Eus Wikipedia

Laouig ar Penker eun danvez beleg zo ul levrig brezhonek gant Lan ar Bunel, embannet e 1929. Ul levrig 73 fajenn eo, embannet e Brest.

Er rakskrid e lavar an oberour ez eus diouer a veleien : sklaer eo pal ar skrivagner, tuta evit an Iliz.

Ur rann bennañ – "Eun danvez beleg" an titl anezhi – a ya d'ober al levrig-mañ, dek isrann enni :
I. -- Paol ar baradoz,
II. -- "Amzer a zo c'hoaz !",
III. -- "Ha petra a rin-me ?",
IV. -- Doue a glev mouez ar bobl,
V. -- "Ya, red buan Laouig !"
VI. - "Ho mab c'houi eo a fell d'eomp !",
VII. - Poan a vo,
VIII. - Skolaer Lesneven,
IX. -- Soudadennet,
X. -- An oferenn nevez.

Ur rann diwezhañ – "Evid echui" – a gloz an oberenn.