Mont d’an endalc’had

Kubewano

Eus Wikipedia

E steredoniezh eo ur c'hubewano un draezenn eus gouriziad Kuiper hag a gelc'htro en tu-hont da Neizhan ha n'emañ ket e dasson gant ar blanedenn-se. Ar c'hubewanoioù o deus hanterahelioù bras er rann 40-50 unanenn astronomek hag, er c'hontrol da Bloudon, ne dreuzont ket kelc'htro Neizhan. Graet e vez traezoù klasel Gouriziad Kuiper anezho ivez, dre ma'z eo peuzkelc'hiek o c'helc'htro.

Dont a ra an anv souezhus eus ar c'hentañ traezenn dreuzneizhanat (TTN) bet dizoloet (en tu-hont da Bloudon ha da Charon), (15760) 1992 QB1. Ar re a oa bet kavet war he lerc'h a oa bet graet "QB1-o's" anezho e saozneg (distaget kioubewno), ha chomet eo an anv-se.

E-touez ar c'hubewanoioù e kaver: