Ikea
Sez-labour IKEA en Älmhult, Sveden
| |
Rummad | Embregerezh |
Sez | Älmhult, Sveden |
Diazezidigezh | 28 Gouhere 1943 |
Diazezer | Ingvar Kamprad |
Tachenn | Michererezh, danzen, gwerzh |
Produioù | Arrebeuri |
Internet | ikea.com |
IKEA zo un embregerezh ijinañ, fardañ ha gwerzhañ arrebeuri. Krouet e voe e Sveden e 1943 gant Ingvar Kamprad (1926-2018). An holl broduioù a vez ijinet en Almhult (Sveden).
Er bloavezhioù 1980 ez eo bet lakaet IKEA dindan gwir an Izelvroioù, gant ar sez sokial e Delft, evit lakaat war-raok diorroadur an embregerezh en Europa kent digeriñ stalioù er bed a-bezh.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- I = Ingvar, anv-badez an diazezer.
- K = Kamprad, anv-familh an diazezer.
- E = Elmtaryd, anv an atant ma voe desavet an diazezer.
- A = Agunnaryd, anv ar gêriadenn m'edo an atant-se, e kumun Ljungby, e kontelezh Kronoberg, e proviñs Småland e su ar vro.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hrennad e oa Ingvar Kamprad pa savas e embregerezh kentañ evit enporzhiañ stiloioù, eurieroù, loeroù nylon ha bravigoù marc'had-mat. Echuet gantañ e studi en eil derez e labouras e-pad ur predad berr en ur burev kent mont da seveniñ e servij-soudard e Växjö, kêr-benn Småland, e-keit ha ma oa krog e embregerezhig da greskiñ a-drugarez d'al labour a gase dre ur burev a feurme e kêr. Paotr-laezh ar gêriadenn a oa karget da reiñ ar pakadoù d'ar brenerien.
Goude meur a gudenn gant an aotreoù-enporzhiañ e troas war-du an arrebeuri, rak kalzik embregerezhioùigoù fardañ arrebeuri a oa tro-dro da goadeier stank e vro. D'an 28 a viz Gouere 1943, hag eñ oadet a 17 vloaz hepken, e lakaas Ingvar Kamprad marilhañ an embregerezh IKEA[1], a oa skrivet ikéa hag IKÉA en deroù.
An arrebeuri kentañ a voe diskouezet e 1947. E 1950 e voe embannet katalog kentañ IKEA hag e 1953 e voe digoret ar stal gentañ en Älmhult, e kontelezh Kronoberg bepred. Eno e voe staliet an diskouezadeg kentañ ma veze lakaet war-wel an arrebeuri pennañ, hag eno emañ c'hoazh sez-labour an embregerezh hiziv an deiz.
-
Ingvar Kamprad
-
Ar stal-ziskouez gentañ
E 1963 e voe digoret ar c'hentañ stal en diavaez da Sveden, en Asker e bannlev Oslo e Norvegia. Unan all a voe digoret e Danmark e 1969. E 1973 e voe digoret ar stal IKEA gentañ e-maez Skandinavia, e Suis, ha meur a hini er bed er bloavezhioù 1970 : Alamagn ar C'hornôg (1974), Japan (1974), Aostralia ha Hong Kong (1975), Kanada (1976), Singapour hag an Izelvroioù (1978). Brasaat c'hoazh a reas IKEA a-hed ar bloavezhioù 1980 : Spagn (1981), Belgia (1984), SUA (1985), Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet (1987), Italia (1989).
Produioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a stil zo e IKEA, met an holl zo savet diwar an doare svedat da dresañ arrebeuri : koad melen ha linennoù eeun. A-bakadoù plat, aes da dreuzdougen, e vez gwerzhet ar pezhioù-arrebeuri, d'ar brenerien d'o sevel o-unan.
Bez' ez eus ivez, e-barzh ar stalioù IKEA, ur preti emservij ma vez kinniget meuzioù svedek evel eog gant annuz, ha pesked lieseurt. E-tal ar c'hefioù ez eus ur stal e-lec'h ma vez gwerzhet produioù svedek evel madigoù, gwastilli hag aozadoù fresk.
Anvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Drouklenner e oa Ingvar Kamprad[2], neuze en deveze poan oc'h embregiñ daveoù niverel hepken evit ar produioù IKEA. Aesoc'h e oa dezhañ derc'hel soñj eus anvioù ar produioù dre reiñ dezho anvioù anavezet gantañ.
Ar produioù IKEA a zo anavezet dre anvioù o zemoù liesseurt, an holl o tont eus Skandinavia[3].
- Armelioù, gweleoù hag arrebeuri evit ur raksal : anvioù-lec'hioù norvegek.
- Arrebeuri bourellet, taolioù kafe, arrebeuri rotin, estajerennoù, dornelloù dorioù : anvioù-lec'h svedek.
- Arreubeuri liorzh : anvioù inizi svedek.
- Boestoù, kinkladurioù, orolajoù : anvioù-lec'h svedek.
- Burevioù, kadorioù-tro : anvioù-badez skandinavek evit ar baotred.
- Dilhad-gwele : anvioù plant, anvioù bleunioù.
- Gweleoù, palennoù, gebennerioù : anvioù bleunienn, plantenn, mein prizius, gerioù war ar c'housk;
- Gwiadoù, rideozioù : anvioù-badez evit ar merc'hed e Skandinavia, anvioù plant, anvioù bleunioù.
- Keginoù : termenoù yezhadurel pe anvioù all.
- Levraouegoù : anvioù micherioù.
- Produioù evit ar vugale : anvioù loened hag anvioù a denn d'al loened.
- Rikoù evit ar gegin : anvioù meuzioù, anvioù pesked, temzoù, geotennoù, togoù-touseg, frouezh, hag gerioù estren.
- Rikoù evit ar salioù-dour : anvioù lennoù ha stêrioù e Skandinavia.
- Sklêrijennerezh : gerioù a denn d'ar sonerezh, d'ar gimiezh, da vicherioù.
- Taolioù ha kadorioù : anvioù-lec'hioù svedek.
- Tapisoù : anvioù kêrioù danek ha svedek.
An neuziañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek ar bloavezhioù 1950 e klaskas Invgar Kamprad kaout e neuziañ hag e zoare dezhañ da fardañ arrebeuri. Evit e genlabourerezhioù kentañ, an embregerezh en deus galvet arzourien danat anavezet dija, evel Bengt Ruda (1918-1999) ha Gillis Lundgren (1929-2016). A-drugarez dezho, ar produioù IKEA zo bet anavezet evel reoù brav, talvoudus ha marc'hadmat. Klasket o deus dispign an nebeutañ arc'hant war an danvez, ar pakañ hag an treuzdougen. Alies e vez an neuzierien el labouradegoù evit peurechuiñ ar produioù.
Bez' ez eus un dousenad a neuzerien ha neuzierezed er strollad IKEA, deuet eus ar bed a-bezh ; un tri-ugent bennak a arzourien hag arzourezed a dres ar produioù. Bez' ez eus ivez un toullad stajidi ha studierien evit degas mennozhioù nevez.
Renkadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bihan eo ar skeul-renk en ur stal IKEA. Seizh live zo etre ar rener hag an implijidi a renk izelañ.
E pep stal ez eus ur rener(ez), un atebeg(ez) war ar c'hoskor, ur skipailh karget eus ar merañ (melestradurezh, poellerezh, gwerzhañ, servijoù, darempredoù, staliadur ha preti), implijidi arbenniget war tachennoù resis ha sikouret gant kenlabourerien.
Tri zamm zo e pep stal : an diskouezadeg ma vez an holl arrebeuri war ziskouez en o en-dro, ar marc'had emservij ma vez ar produioù bihan evit kinklañ da skouer, ha marc'had emservij an arrebeuri, ma vez miret an holl bezhioù-arrebeuri en o fak karton ha ma vezont kavet dre o anv.
En diskouezhadeg e vez staliet kalz salioùigoù evel salioù-debriñ, salioù-dour, kambreier, saloñsoù, burevioù, hag all, da ziskouez ar pezhioù-arrebeuri a zere da bep lodenn eus ul lojeiz.
Er marc'hadoù emservij e vez gwerzhet binvioù kegin, gwiadoù, kinkladurioù, plant hag all.
Ar sokial hag an endro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bep bloaz, IKEA a embann ur pennad diwar-benn e giriegezh sokial hag en endro. Alies e vez goulennataet an embregerezh a-zivout al lec'h ma pren an danvezioù-diazez, e Sina da skouer, hag a-zivout stad-labour an implijidi.
E miz C'hwevrer 2010 e voe graet harz-labour gant un lodenn eus an implijidi e 23 stal diwar ar 26 a oa e Bro-C'hall, abalamour da c'hoproù izel.
Disklêriañ a ra IKEA e klask mestroniañ e skignerezh CO2, evit yec'hed an aer. Lec'hioù kenweturiañ zo bet staliet evit krennañ war an niver a girri-tan a gas gweladennerien ha prenerien d'o stalioù. Klask a ra ivez ar strollad kas ha resevout ar produioù dre hent-houarn kentoc'h eget dre sammgirri. Evezhiet e vez orin ar c'hoad implijet da fardañ an arrebeuri.
IKEA er bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En holl er bloaz 2024 ez eus 480 stal digor e 62 vro ha 5 tiriad bro, dasparzhet war 6 kevandir[4] : Europa (284), Azia (82), Norzhamerika (74), ar Reter-Kreiz (21), Okeania (10), Suamerika (5) hag Afrika (4).
- Kentañ stal zigor : Älmult, Sveden, 1958
- Nevesañ stal zigor : Tabouk, Arabia Saoudat
- Brasañ stal zigor: Passay City, Filipinez
- En Alamagn ez eus ar muiañ a stalioù zigor.
E 1987 e voe digoret ar c'hentañ stal IKEA e Bro-C'hall, e Bobigny e bannlev Pariz. E 2024 ez eus 43 stal zigor, 3 anezho e Breizh : Gwipavaz (kostez Brest), Pazieg (Roazhon) ha Sant-Ervlan (Naoned).
- IKEA e Rusia
A-c'houde aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 e tivizas IKEA klozañ ar 4 labouradeg hag ar 14 stal a zalc'he e Rusia. D'ar 23 a viz Meurzh 2024 ne voe mui eus IKEA Rusia hervez lezenn[5].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) ikea.com. Kavet : 13 Kerzu 24.
- ↑ (fr) Dyslexie : 10 exemples de personnalités inspirantes @ France Dyslexia. Kavet : 13 Kerzu 24.
- ↑ (fr) Comment sont inventés les noms des produits Ikea @ Capital. Kavet : 13 Kerzu 24.
- ↑ (en) How we work @ IKEA. Kavet : 13 Kerzu 224.
- ↑ (en) IKEA Closed its Business in Russia @ Leave Russia. Kavet : 13 Kerzu 24.