Kakemono
Ur roll gant div vazhig eo ur c'h-kakemono (掛物), graet anezhañ kakejiku (掛軸) peurliesañ. Implijet e vez alies evit al livadurioù hag ar c'haerskrivadurioù japanat.
Graet e vez anezhañ e meur a stumm :
- kakefuku 掛幅,
- jikumono 軸物,
- jiku 軸,
- fuku 幅,
- kake-e 掛絵 (anv kozh),
- kakeji 掛字 (anv kozh).
Dirollet e vez evit lakaat anezhañ e-pign ouzh ar voger, da skouer en un Tokonoma.
Hyôsô 表装 eo anv e skor.
Gallout a ra bezañ kemmet aes hervez an imor pe ar mare-bloaz.
Ar c'hkakemonoioù a oa degaset e Bro-Japan e-pad ar marevezh Heian. Skeudennoù boudhaat e oa da gentañ, pe evit kaerskivañ, pe ar waka. Adalek ar marevezh Muromachi e teue gweledvaoù, bleuñv ha laboused, poltredoù ha barzhoniezh da vezañ an temoù muiañ-deuet.
Hiriv an deiz e vez implijet kakemonoioù evit displegañ tudennoù animeoù pe mangaoù, pe c'hoazh tudennoù filmoù kung fu. Implijet e vezont ivez evit bruderezh e bed ar c'hehentiñ.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Initiation à la calligraphie japonaise gant Yuuko Suzuki (ISBN : 2.215.07477.9)
- (en) Japanese Architecture and Art Net Users System
- (en) Mason, Penelope. History of Japanese Art. Prentice Hall (2004). ISBN 0131176021