Kevredad ar c'henwerzh
Heuliet gant | Kengevread ar Sistemoù Dizalc'h |
---|---|
Krouet gant | George Lucas |
Present in work | Star Wars: Episode I – The Phantom Menace |
First appearance | Star Wars: Episode I – The Phantom Menace |
A denn da ved ar faltazi | Star Wars universe |
Banniel (deskrivadur) | flag of the Trade Federation |
Media franchise | Star Wars |
Kevredad ar C'henwerzh zo ur c'hevredad embregerezhioù kenwerzh ha kenwerzhourien veur e bed ijinet Star Wars. Galloudus-tre eo ar strollad, p'en deus un doare bountañ politikel kreñv war gouarnamantoù ar Republik Kozh evit difenn e interestoù. Ouzhpenn-se ez eo mestr war ul lu niverus hag armet mat a servij da zifenn an hentoù kenwerzhel etre stered ha da lakaat bec'h war e enebourien kenwerzhel ha politikel pa vez ezhomm.
E penn ar C'hevredad emañ an is-roue Nute Gunray harpet gant Rune Haako.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezh 350 a-raok Emgann Yavin war tachenn ar Republik Kozh e voe savet un aozadur nevez gant lod kenwerzhourien ha tud an dezougen o labourat dre ar c'halaksienn a-bezh : Kevredad ar C'henwerzh.
Goustadik en em gavas ar C'hevredad o lonkañ e enbourien ekonomikel, ha war vrasaat ez eas betek tizhout ur pouez ha n'haller ket c'hoari an dro dezhañ. Ur wech tizhet pazenn ar monopol war ar c'henwerzh hag an eskemmoù dre ar c'halaksienn e kendalc'has an emled war-du ar bed politikel.
Dont a reas brav gant ar C'hevredad betek kaout danvez kannaded er Sened galaktek.
Gant ma teue brav an emled war-du ar bed politikel e savas ar c'hoant gant Kevredad ar C'henwerzh da greñvaat e nerzh soudardel evit talañ d'ar Vorlaeron. Ar Sened galaktek a roas dezhañ dre lezenn an tu da gregiñ gant sevel ul lu ; dindan un nebeud bloavezhioù e voe savet ul lu ramzel ha modern diwar robotoù brezel.
Ar C'hevredad en doa tizhet e holl balioù, kaout monopol ar c'henwerzh hag an dezougen, kaout nerzh politikel ha kaout ul lu kreñv dezhañ e-unan. Ar plas a oa bet tizhet gantañ a lakae ar Republik Kozh da vezañ aonik dirazañ dre ma c'helle bout diskaret he diskaret gantañ.
Kudenn an tailhoù Nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h miz a-raok istor ar film Episode I: The Phantom Menace, Palpatin, ur senedour eus ar blanedenn Naboo, a ginnigas tailhoù nevez war an hentoù kenwerzhel a-benn sikour ar sistemoù planedennoù treut ar geusteuren ganto. Dre ma oa berr an arc'hant gant ar Republik Kozh e voe laouen drant ar Sened Galaktek da votiñ an tailhoù nevez.
Dindan un nebeud mizioù e krogas gounidoù Kevredad ar C'henwerzh da vont war zigresk. A-benn diskouez ne oa ket laouen ar C'hevredad e voulc'has sez ar blanedenn Naboo, gwelet evel awen an tailhoù nevez. Ouzhpenn d'ar sez e voe savet un embargo kenwerzhel war ar blanedenn.
A-dreñv sez hag embargo ar blanedenn Naboo e oa un irienn guzh etre ar C'hevredad hag ur Sith, Dark Sidious pe ar senedour Palpatin. En eskemm d'ar sez soudardel hag ekonomikel e oa bet kinniget dezho harp ar Sened galaktek evit reiñ lamm d'an tailhoù nevez ha gwellaat c'hoazh plas Kevresad ar C'henwerzh war an tachennoù ekonomikel ha politikel.
Ouzhpenn sezizañ Naboo e savas soñj er C'hevredad da rediañ Padme Amidala, rouanez ar blanedenn, da sinañ un destenn ma tisklêria bezañ goulennet ar seziz.
Siwazh d'ar C'hevredad, ar raouanez a derc'has a-raok bezañ skrapet ha rediet da sinañ an destenn. Gant sikour daou re Jedi ez eas betek sevel klemm dirak ar Sened galaktek. Ar Republik Kozh dinerzhet ha re luziet he melestradurezh a chomas hep ober tra pe dra war-ouez sevel klemm a-enep ar sez a gendalc'he.
Ar rouanez a zistroas d'he flanedenn hag a gemeras penn ar stourm a-enep Kevredad ar C'henwerzh gant sikour ar boblad Gungan ouzhpenn d'he boblañs. Distrujet e voe lestr pennañ flodad listri brezel ar C'hevredad gant ur bugel anvet Anakin Skywalker, ar pezh a gasas ar sez da get. An is-roue Nute Gunray, penn ar C'hevredad, a voe harzet ha barnet.