Kanañ
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kanañ, evel komz, a dalv implij ar vouezh, unan eus perzhioù gouenn an dud eo eta.
Nemet ne vez ket implijet heñvel en daou zegouezh. An hini a gomz a glask lavarout traoù ha bezañ komprenet gant an hini a selaou; an hini a gan a glask kanañ brav ha plijout d'an hini a selaou.
Un arz eo ar c'han, evel al livañ, pa'z eus ennañ ampartiz hag ijin war un dro.
Kan al loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Loened zo a gan ivez: laboused dreist-holl, hag ivez skrilhed, balumed. Met ne dalv ket ar c'han-se nemet da ziskouez ezhommoù, ha n'eo ket da grouiñ.
Koulskoude n'eus ket par d'an dud da lakaat en o c'han traoù disheñvel a bep seurt, evel sonioù pinvidik ha gwevn, ijin, santimantoù.
Binvioù ar c'haner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar genoù ha kerdin ar vouezh eo binvioù ar c'haner. ganto eo gouest eo da ober sonioù kemmus hervez e ijin hag e faltazi.
Mennad ar c'han
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-bouez eo ar c'han en istor kevredigezhioù an dud. Kanañ a ra an dud evit o flijadur, evit ankounac'haat ar boan pa vezont o labourat (o labourat a-gevret alies) evit seveniñ lidoù o relijion a-wechoù, met ober gant ar c'han a zo bet ivez un arz priziet-tre a-hed ar c'hantvedoù.
Brud ar ganerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket heñvel brud ar ganerien hiziv ouzh hini dec'h.
A-raok ar skingomz ne vezent anavezet nemet gant ar re a selaoue anezho e tier tud pinvidik, pe e tier arbennik: c'hoariva, opera, pe ilizoù ha chapelioù a-wechoù.
Brud o deus ar ganerien a vicher hiziv dre ar skingomz, ar skinwel, ar pladennoù a werzhont, hag ar c'helaouennoù a bep seurt a ziskuilh gant piv e kouskont pe petra a soñjont eus ar politikerezh.
Deskiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Treuzkaset e vez arz ar c'han dre an drevezerezh peurliesañ, met desket e vez ivez e skolioù-sonerezh.
Kan ha barzhoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez alies ar ger kanañ evit ober anv eus dibunañ barzhonegoù, hag ar ger kan e-lec'h barzhoniezh. Kanerien zo o deus kemeret barzhonegoù tud all da ganañ ( Alan Stivell e brezhoneg Paco Ibáñez e spagnoleg, Brassens, ha Ferré e galleg)