Mont d’an endalc’had

Templ Jeruzalem

Eus Wikipedia
Stumm eus an 13 Mae 2024 da 13:10 gant Ar choler (kaozeal | degasadennoù) (patrom)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Maketenn Templ Herodez Veur diskouezet e Jeruzalem

Templ Jeruzalem eo an anv roet da veur a savadur relijiel israelit ha da c'houde, yuzev, gouestlet da azeuliñ Doue hervez feiz an Hebreed. Lec'hiet e oa e Menez an Templ, anavezet er bed muzulman evel Dom ar Roc'h, e-lec'h m'eo savet ar voskeenn Al-Aqsa bremañ. En hebraeg eo anvet בֵּית־הַמִּקְדָּשׁ, Bēt HaMīqdaš "An Ti Hael".

Evit gwir ez eus bet daou Dempl, an hini savet hervez an Torah gant Salomon, mab David, evit erlec'hiañ an Tabernakl implijet en dezerzh, hag al lec'hioù hael all implijet betek-henn. Damzistrujet e voe gant Roue Ejipt Shoshenq Iañ a-raok bezañ dreset gant Yoshia. Peurzistrujet e voe gant armeoù Naboukadnesar II a Vabilon.

Hervez Levr Ezra e voe savet un eil Templ diwar atiz Kirus Veur e 538 a-raok hon mare, goude fatidigezh Babilonia. E-kreiz diaezamantoù ar Yuzevien gant Henc'hresianed ar Rouantelezh Sekeukid e oa an Templ-se, dre ma klaske ar C'hresianed hellenekaat ar Yuzevien. Treuzfurmet e voe an Templ en un templ pagan e-pad ur mare, a-raok bezañ haelet adarre e fin brezel ar Vakabeed (diwar an istor-se e lider hanouka). Da vare ar Romaned e voe an Templ e-kreiz dizemglevioù start etre ar Yuzevien hag ar Romaned, dirak emzalc'hioù digomprenus an eil sevenadur evit eben. Disakr e seblante ar Romaned bezañ evit ar Yuzevien, hag ar Romaned ne oant ket evit kompren seurt e boazioù ha kustumoù ar Yuzevien. Adsavet hag ledanaet e voe an Templ gant Herodez Veur er savadur anvet Templ Herodez, an hini en doa anavezet Jezuz Nazaret. Distrujet e voe an Templ gant ar Romaned e 70, goude un emsavadeg kaset gant ar Yuzevien. Un emsavadeg all, hini Emsavadeg Bar Koc'hba e 132-135, a zisoc'has war difenn ar Yuzevien bezañ tost ouzh Jeruzalem, ar pezh a viras outo da adsevel an Templ. Daoust da volontez an Impalaer Juluan da adsevel an Templ e 363, ne voe ket graet abalamour d'ur c'hrenn-douar ha kristenadur an Impalaeriezh a viras ouzh ar Yuzevien da adsevel o Zempl en-dro. Goude aloubadegoù ar Vuzulmaned e voe savet ar voskeenn Al-Aqsa e plas an Templ kozh ha chomet eo evel-se abaoe.

Un darn eus Templ Herodez zo chomet avat, ar C'hotel, pe Moger an Daeloù, lec'h santelañ ar Yuzevegezh.