Lailaps
Lailaps (Λαῖλαψ Lailaps, “avel gorvent”) a oa ur c'hi hud e mojennoù Hellaz. Profet e oa bet pe gant Zeus d'e serc'h Europa, pe gant Artemis d’ur briñsez anvet Prokris. Dalc'hmat e tape e breizh pan ae da chaseal.
Degouezhout a reas ar c'hi gant ar roue Minos, roue brudet Kreta. Ar roue-se a oa bet milliget gant e wreg: e sper a oa kruged ha kevnid a grigne gaol e serc'hed, pezh ne oa ket evit aesaat ar vuhez. Skoazell a c'houlennas digant Prokris, a oa en Aten. Ha hi d'e bareañ.
En eskemm ouzh he skoazell e roas da Brokis ar c'hi Lailaps hag ur goaf hud ha ne c'hwite gwech ebet. E doareoù all eus ar vojenn he devoa bet Prokis ur ramz arem anvet Talos ouzhpenn.
Dimezet e oa Prokris hag he gwaz a fellas dezhañ mont da chaseal louarn Teumes, ul loen hud all, ha ne c'halled ket tapout.
Diwar gement-se e savas ur paradoks: ur c'hi a dape e breizh atav hag ul louarn ha n'halle ket bout tapet. Kenderc'hel a reas o redadeg ken na'c'h eas skuizh Zeus gant an daou loen, ma troas anezho e mein o-daou.