Mont d’an endalc’had

Barnedigezh Salomon

Eus Wikipedia
"Barnedigezh ar roue Salomon" (Giudizio di Salomone) gant Giorgione (war-dro 1505)
Eoul war goad - 89 x 72 cm
Mirdi an Ofisoù, Firenze.

Barnedigezh Salomon[1] a zo ur varn graet gant ar roue Salomon, roue Israel, hervez Kentañ Levr ar Rouaned, unan eus levrioù ar Bibl.

Div vamm a oa o tabutal a-zivout ur bugel nevez-c'hanet. Pep hini anezho a lavare bezañ mamm d'ar c'hrouadur. Divizout a reas Salomon rannañ ar bugel etre daou damm da reiñ pep a damm dezho. Raktal e tisklêrias unan e oa gwell ganti lezel ar bugel da vont gant ar vamm all eget e aberzhiñ evel-se. Neuze ec'h anavezas Salomon e oa-hi gwir vamm ar babig hag e reiñ a reas dezhi en e bezh.

Engravadur gant Gustave Doré (1865).


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Da sk. troidigezh Maodez Glanndour, Ar Pevar Aviel, Al Liamm, 1969, p.9.