Brezel diabarzh Siria
Rann eus | Arab Spring, Arab Winter ![]() |
---|---|
Stad | Siria ![]() |
Daveennoù douaroniel | 35°0′0″N 38°0′0″E ![]() |
Deiziad | 2011 ![]() |
Deiziad kregiñ | 15 Meu 2011 ![]() |
Darvoud-alc'hwez | Siege of Daraa, Khan Shaykhun chemical attack, Emgann Baghuz Fawqani, Argadenn 2019 a-enep Rojava ![]() |
Abeg pennañ | human rights in Syria, Sectarianism and minorities in the Syrian civil war ![]() |
Abeg kentizh | Arab Spring ![]() |
Efed | spillover of the Syrian Civil War, international reactions to the Syrian civil war ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of the Syrian Civil War ![]() |
![Map](https://maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,35,38,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=Brezel_diabarzh_Siria&revid=2083301&groups=_4875b85732fed91565b0f5555518d88b5ca828a9)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/92/Syrian_Civil_War_map_%28November_24%2C_2023%29.svg/310px-Syrian_Civil_War_map_%28November_24%2C_2023%29.svg.png)
Brezel diabarzh Siria (arabeg: الحرب الأهلية السورية, al-ḥarb al-ʾahlīyah as-sūrīyah) zo ur brezel diabarzh e Siria stourmet etre arme ar Republik Arab Sirian renet gant ar prezidant Bashar al-Assad, harpet gant bezenoù sirian hag harperien estren, a-enep bezenoù sirian harpet gant broioù estren. Hervez ar mare e vez izili an tu enep gouarnamantel o stourm kenetrezo. Kroget e oa ar brezel diabarzh e Siria pa oa bet manifestadegoù liammet ouzh an Nevez-amzer arab e 2011. Goulennet e oa gant ul lodenn eus pobl Siria kaout muioc'h a frankiz hag a ingalded. Buan a-walc'h e oa bet feulster o tiwanañ goude ma oa bet flastret manifestadegoù a c'houlenne ma'z afe Assad kuit. Lakaat a reer ar brezel diabarzh da gregiñ d'ar 15 a viz Meurzh 2011 gant emsavadegoù e Damask hag Aleppo. Buan e oa deuet meur a du war-wel : nerzhioù lu gouarnamant Siria hag e harperien estren, ur c'hengevread strolladoù ha bezenoù sunited rebeled (dreist-holl ar Free Syrian Army), strolladoù djihadisted salafist (gant an Talbenn al-Nusra), ar strollad kemmesket Kurd-Arab Sirian (Syrian Democratic Forces, SDF), hag ar Stad Islamek. Kalzik broioù estren a zo engouestlet e mod pe vod, pe o reiñ un harp dafar pe o kas soudarded, pe c'hoazh o vombeziñ (Iran, Rusia, Turkia, Stadoù-Unanet Amerika, Israel).
En holl ez eus bet etre 470 000 (SCPR 2016) ha 367 965–560 000 (SOHR 2018) den lazhet.