Edmund Husserl
Edmund Gustav Albrecht Husserl (8 Ebrel 1859 e Proßnitz, Impalaeriezh Aostria - 27 Ebrel 1938 e Freiburg im Breisgau)[1] a voe ur prederour, ur matematikour ha diazezour an anadennoniezh (Fenomenologiezh). Sellet e vez outañ evel unan eus ar brederourien levezonusañ er XXvet kantved.
Husserl a studias ar matematik e skol-veur Leipzig gant Karl Weierstraß ha Leo Koenigsberger, hag ar brederouriezh gant Franz Brentano ha Carl Stumpf[2]. A-c'houde 1887 e kelennas ar brederouriezh e skol-veur Halle, diwezhatoc'h e skol-veur Georg-August e Göttingen hag erziwezh e skol-veur Freiburg im Breisgau. E 1928 ez eas war e leve hep paouez e oberenn brederouriezhel.
E 1907 e savas un hentenn anvet Phänomenologischen Reduktion, hag a chomo ur patrom evitañ da zerc'hel e labourioù kentañ, hag e tiorroas ur gwel eus ar c'healiadur trehontel ("ideologiezh trañsandantel") displeget en e oberennoù diwezhañ.
Galloud preder Husserl a vez santet c'hoazh hiziv, dreist-holl en Alamagn hag e Frañs. E-touez ar re levezonet bras gantañ e c'haller menegiñ Martin Heidegger, Oskar Becker, Ludwig Ferdinand Clauß, Eugen Fink, Edith Stein, Günther Anders. Max Scheler, Alfred Schütz, Jean-Paul Sartre, Maurice Merleau-Ponty, Emmanuel Levinas hag ur bern re all.
Dielloù Husserl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Husserl-Archives Leuven Leuven
- Husserl-Archiv Köln
- Husserl-Archiv Freiburg
- Husserl Archiv an der New School (New York)
- Archives Husserl de Paris en École normale supérieure, Paris.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ David Woodruff Smith (2013). Husserl, 2.. ISBN 978-0-415-62257-8.
- ↑ Jonathan Kearns Cooper-Wiele (1989). The totalizing act : key to Husserl's early philosophy. Kluwer Academic Publishers. ISBN 0-7923-0077-7.