Charles André van Loo
Carlo Andrea Vanloo hervez e anv-badeziant, gallekaet e Charles André van Loo, pe Carle van Loo evel ma sine e oberennoù, ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1705 e Nisa (kontelezh Nisa, Stadoù Savoia, ma oa an italianeg ar yezh ofisiel), ha marvet d'ar 15 a viz Gouhere 1765 e Pariz, a oa ul livour gall a orin izelvroat. An hini brudetañ eus an tiegezh van Loo eo.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa d'al livour Louis-Abraham van Loo (1653-1712), ha breur d'al livour Jean-Baptiste van Loo (1684-1745).
Koll e dad a reas Charles André van Loo en 1717 ha savet e voe gant e vreur, Jean-Baptiste. Gantañ ez eas da Dorino, ha goude da Roma e-kerzh div veaj da Italia (1712-1715 et 1716-1718).
Premier peintre du roi e voe adalek 1762 betek 1765, dindan ren Loeiz XV Bro-C'hall.