Mont d’an endalc’had

Yuzevegezh

Eus Wikipedia
Stumm eus an 13 Mae 2024 da 12:55 gant Ar choler (kaozeal | degasadennoù) (patrom : dilec'hiet)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Ar Yuzevegezh (a-wezhioù Yuzeviezh, diwar an hebraeg יהודה, Yehouda, diwar al latin hag an henc'hresianeg) zo ur relijion etnek az a enni doareoù ha kustumoù relijiel, sevenadurel ha lezennel ar Yuzevien[1] Hervez ar Yuzevien kar o feiz eo eztaoladur an Emglev savet etre Doue ha bugale Israel.[2] Enni e kaver meur a zoare d'ober, da soñjal, da lenn an testennoù, d'en aozañ, met an holl zo e-liamm ouzh an Torah, an darn kreiz en Tanac'h anavezet ivez dindan an anv Bibl hebraek, klokaet gant un hengoun dre gomz bet lakaet diwezhatoc'h dre skrid e-barzh ar Midrash hag an Talmud. An hini goshañ eus an teir relijion undoueek (monoteist) meur eo ar yuzevegezh, dezhi en-dro da 15 milion a feizidi er bed a-bezh (0.02% eus poblañs ar bed),[3]. ha yuzeviezh neuze a reer neuze eus ar feizidi-se. An diforc'h brasañ etre ar yuzevegezh hag an div relijion vras diazezet warni, ar gristeniezh hag an islam, eo al liamm etre an identelezh relijiel hag hini etnek a vez pouezet warnañ el lodenn vrasañ eus ar c'hredennoù yuzev. Savet eo bet e 1948 ur riez eo ar yuzevegezh e relijion-stad, Israel eo e anv e koun ar riez a oa er memes lec'h en Henamzer kreis.

Doareoù pennañ ar feiz yuzev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bibl Kennicott, un Tanac'h spagnol eus 1476

Kontrol d'an doueed all eus an hen-reter-nesañ eo taolennet doue an Hebreed evel ur boud unvan ha digenvez. Diwar-neuze, n'emañ ket e zarempredoù gant doueed all met gant ar bed ha resisoc'h gant ar bobl en doa krouet[4] Komañs a ra ar Yuzevegezh gant an dra-se : krediñ a ra eo Doue unan ha koñsernet eo gant oberoù mab-den.[5] Hervez an Tanac'h en doa prometet Doue da Abraham ober eus e ziskennidi ur vroad veur.[6] Meur a remziad war-lerc'h e c'hourc'hemennas da vroad Israel karet ha lidañ un Doue nemetken, da lavaret eo dezrevelliñ preder Doue diwar-benn ar bed.[7] Gourc'hemenn a reas ivez e karje ar Yuzeveien an eil hag egile, da lavaret eo dezrevelliñ karantez Doue ouzh an dud.[8]. Ar gourc'hemennoù-se zo nebeud eus un dastumad lezennoù e kalon an emglev a zo e kreizig-kreiz ar Yuzevegezh.

Diwar-neuze, ha goude ma'z eus ul luskad ezoterek (Kabbalah) e oa bet taolennet ar Yuzevegezh evel "kevrinouriezh normal" gant an enklaskour Max Kadushin abalamour ma'z eus ennañ taolioù-arnod pemdeziek eus bezañ Doue dre emzalc'hioù boutin d'an holl yuzevien.[9] C'hoari a ra ar "gevrinouriezh normal"-se dre heuliañ al Lezenn yuzev (halac'ha) ha eztaolet e vez dre gaoz pa vez dibunet ar Birkat Ha-Mizvot, ar bennozhioù berr dibunet a-raok doujañ d'ur mitzvah pozitivel.

An traoù ha degouezhioù boutin, tost, pemdez, hon eus a zo doareoù da arnodiñ Doue. Traoù evel ar bara pemdeziek, an deiz en e-unan, zo bevet evel diskuliadur karantez Doue, ar pezh a c'houlenn ar Berac'hot. Kedoushah, ar santelezh, n'eo netra estreget dezrevelliñ Doue, zo koñsernet gant an emzalc'h pemdez, gant bezañ anaoudeg, gant en em virout diouzh disakradur an idolatriaj, an avoultr ha skuilhañ ar gwad. Degas a ra ar Birkat Ha-Mitzwot soñj eus emskiant ar santelezh da vare ul lid rabbinek met an objedoù implijet evit ar brasañ eus al lidoù-se ne vezont ket santel ha boutin e vezont, padal ne zegas ket an objedoù santel bezañ Doue. Hag estreget degas arnodenn Doue a ra an traoù ha degouezhioù boutin ganto. Kement tra a c'hoarvez d'an nen a zegas soñj eus an arnodenn-se, drouk pe mat, kar lavaret a reer ur Berakah pa glever keloù drouk. Neuze, ha daoust da arnodenn Doue bezañ dibar e-keñver ar re all, eo niverus an degouezhioù d'E arnodiñ, da gaout un emskiant Anezhañ, ha pa ne vije kemeret e kont nemet ar re a c'houlenn Berakot. (Lakaet e brezhoneg diwar ar saozneg)[9]

Tra ma tabut ar brederourien yuzev diwar-benn hag-eñ emañ Doue perzh eus ar bed pe dreist ar bed, ha daoust ha rakjedet eo buhez an dud pe int dieub da heuliañ o hent, eo an halac'ha ur sistem ma klask pep yuzev degas Doue er bed dre e oberoù.

Emañ an undoueegezh e-kreiz pep testenn-sakr ha pep testenn-reizhañ er Yuzevegezh. Evelato n'eo ket bet heuliet atav ez-pleustrek. Diskouez ha milligañ a ra an Tanac'h penaos e veze azeulet doueed all en Henisrael[10] Da vare Henc'hres hag Henroma e oa doareoù disheñvel da welet an undoueegezh-se, unan anezho a c'hanas ar Gristeniezh anezhañ.[11].

Ar preder yuzev diwar-benn Doue en deus kaset tud betek lavaret ne oa ket ret krediñ e Doue er Yuzevegezh[12],[13] Hervez lod e c'heller lavaret eo pouezusoc'h heuliañ an halac'ha eget krediñ e Doue[14] hag un nebeud luskadoù yuzev frankizour a nac'h bezañ un doueelezh bennak personifiet hag oberiant en istor.[15] Tabut zo evit gouzout hag-eñ ez eus ur Yuzevegezh gwirion a c'hell ober normoù, estreget e-touez al luskadoù relijiel, e-touez an istorourien ivez.[16].

Pennaennoù ar feiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
13 pennaenn ar feiz
  1. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, ar C'hrouer hag an Heñcher evit kement tra zo bet krouet; Eñ hepken a c'hell ober, a ra, hag a raio pep tra.
  2. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo Unan ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, ha n'eus unvezh ebet e doare ebet Eveltañ, ha Eñ hepken eo hon Doue, a oa, eo, hag a vezo.
  3. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat n'eus korf ebet d'ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, hag eo digabestr eus kement perzh stag ouzh an danvez ha ne c'heller ober tamm keñveriadenn (fizikel) ebet Gantañ.
  4. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, an hini kentañ hag an hini diwezhañ.
  5. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo reizh pediñ d'ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, ha Dezhañ hepken ha n'eo ket reizh pediñ da dra ebet all Estregetañ.
  6. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo gwir ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded.
  7. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e oa gwir dougan Moizez, ra vezo peoc'h warnañ, hag e oa penn ar brofeded, kement ar re a oa bet en e raok hag ar re zo bet en e lerc'h.
  8. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat eo an Torah klok a zo ganeomp bremañ ar memes hini a oa bet roet da Voizez, hon c'helenner, ra vezo ar peoc'h warnañ.
  9. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat ne vezo ket eskemmet an Torah-se ha ne vezo Torah ebet all digant ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv.
  10. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e oar ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, kement ober graet gant kement mab-den a zo hag o holl soñjoù, evel m'eo skrivet, "eñ hag en deus stummet kalonoù an dud, a sell pizh ouzh ar pezh a reont." (Salmoù 33:15)
  11. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e pae ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, ar re a zalc'h E c'hourc'hemennoù hag e kastiz ar re a dorr anezho.
  12. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e teuio ar Mesiaz; ha goude ma c'hell daleañ, e c'hortozin bemdez e teuio, mod pe vod.
  13. Krediñ a ran gant ur feiz peurvat e adsavo ar re varv da vev d'an amzer a blijo d'ar C'hrouer, ra vezo Santelaet E Anv, hag e vo meulet E goun da viken.

Maimonidez, lakaet e brezhoneg diwar ar saozneg

Meur a zoare da ziverrañ pennaennoù ar feiz yuzev zo bet kinniget gant an dud gouiziek a-hed an amzer, lod anezho bet degemeret gant burutelladennoù. An doare brudetañ eo an hini Maimonidez, an 13 pennaenn ar feiz, kinniget en XIIvet kantved. Hervezañ, kement yuzev ne zegemerje ket unan eus ar pennaennoù-se zoken a vije lakaet da nac'her-feiz hag heretik[17] Tud gouiziek all o doa bet ur sav-poent disheñvel diouzh hini Maimonidez war unan pe meur a hini eus an 13 pennaenn-se.[18] Burutellet e oa bet kinnigoù Maimonidez en e amzer gant Hasdai Kreskas ha Josef Albo. Hemañ diwezhañ asambles gant Abraham ben David o doa arguzennet e oa re a bennaennoù e listennad Maimonidez a oa gwir hep bezañ e kreizig-kreiz ar feiz. Mont a reas ar pennaennoù-se diwar spered an dud e-pad un nebeud kantvedoù a-raok bezañ adkavet ha lakaet en ur stumm barzhoniel a voe ebarzhet e levrioù-pediñ,[19] gant-se e oant bet degemeret er bed a-bezh.[20].

An istorour Flavius Josephus a lakae pouez war an oberoù kentoc'h eget war ar c'hredennoù, hervezañ mont da nac'her-feiz a oa chom hep heuliañ al Lezenn yuzev ha ret e oa goulenn d'an hini a felle treiñ ouzh ar Yuzevegegezh e vije amdroc'het ouzhpenn heuliañ ar c'hustumoù.

Hiziv an deiz e ra diouer d'ar Yuzevegezh un aotrouniezh-kreiz gouest da normalizañ un dogm[21],[22] hag abalamour d'an dra-se ez eus meur a zoare da welet ar pennaennoù-se a chom dindan priñsipoù ar Yuzevegezh.[18] An holl luskadoù yuzev avat zo diazezet war ar pezh zo skrivet en Torah, e skridoù-evezhiañ evel an Talmud hag ar Midrach hag anavezet eo ivez an emglev etre Doue hag Abraham ouzhpenn d'an emglev bet diskuliet da Voizez, gwelet evel profed meur ar Yuzevegezh.[18][23] Hervez ar Michnah, unan eus testennoù pennañ ar Yuzevegezh rabbinek, emañ degemer orinoù doueek an emglev e-kreiz ar Yuzevegezh hag ar re ne zegemeront ket kement-mañ a goll o flas er Bed da zont[24].

Diaesoc'h c'hoazh eo en em lakaat akord war pennaennoù ar feiz yuzev en amzerioù modern abalamour d'an niver ha da liesseurted al luskadoù relijiel yuzev, en ur strishaat d'al luskadoù speredelezh pennañ zoken. Da skouer, respont Joseph B. Soloveitchik (a lakaer asambles gant al luskad reizhkredour modern d'ar vodernelezh az a gant heuliañ an halac'ha a zo he fal pennañ degas hael d'ar bed. Mordecai Kaplan, diazezour an Adgroueouriezh yuzev, en doa dilezet soñj ar relijion evit liammañ ar Yuzevegezh ouzh ar sevenadur, da lavaret eo dre likelaadur ar priñsipoù pennañ e klaske degemer ar muiañ a zoareoù da vezañ yuzev posupl. Yuzevegezh virour Solomon Schechter a laka e hent en hengoun disklêriañ an Torah, gant hizivadurioù dizehan al Lezenn dre an disklêriañ. Evit echuiñ e tres David Philipson ur skeudenn eus ar Yuzevegezh adreizhet o lakaat anezhi a-enep an doare strizh da zisklêriañ an traoù a oa gant rabined zo, o vont gant ur preder heñvel ouzh hini ar virourien[25].

Testennoù relijiel ar Yuzevien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un Tanac'h produet en Xvet kantved eus hon mare

Hollad skridoù santel ar yuzevegezh a vez graet Tanac'h (תנ״ך)[26] anezhañ. Ur veradenn eo ar ger-mañ, stummet eus:

Ouzhpenn d'an diazez-se ez eus bet lakaet ouzhpenn testennoù evit displegañ, sevel goulennoù, dielfennañ an destenn veur, lakaet asambles dindan an anv lennegezh ar rabined. En o zouez e kaver labourioù eus mare an talmud, lennegezh klasel ar rabined :

Lennegezh lezennel yuzev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un Torah eus stil sefarad douget gant un den er c'hotel e Jeruzalem
Rolloù an Torah e sinagogenn Glockengasse Synagogue e Köln

Diazez al lezennoù ha kustumoù ar Yuzevien, anvet halac'ha, a gaver en Torah. Hervez hengoun ar rabined ez eus 613 mitzvot, da lavaret gourc'hemennoù, enni. Talvezet a ra ar mitzvot-se en un doare disheñvel diouzh ma vezer paotr pe blac'h, ma vezer perzh eus hen-strollad ar veleien (Kohanim ha Leviyim), ma vezer labourer-douar en Douar Izrael c'hoazh. Ur bern anezho ne dalvezent nemet da vare Templ Jeruzalem, hiziv neuze n'eus nemet 369 gourc'hemenn a c'hell talvezet[27].

Goude ma oa bet luskadoù yuzev diazezet o feiz war an Torah nemetken (evel ar Sadukeed hag ar Garaited) e kred ar brasañ eus ar Yuzevien el lezenn dre gomz. Treuzkaset e oa bet al lezenn gant ar skol farizian en henyuzevegezh a-raok bezañ lakaet dre skrid hag astennet gant ar rabined.

Hervez an hengoun rabinik e oa bet roet al Lezenn dre skrid (an Torah) hag al Lezenn dre gomz gant Doue da Voizez war ar Menez Sinai a-raok bezañ treuzkaset a-remziad da remziad. E-pad kantvedoù neuze e oa div vammenn, unan skrivet, unan dre gomz, evit ar c'hustum hag al lezennoù, a-raok ma oa bet lakaet ar Lezenn dre gomz war baper gant ar rabin Yehuda haNashi en doa aon e vije kollet al Lezenn dre gomz. Bodañ a reas savboentoù disheñvel en ur skrid anvet Mishna[28] Hervez Abraham ben David e oa bet klozet al labour-se goude distruj Jeruzalem, e 3949, da lavaret eo 189 eus hon mare.[29]. Er Mishnah ez eus 63 levr-studi diwar-benn al Lezenn yuzev, ar pezh zo diazez an Talmud.

E-kerzh ar c'hantvedoù e oa bet savet tabut ha preder diwar-benn ar Mishnah e-touez an div gumuniezh bennañ er Yuzevegezh, hini Jeruzalem hag hini Babilon. An evezhiadennoù bet graet ganto a oa bet dastumet ha lakaet war baper en daou dTalmud, hini Jeruzalem (Talmud Yerushalmi) hag hini Babilon (Talmud Bavli). Astennet e oa bet c'hoazh al labour-se gant evezhiadennoù tud ouiziek a-hed ar c'hantvedoù.

Forzhig gerioù en Torah a chom hep displegadenn ebet, evel ur bern gourc'hemennoù pe traoù d'ober. Gwelet a reer ar fed-se evel un diluz a ziskouez e oa bet treuzkaset ul Lezenn dre gomz ouzhpenn al Lezenn dre skrid hag e c'hortozed e anavezje lenner al Lezenn dre skrid al lezenn all[30].

An halac'ha neuze, pe doare bevañ ar Yuzevien en amzer ar rabined, zo ur meskaj etre ar pezh a denner eus an Torah hag ar pezh a denner eus hengounioù resevet dre gomz - ar Mishnah, ar Midrash, an Talmud hag an evezhiadennoù ouzhpenn. Savet e oa bet tamm ha tamm gant ur sistem savet diwar ar pezh a oa a-raok.

An hermeneutik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne gred ket ur bern Yuzevien n'eus nemet an traoù skrivet az a d'ober an Torah diskuliet, met ivez an doare d'he c'hompren ha da brederiañ diwar he fenn. Studial an Torah (hag e-barzh studial ez eus traoù ledan-kenañ evel ar barzhoniezh, sevel-istorioù, al lezenn, evit an Torah hag an Talmud) zo er Yuzevegezh un ober sakr a-bouez ruz. Evit an dud fur o doa aozet ar Mishnah hag an Talmud, hag an dud zo bet en o lec'h hiziv, studial an Torah n'eo ket un doare da gompren diskuliadenn Doue nemetken, met ur pal en e-unan eo. Hervez an Talmud :

Setu an traoù a c'hello an nen tennañ plijadur anezho er bed-mañ tra ma chomo ar pennañ da dennañ plijadur er bed a zeu; setu anezho : enoriñ e dud, karet aktoù a vadelezh, sevel peoc'h etre unan hag egile. Met studial an Torah zo par outo-holl. (Talmud Shabbat 127a)

Studial an Torah a c'hell "bezañ un doare da arnodiñ Doue".[9] Ar c'helenner Jacob Neusner en deus skrivet diwar-benn levezon luskadoù kozh ar Yuzevegezh war ar relijion vodern :

An enklask poellek ha reizh kaset gant ar rabbi zo estreget poell-miñsañ. Un striv kalz siriusoc'h ha fetisoc'h eo evit kavet en traoù munud priñsipoù pennañ bolontez Doue da heñchañ ha da santelaat an oberoù fetisañ ha spisañ en devezh-labour. [...] Aze emañ kevrin Yuzevegezh an Talmud : ar gredenn estren ha pell eo ar meiz un ostilh n'eo ket evit diskrediñ ha disakramantiñ met er c'hontrefed evit santelaat."[31]

Neuze, studial an Torah skrivet hag an Torah komzet e sklêrijenn an eil hag eben zo ivez studial penaos studial lavar Doue. Evit mont pelloc'h ganti e oa bet aozet gant tud fur priñsipoù poell hag hermeneutik o doa klasket heuliañ. Hervez David Stern eo diazezet holl hermeneutikoù ar rabbined war div bennaenn :

da gentañ, krediñ eo holl-dalvoudegezh ar Skritur, e talvoudegezh kement ger, lizherenn, rikamanoù ar skrib zoken (hervez un danevell anavezet); da eil, embann eo unvan ar Skritur en he c'halon evel eztaoladenn ur volontez unvan."[32]

Gant an div bennaenn-se e c'heller sevel meur a zoare de welet an destenn. Hervez an Talmud :

Ur werzenn en hec'h-unan he deus meur a dalvoudegezh, met n'eus ket div werzenn gant an hevelep talvoudegezh. Kelennet e oa e skol ar R.Ishmael: 'Hag-eñ n'eo ket va c'homz evel an tan - lavar an Aotrou - evel ar morzhol o vreviñ ar roc'h ?' (Jer 23:29). Evel ma tarzh meur a fulenn gant ar morzhol-se (pa sko gant ar roc'h) en deus ur werzenn en hec'h-unan meur a dalvoudegezh. (Talmud Sanhedrin 34a).

Ar Yuzevien relijiel a soñj dezho neuze eo nerzhek an Torah kar ez eus enni meur a zoare d'he gwelet[33].

Hervez hengoun ar rabbined e oa bet, en ur stumm dre gomz, diskuliet da Voizez gant Doue holl zoareoù reizh da zisklêriañ an Torah dre skrid a-raok bezañ kaset a gelenner da studier. Pa zeue rabbined disheñvel gant disklêriadennoù disheñvel e raent gant priñsipoù hermeneutik evit reiñ pouez d'o arguzennoù : rabbined zo a embann e oa bet diskuliet ar priñsipoù-se gant Doue da Voizez er Sinai[34].

Hillel an Henañ a lakaas war wel seizh pennaenn an hermeneutik evit disklêriañ al lezennoù, trizek hervez Rabbi Ishmael. 32 zo listennet gant Eliezer ben Jose, da vezañ implijet evit pennadoù danevelliñ an Torah. An holl reolennoù hermeneutik strewet etre an Talmud hag ar Midrash zo bet rastellet gant Malbim e Ayyelet ha-Shachar, ar rakger evit e evezhiadennek war ar Sifra. 13 pennaenn R.Ishmael zo moarvat ar re anavezetañ evelato : unan eus roadennoù abretañ ar Yuzevegezh d'ar poell, d'an hermeneutik ha d'ar barnadurezh eo[35] Hiziv e lakaer 13 pennaenn R.Ishmael e-barzh al levr-pediñ yuzev da vezañ lennet bemdez.[36],[37],[38].

Prederouriezh yuzev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ : Prederouriezh yuzev
Delwenn Maimonidez e Córdoba

Gant prederouriezh yuzev e reer anv eus ar c'hej etre studiañ ar prederouriezh hag an doueelezh yuzev, a-wezhioù gant levezon prederouriezhoù all (evel hini Henc'hres). Prederourien veur ar Yuzevegezh zo, da skouer, Maimonidez, Gersonidez, Salaün ibn Gabirol, Saadia Gaon pe Yehuda Halevi. Levezonet bras eo bet ar brederourien gant luskad ar Sklêrijennoù, en deus degaset tabutoù taer, dreist-holl e bed an Achkenazed hag ar Sefaraded o doa bet da glask respont d'ar goulennoù savet gant ar modernelezh. E-touez ar Yuzevegezh reizhkredour e c'heller lenn prederourien evel Eliyahu Eliezer Dessler pe Joseph Ber Soloveitchik, padal Martin Buber, Mordecai Menahem Kaplan ha Abraham Joshua Heschel zo prederourien er-maez eus ar metoù reizhkredour.

Identelezh yuzev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orin ar gerioù "yuzev" ha "yuzevegezh"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar ger "yuzev" eus an hebraeg, יהודה Yehouda, diwar rouantelezh Yehouda[39] D'ar ger "yuzeg" e oa bet staget an dibennoù-ger "-ek" ha "-ezh" evit sevel "Yuzevegezh", anv ar relijion, a glot ouzh an hebraeg יַהֲדוּת, Yahadut hag ar gresianeg Ἰουδαϊσμός a zo mammenn ar galleg judaïsme hag ar saozneg Judaism. Ar ger gresianek a oa bet implijet evit ar wezh kentañ en Eil Levr ar Vakabeed, skrivet e gresianeg hellenistek en IIl kantved a-raok hon mare, enebet ouzh ar gerhellenismos implijet evit unan bennak a blege ouzh sevenadur Henc'hres, ar pezh a zo kalon an darvoudoù kontet el Levr-se.[40].

En e levr The Begining of Jewishness ('Deroù ar Yuzeviezh') e skriv Shaye J.D. Cohen :

Temptet omp, evel just, da dreiñ [Ioudaïsmós] da "Yuzevegezh" met re strizh e vije an droidigezh kar, pa oa bet implijet evit ar wezh kentañ, ne oa ket bet strishaet Ioudaïsmós da sinifiañ ur relijion nemetken. Talvezet a ra kentoc'h "bodañ an holl zoareoù a lakaa ar Yudeaned Yudeaned (pe Yuzevien Yuzevien)." E-touez an doareoù-se, sur ha n'eo ket marteze, ez eus oberoù ha kredennoù a vefe anvet "relijiel" hiziv, met estreget an oberoù hag ar c'hredennoù-se a zo er ger-mañ. Neuze e rankje Ioudaïsmós bezañ troet gant "Yuzeviezh" kentoc'h eget "Yuzevegezh"[41].

Diviz a zo neuze e brezhoneg etre Yuzevegezh ha Yuzeviezh evit kaozeal eus gwirvoud ar Yuzevien, e-liamm ouzh ar preder diwar-benn o statud : hag ur bobl eo pe feizidi ur relijion ? Ur c'hemm a reer memestra etre "Yuzeviezh", a c'hell bezañ stag ouzh ar pezh a ra ur Yuzev ur Yuzev (heñvelstêr ouzh a oa bez kaoz Ioudaïsmós uheloc'h)[42] ha "Yuzevegezh" (pe Yudeverezh) a stager ouzh ster modern Judaism, da lavaret eo ar pezh a zo stag ouzh ar relijion[43].

Evit kaozeal diwar-benn an dud e reer gant "Yuzev"[44] pe "Yudev" (diouzh an den hag ar rannyezh). Ar ger "Jouis" a oa bet implijet e gwerzhioù en XIXvet kantved met ne seblant ket bezañ chomet er yezh pemdez[45].

Kemm etre ar Yuzevien evel pobl hag ar Yuzevegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel en ur bern relijionoù kozh eus ar Reter-Nesañ, ha dre ma oa da gentañ relijion vroadel ur bobl, ez eus diaesterioù o tispartiañ ar relijion eus ar c'henedelezh, ur mennozh a zo estren da breder ar Yuzevegezh ouzhpenn-se. Ar c'hemm-se a oa bet diwanet diwar an dualded prederiet gant Platon etre an danvez hag ar spered, dualded a oa bet degemeret un tamm er Yuzevegezh hellenistek. Start eo neuze renkañ ar Yuzevegezh er rummadoù bet ijinet er c'hornôg evit renkañ ar bed dre m'eo koshoc'h ar Yuzevegezh eget diwan ar sevenadur gristen kornôg. E-pad o istor hir o doa anavezet ar Yuzevien ar sklaverezh (da vihanañ hervez o skridoù), emrenerezhioù anarkiek, teokratiek hag unpenniek, aloubadegoù, beli galloudoù all hag an harlu. En diaspora e oant bet e darempred gant sevenadurioù Ejipt, Babilon, Persia, Henc'hres hag Henroma ha da c'houde sevenadurioù ha relijionoù all (Kristeniezh, Islam), luskadoù prederouriezh (Sklêrijennoù) ha sevel ar broadelouriezhoù en Europa, ar pezh a frouezhas gant ganedigezh ur Stad yuzev en o mamm-douar bet. Gwelet o doa uhelidi ur bobl (Khazared) treiñ ouzh ar Yuzevegezh a-raok bezañ lonket gant pobloù all ha mont diwar-wel pa voe aloubet o bro. Diwar kement-se en doa arguzennet Daniel Boyarin e "torr ar Yuzeviezh kement rummadoù a identelezh kar n'eo na vroadel, na lignezel, na relijiel, met an holl war un dro, en ur bec'h dael."[46]

Piv zo Yuzev ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar Yuzevegezh rabbinek eo yuzev kement den bet ganet gant ur vamm yuzev pe bet troet ouzh ar Yuzevegezh diouzh an halac'ha. Lod eus ar Yuzevien adreizhet, frankizour hag adgrouerouriek a zegemer bugale evel Yuzev m'eo yuzev unan eus o zud, tad pe vamm, ma vezont desavet evel Yuzevien. Hengoun an identelezh yuzev a oa bet savet diwar un termenadur halac'hek war an orin dre ar vamm hag an troadur. Sonnet e oa bet pa oa bet kodet al Lezenn dre gomz e Babilon e 200. Disklêriet e oa bet rannoù eus an Torah, evel Adlezenn 7:1-5, evit digalonekaat an dimeziñ etre Yuzevien ha Jentiled abalamour ma "vefe distroet da vab diwar va lerc'h evit servijañ doueoù all". Al Leviegezh 24:10 a embann eo ezel mab un dimeziñ etre ur vaouez hebraek hag ur gwaz ejipsian eus "kumunizh Israel". Klokaet eo gant Levr Ezra 10:2-3 ma tiviz an Israelited distro eus Babilon dilezel o fried jentil hag o bugale[47] Er Garaegezh e kemerer e kont ar vugale diwar an tadoù nemetken, met kumuniezhioù zo a c'houlenn d'an tad ha d'ar vamm bezañ yuzev.[48].

Ar goulenn-se a oa bet roet pouez adarre dezhañ pa oa bet savet Stad Israel. Er bloavezhioù 1950 e oa bet savet ar goulenn mihu Yehoudi ? ("Piv zo Yuzev ?") gant David Ben Gourion ouzh aotrouniezhoù relijiel ha predourien hag istorourien evit renkañ kudenn ar geodedelezh. N'eo ket renket ar gudenn-se da vat en Israel e-lec'h ma vez savet ar goulenn bep an amzer c'hoazh.

Digor eo holl luskadoù ar Yuzevegezh ouzh an dud a dro ouzh o relijion ma vezont gwirion, daoust ma oa bet klasket digalonekaat seurt choaz da gustum en Talmud. Priziet eo an treiñ gant un aotrouniezh bennak dre goulennoù, atersadennoù evit priziañ pegen gwirion eo ha pegen barrek eo da heuliañ al Lezenn[49] Choaz a reont un anv hebraek relijiel hag evit anv-familh e vez graet Ben Avraham pe Bat Avraham anezho ("Ab Abraham"). Un diaezamant a sav gant an doare da anavezet an troadurioù diouzh al luskad : techet eo ar rabined reizhkredour da chom hep anavezet an dud troet ha kadarnaat gant luskadoù all, dreist-holl ma teuont eus luskadoù adreizhet met ivez eus luskadour mirour.[50] Chikan a oa bet etre lezioù-barn reizhkredour zoken war statud tud troet.[51].

Embann a ra ar Yuzevegezh rabinek eur yuzev da viken (ne vern peseurt orin, ganet yuzev pe troet yuzev). Diwar-neuze, un den a lavar bezañ dizoue pe troet ouzh ur relijion all a c'hello bezañ gwelet evel Yuzev c'hoazh gant ar Yuzevegezh hengounel. Koulskoude, luskadoù frankizour zo o doa embannet n'halled ket gwelet tud a oa troet ouzh ur relijion all evel Yuzev[52] ha Stad Israel en deus embannet kement-all goude un diviz gant an Dreist Lez-Varn[53] Reizhet eo bet ar soñj-se gant al luskad adreizhet avat o lavaret ne oa ket dispartiet da vat hag e ranked gwelet pep degouezh ha pep den evitañ e-unan. Da skouer, unan en dije troet dre heg a c'hello distreiñ hep "ober tra eus e berzh, lusket dre e c'hoant hepken" hag unan en deus dilezet ar Yuzevegezh evit ur relijion all a chom yuzev memestra.[54]. Yuzevien troet ouzh ur relijion all a oa anavezet evit bezañ dalc'het liammoù kreñv ouzh o sevenadur orin, da skouer Jean-Marie Lustiger ur Yuzev troet ouzh ar relijion gatolik betek mont da Archeskob Pariz hep dilezel e identelezh orin, pa varvas e voe douaret gant un tamm douar eus Israel ha kanet ar C'haddich (pedenn evit ar re varv) gant tus eus e familh e kreiz Iliz-veur Notre-Dame.

Niver a feizidi yuzev dre vro (e 2000)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Steredenn David (מגן דוד, magen David), unan eus arouezioù ar yuzevegezh

N'eo ket aes respont d'ar goulenn "pegement a Yuzevien zo" kar n'en em wel ket an holl dud a c'heller lakaat da Yuzev evel-se ha lod eus an dud en em wel evel Yuzevien ne vezont ket anavezet gant luskadoù yuzev zo. Istimet e oa bet ar boblañs yuzev er bed war-dro 14 milion a dud e 2002 (tra ma oant 11 milion tro-dro 1900). Kreskiñ a ra ar boblañs yuzev eus 0.3% bep bloaz, tamm pe damm.

Bro Niverenn
Stadoù Unanet 6.000.000
Israel 5.000.000
Rusia war-dro 750.000
Frañs 600.000
Ukraina 500.000
Kanada 350.000
Rouantelezh Unanet 250.000
Arc'hantina 250.000
Alamagn 220.000
Brazil 120.000
Aostralia 110.000
Hungaria 100.000
Suafrika 95.000
Italia 29.000
Turkia 23.000
Iran 20.000

Sevenadurioù yuzev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur Yuzev eus Yemen, da lavaret eo mizrac'h o pediñ e 1914

Dre vras, e vez graet Achkenazed (אשכנזים, ashkenazim, "alamaned") eus ar yuzevion a orin europat, pe e teufent eus Kreizeuropa pe eus Retereuropa, ha Sefaraded (ספרדים, sfaradim, "spagnoled") eus ar re a orin spagnol ha portugalat. Alies e vez graet Mizrac'hed (מזרחים, mizrahim, "tud ar reter" ) eus yuzevion a orin arab pe kaokazat.

Luskadoù relijiel yuzev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yuzevegezh rabbinek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sinagogenn Eldbridge Street e New York, SUA

Ar Yuzevegezh rabbinek ((he) "Yahadut Rabanit" – יהדות רבנית) zo stumm pennañ ar Yuzevegezh abaoe ar VIvet hon mare, ur wezh graet war-dro an Talmud. E berzhioù pennañ zo ar c'hred n'hall ket an Torah dre skrid bezañ disklêriet reizh hep sikour an Torah dre gomz hag al lennegezh puilh savet evit spisaat peseurt emzalc'h zo kadarnaet gant al lezenn.

Yuzevegezh al luskadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Sklêrijennoù yuzev en XVIIIvet kantved o doa degaset birvilh e metoù an Achkenazed gant ur preder a oa diwanet drezañ meur a luskad relijiel, dreist-holl e broioù saoznek (er Stadoù-Unanet peurgetket). Er-maez eus Israel, m'eo disheñvel-mik an traoù, e c'heller dispartiañ al luskadoù etre Ortodoks (pe Reizhkredour), Mirour ha Reformet.

  • An Ortodoksiezh yuzev a embann e oa bet diskuliet an Torah dre skrid ha dre gomz da Voizez gant Doue war-eeun hag ur c'hevrad eo n'haller ket kemmañ. Hervezo eo ar Shulchan Aruch (evehziadennoù diwar-benn an halac'ha) dibenn reoliadur al Lezenn yuzev. A-bouez ruz eo evito 13 pennaenn ar Feiz savet gant Maimonidez. Gallout a reer dispartiañ an ortodoksiezh e meur a luskad, enno :
    • An Ortodoksiezh yuzev hengounel, pe haredi (doujus da Zoue), ne leusk ket kalz plas d'ar vodernelezh ha ne dosta ket kement-se eus an danvezioù er-maez eus ar bed yuzev. Gallout a reer merzhet anezho dre o doare d'en em wiskañ hag o doareoù sonnoc'h da lidañ ha da gaout doujañs ouzh al Lezenn. En o zouez e kaver ar C'hasidegezh, diwanet diwar ar C'habala ha a heul kelenn un den fur ma vez bodet tro-dro ur gumuniezh vihan, hag an Haredi Seferad diwanet en Israel e metoù sefarad.
    • An Ortodoksiezh yuzev nevez
    • An Ortodoksiezh yuzev vodern ne bella ket kement-se diouzh ar bed modern na eus danvezioù all ar gouiziegezh.
  • Ar Yuzevegezh virour zo engouestlet d'ar c'hustumoù ha d'al lezennoù hengounel, da skouer doujañs d'ar Chabat ha d'ar c'hachrout, gant un doare n'eo ket ger-ha-ger da gas pennaennoù ar feiz yuzev ha da lenn an destenn hag un doare pozitiveloc'h da zegemer al lennegezh rabbinek hengounel ha modern. Hervezo n'eo ket difiñv al Lezenn met diorren a ra gant degouezhioù ur bed a cheñch. An Torah zo un diell doueel skrivet gant ar brofeted awenet gant Doue evit taolenniñ e volontez, met ne sav ket akord gant an Ortodoksiezh evit lavaret e oa bet diktet an Torah gant Doue da Voizez war-eeun[55],[56]. An Torah dre skrid ha dre komz neuze a rank bezañ lennet ha disklêriet diouzh sklêrijenn an amzer a-vremañ ha labourioù ar rabbined bet a-raok.
Ur Yuzevez frankizour o pediñ gant an taillit hag an tefillin a vez douget gant ar baotred da gustum
  • Ar Yuzevegezh adreizhet, Frankizour pe Araogour hervez ar vro, a sell ouzh ar Yuzevegezh en un doare hollvedel, o leuskel a-gostez an darn brasañ eus Lezennoù lid an Torah evit kas war-raok doujañs al Lezennoù moral. Ingal e vez pep hini (paotred ha merc'hed) e-pad al lidoù a vez kaset alies e yezh(où) ar vro ha pouezañ a ra war an darempred hiniennel ouzh Doue.
  • An Adgroueouriezh yuzev a laka ar pouez war diviz ar gumuniezh evit heuliañ Lezennoù an Torah.

Yuzevegezh sefarad ha mizrac'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Variezon zo etre ar c'humuniezhioù sefarad ha mizrac'h evel just, met dre vras e c'heller lavaret n'en em wel ket an div familh sevenadurel-se e stern al luskadoù bet diwanet er bed achkenaz[57] N'eus ket kement-se a luskadoù er metoù-se a gav gwelloc'h kemer an traoù eus tu "an deltenn vras" evit bodañ an holl,[58]. ar pezh zo gwir-tre bremañ en Israel, dreist-holl, a vod ar c'humuniezhioù sefarad ha mizrac'h brasañ er bed. Evelato en Israel ha dreist-holl er-maez eus Israel e c'hell hiniennoù a-orin sefarad pe mizrac'h mont d'ur sinagogenn a glot gant unan eus al luskadoù bet taolennet uheloc'h, pe dre e gredennoù personel, pe abalamour m'eo ar sinagogenn dostañ.

Yuzevegezh an div gumuniezh-se az a kentoc'h war-zu ar virouriezh dre vas, gant lidoù bet skornet pell zo dija. E-touez ar Sefaraded e kaver memestra skolioù diazezet war kelenn ur rabbi bennak, pe war ur skol-breder.

Luskadoù yuzev en Israel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou goublad haredi o c'hortoz ur bus en Israel

Ar brasañ eus Yuzevien Israel en em laka e-barzh ar c'hombodoù "lik" (hiloni), "hengounel" (masorti), relijiel (dati) pe haredi. Alies mat en em wel "lik" ar familhoù a-orin eus Europa (ar C'hornôg dreist-holl), a zo a-bouez o identelezh yuzev evito, met dizalc'h eus o feiz ha doareoù relijiel. An darn-se eus poblañs Israel a vez er-maez eus ar vuhez relijiel aozet, ha pa vije ar rabbiniezh israelian ofisiel (reizhkredour) pe luskadoù an diaspora (mirour, frankizour).

Al lavarenn masorti amañ n'eus mann da welet ouzh al luskad mirour (a vez graet masorti anezhañ ivez). Klotañ a ra alies ouzh familhoù a-orin ar "Reter" (Reter-Nesañ, Azia hag Afrika an Norzh). Amjestr eo an doare ma implijer ar ger "hengounel" asambles gant "lik" : alies mat e reont anv eus traoù heñvel hag asambles e lakaer enno ur variezon vras a lidoù ha doareoù disheñvel.

N'eus ket brud vat war al lavarenn reizhkredour en Israel, er prezegennoù da vihanañ, goude m'en em gav kalz muioc'h a dud dindan ar gombod-se eno eget en diaspora. Ar pezh a glot ouzh ar reizhkredouriezh en diaspora az a ennañ ar pezh a vez graet dati (relijiel) pe haredi (doujus da Zoue, pe ultra-ortodoks). An eil ger az a ennañ kumuniezh ar Zionouriezh relijiel, pe "Kumuniezh relijiel vroadel", zo bet anavezet tamm ha tamm dindan al lavarenn haredi-leumi (haredi broadelour) pe hardal, a vesk lidoù hag ul lezenn strizh-kenañ gant un ideologiezh vroadelour diwar-benn Eretz Israel.

Gallout a reer rannañ an haredim e tri strollad diouzh harzoù etnikel hag ideologel : 1) "Lituanianed" (ket-c'hasigek) a-orin achkenaz ; 2) "C'hasideged" a-orin achkenaz ha 3) Sefaraded.

Yuzevegezhioù nann-rabbinek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karaegezh ha Samaritanegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Garaegezh en em wel hec'h-unan evel hêred sektoù Yuzevegezh an Eil Templ, evel ar Sadukeed. Ar Garaited ("Ar Skripturalisted") ne zegemer nemet an Tanac'h hag ar pezh a welont evel peshat (talvoudegezh eeun), n'eus ket da zegemer aotrouniezh skridoù er-maez eus an Tanac'h. Ar brasañ anezho en em wel evel perzh eus ar Yuzevegezh, met lod anezho ne reont ket.

Ar Samaritaned zo ur gumuniezh vihan bitous lec'hiet tro dro d'ar Menez Gerizim e Palestina hag un darn e Holon e-kichen Tel-Aviv. Hervezo int diskennidi israelited Rouantelezh Israel da vare oadvezh an Houarn. O lidoù zo diazezet war an Torah nemetken ha n'en em welont ket perzh eus ar Yuzevegezh daoust d'al liammoù splann.

Hamayot (Yuzevegezh Ethiopian)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur Yuzev ethioppian er C'hotel e Jeruzalem

Hamayot ("relijion" e geuzeg hag amharikeg) a zo kement a doareoù relijiel ar Yuzevien ethiopian. Disheñvel-mik eo eus ar Yuzevegezh rabbinek, eus ar Garaegezh hag ar Samaritanegezh bet meneget uheloc'h abalamour ma oant bet troc'het eus ar c'humuniezhioù all kalz abretoc'h. Ar Skriturioù sakr (Orit) zo skrivet e geuzeg hag o lezennoù e-keñver ar boued zo diazezet war an destenn nemetken, hep diskleriadennoù ouzhpenn degaset gant lez-skridoù. Gouelioù disheñvel o deus ivez, lod eus ar Yuzevegezh rabbinek ne vezont ket lidet pa vez lidet reoù all dianav eus ar Yuzevien all.

Luskad B'nei Noah

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Noahidegezh zo ur skourr undoueel eus ar Yuzevegezh diazezet war Seizh Lezenn Noe hag an diskleriadennoù hengounel bet graet e-touez ar Yuzevegezh rabbinek. Hervez an halac'ha n'eus tamm redi ebet d'ar Jentiled (an dud n'int ket yuzev) da dreiñ ouzh ar Yuzevegezh met bez' o deus da zoujañ d'ar Seizh Lezenn bet roet da Noe evit kaout ul lec'h er Bed da zont, prof diwezhañ ar re reizh o emzalc'h. Ober a reer B'nei Noach ((he) בני נח, "Bugale Noe") eus an dud a heul al luskad-se, aozet dre ar bed a-bezh gant Noahideged pe gant Yuzevien reizhkredour.

En un doare istorel e oa implijet al lavarenn B'nei Noach evit an holl ziskennidi eus Noe ha ne oant ket Yuzevien, met bremañ e vez implijet kentoc'h evit tud n'int ket Yuzevien a zouj da Seizh Lezenn Noe.

Lidoù ha doareoù ar Yuzevegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heñchet gant an halac'ha a c'hell bezañ an etik yuzev, pe gant priñsipoù moral all. Kustum eur da lavaret eo merket an etik yuzev gant talvoudegezhioù evel ar justis, ar wirionez, ar peoc'h, ar vadelezh, an druez, an humblded hag an emzoujañs. Bez' ez eus doareoù resis e-liamm ouzh ar Yuzevegezh, da skouer an doare da welet an aluzen (tzedakah) hag ar c'hlask chom hep bezañ negativel (lashon hara). Tabut a vez etre ar Yuzevien diwar-benn doareoù etik zo.

Den, gwisket gant un tallit, o pediñ er C'hotel

Da gustum e ped ar Yuzevien teir gwezh an deiz, Chac'harit, Minc'ha ha Ma'ariv, gant ur wezh ouzhpenn bep Chabat hag en deizioù gouel, Moussaf. E-kreiz bep servij emañ an Amidah pe Shemoneh Esrei. Ur bedenn a-bouez en ur bern servijoù eo Chema Yisrael (pe Chema) a zo dibunañ ur werzenn eus an Torah (Adlezenn 6:4 : (he) שְׁמַע יִשְׂרָאֵל יְהוָה אֱלֹהֵינוּ יְהוָה אֶחָֽד Shema Yisrael Adonai Eloheinu Adonai Echad "Selaou, Israel : An Aotrou, hon Doue, a zo Doue nemetañ")

Ar brasañ eus pedennoù al lid yuzev a c'hell bezañ dibunet e-unan goude ma kaver gwelloc'h bezañ a-stroll. Ur bedenn a-stroll a c'houlenn un niver-ret a dek den gour (ha yuzev), anvet minyan. El luskadoù reizhkredour hag en nebeut luskadoù mirour e rank an dek den-se bezañ gwazed, met er brasañ eus al luskadoù mirour hag el luskadoù all e c'hell ar maouezed kontañ er minyan.

Ouzhpenn ar pedennoù hag ar servijoù e tibun ar Yuzevien oberiant pedennoù ha bennozhioù a-hed an devezh en ur ober traoù resis. Pediñ a reer en ur sevel goude bezañ dihunet da skouer, a-raok debriñ pe evañ traoù resis, goude bezañ debret hag all.

Disheñvelderioù a gaver etre al luskadoù yuzev disheñvel e-keñver ar pediñ, e-barzh testenn ar pedennoù, pegen alies e peder, an niver a bedennoù dibunet e-kerzh abadennoù resis, implij binvioù sonerezh hag ar c'han hag ar yezh implijet (hebraeg pe yezh(où) ar vro). Dre vras e vez tostoc'h ar reizhkredourien hag ar virourien ouzh an hengon padal e vez tuetoc'h ar yuzevien adreizhet da lakaat e-barzh elfennoù a-vremañ en o servij. Ouzhpenn-se, er brasañ eus ar sinagogennoù mirour hag en holl sinagogennoù adreizhet hag adframmet e kemer ar maouezed perzh er servijoù kevatal d'ar wazed, ha pa vije perzhioù miret d'ar wazed da gustum (hag er yuzevegezhioù reizhkredour), evel lenn an Torah.

Dilhad relijiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bugale gwisket en un doare relijiel o c'hoari mell-droad e Jeruzalem

Ur c'hippah ((he) כִּפָּה, liester kippot; (yi) יאַרמלקע, yarmulke) zo un tog ront a vez douget war penn ar glopenn en ur bediñ, en ur zebriñ, en ur lavaret bennozhioù pe en ur studiañ testennoù relijiel, pa n'eo ket bepred gant tud relijiel-kenañ. E kumuniezhioù reizhkredour n'eus nemet ar wazed a zoug ar c'hippah, met e kumuniezhioù nann-reizhkredour e c'heller gwelet maouezed o tougen unan. Hervez orin an dud e c'hell bezañ ar c'hippot bezañ bras pe brasoc'h, eus ur ront ne c'holo nemet penn uhelañ ar penn betek ar re vrasañ a c'holo ar penn a-bezh.

Tzitzit ((he) צִיציִת, distaget tzitzis gant an Achkenazed) zo "pempilhennoù" skoulmet ispisial a gaver e pep pevar korn an tallit ((he) טַלִּית), distaget tallis gant an Achkenazed), ar chal pediñ. Gwisket e vez an tallit e-pad ar servijoù pediñ. Meur a gustum zo diwar-benn an deiz ma c'hell unan dougen anezhañ evit ar wezh kentañ. Er gumuniezh sefarad e c'heller dougen anezhañ ur wezh graet ar Bar Mitzvah padal e kumuniezhioù achkenaz zo e komañser d'e wiskañ ur wezh dimezet hag eureudet. Kustum eur da vezañ douaret gant an tallit.

Tefillin ((he) תְפִלִּין) zo div voestad-lêr enno gwerzennoù tennet eus an Torah staget ouzh tal unan bennak ha gwiaded tro-dro d'e vrec'h gant bandennoù-lêr. Douget e vezont e-pad pedenn ar mintin gant an dud relijiel, gwazed nemetken evit ar reizhkredourien, gwazed ha maouezed zo evit ar yuzevien all.

Ar gouelioù zo deizoù ispisial en deiziadur evit lidañ mareoù resis eus istor ar Yuzevien, mareoù ispisial ar bloaz hag ar c'houlzioù-amzer ha temoù e-liamm ouzh o darempred gant Doue hag ar bed.

Ne glot ket an deiziadur yuzev (350 deiz pep bloaz) gant hini gregorian (365 deiz pep bloaz). Neuze ne glot ket ar gouelioù yuzev gant deiziadoù gregorian resis kennebeut.

Gouelioù yuzev
Anv brezhonek Anv hebraek Deiziad
en deiziadur yuzev
Deiziad 2020 Notenn
Roch ha-Chanah (ראש השנה, ro’sh ha-shānāh) Tishri 1-2 Gwengolo 18-20 Penn-bloaz, gouel ar bloaz nevez.
Yom Kippour (יום כיפור, yom kippūr) Tishri 10 Gwengolo 27-28 Deiz ar Pardon Meur
Soukot (סֻכּוֹת, sukkōt) Tishri 15-21 Here 2-9 Gouel al Lochennoù
Simc'hat Torah (שמחת תורה, simhat ha-tōrāh) Tishri 22 Here 10-11 Levenez an Torah
Hanouka (חנוכה, hanūkkah) Kislev 25 - Tevet 2 pe 3 Kerzu 10-18 Gouel ar Goueleier
Tou bi-Chvat (ט"ו בשבט, tu bi'shevat) Shevat 15 C'hwevrer 10 Ar 15 a viz Shevat Penn-bloaz an douar
Pourim (פורים, pûrîm) Adar 14 Meurzh 9-10 An Eur
Pesac'h (פסח, pesah) Nissan 14-22 Ebrel 8-21 An Tremen
Lag ba-Omer (ל"ג בעומר, lag ba-'ōmer) Iyar 18 Mae 11-12 33 deiz an Omer
Chavouot (שבועות, shavūot) Sivan 6 Mae 28-29 Ar Sizhunioù
Ticha be-Av (תשעה באב, tish‘āh bə-āḇ) Av 9 Gouere 29-30 9vet deiz a viz Av
Chabat (יום השבת, yom ha-shabbāt) Bep 7vet devezh ar sizhun Eus ar Gwener noz d'ar Sadorn noz Chom a-sav

Gouelioù nevez abaoe 1948:

  • Yom ha-Shoah (יום השואה, yom ha-shoah), devezh ar Shoah
  • Yom ha-Zikaron (יום הזכרון , yom ha-zikaron), devezh soudarded kozh arme Israel
  • Yom ha-Atsma'out (יום העצמאות, yom ha-atzma'uth), devezh dizalc'hidigezh stad Israel
  • Yom Yerouchalayim (יום ירושלים, yom yerushalāyim), devezh Jeruzalem

Yom ha-Zikaron, Yom ha-Atsma'out ha Yom Yerouchalayim a vez lidet e stad Israel ha gant yuzevion relijiel broadelour. Ne lid ket feizidi a gredennoù yuzev all (d. skw. Netourei Karta) ar gouelioù-mañ.

Div C'hallah, bara gwiaded fardet evit bep Chabat, diskouezet e deroù pred Chabat dindan ur golo.

Chabat zo an deiz sizhuniek gouestlet d'an diskuizh, a gomañs ur pennadig a-raok Gwener noz evit padet betek ur pennad goude Sadorn noz. Lidañ a ra deiz diskuizh Doue goude bezañ tremenet c'hwec'h devezh o krouiñ ar bed[59]. Un devezh a-bouez eo evit ar Yuzevien ha meur a lezenn a ren anezhañ. Pa'z a an heol da guzh d'ar Gwener noz e tegemer maouez an ti ar Chabat en ur lakaat div c'houlaouenn-goar (pe muioc'h) war elum en ur lavaret ur bennozh. Komañs a ra ar ped gant ar c'hidouch, ur bennozh dibunet a-vouezh uhel war ur werennad gwin, hag ar Mohtzi, ur bennozh lavaret war ar bara. Kustum eur da gaout C'hallah, daou damm bara gwiaded, fardet gant bleud, vioù, laezh ha mel, war an daol.

Ar Chabat-pad eo difennet ober unan eus an 39 melac'ha, troet evel labour, daoust ma n'eo ket "labour" evel ma komprener ar ger-se bremañ. Difennet eo neuze lakaat tan war elum, skrivañ, implijet arc'hant ha dougen tra er-maez eus an ti. Difenn implijet tan zo bet ledanaet d'an tredan hag implijet un oto.

Tri Gouel ar Pirc'hirinaj

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tri gouel-se zo anvet regalim en hebraeg (diwar regel : troad). Merkañ a reont darvoudoù bras istor ar Yuzevien, mesk-ha-mesk gant lidañ tremen ar mareoù-amzer. Kustum e oa an dud d'ober ur pirc'hirinaj da Jeruzalem da aberzhiñ en Templ da vare ar gouelioù-se.

  • Pesac'h, a bad ur sizhun, a lid an Ermaeziadeg eus Ejipt. En amzerioù kozh e teue e memes koulz hag eostiñ an heiz. Ar gouel nemetañ a reer er gêr penn-da-benn eo, tro-dro d'ur pred anvet Seder. Tennañ a reer ar produioù savet gant goell eus an ti (ar c'hametz) eus an ti a-raok ar gouel ha difennet eo debriñ seurt produioù a-hed ar sizhun. Mont a ra betek ez eus bet krouet un norm ispisial evit ar c'hachrout, cashrut lePessa'h. Debriñ a reer matzah e-lec'h bara.
  • Chavouot (Gouel ar sizhunioù) zo aozet e koun diskuliadenn an Torah d'an Israelited e Menez Sinai. Anvet eo ivez Gouel Bikurim, da lavaret eo Gouel ar Frouezh kentañ abalamour ma veze dalc'het gwezhall da vare eostiñ an ed.
  • Soukot (Gouel al Lochennoù) zo lidet e koun an daou-ugent bloaz tremenet en dezerzh gant an Israelited war an hent d'an Douar Prometet. Kustum eur da sevel lochennoù pe teltennoù el liorzh (pe war ar balkonioù) anvet sukkot e koun goudor berr-pad an Hebreed en dezerzh. Dalc'het e veze e memes koulz hag eostiñ ar frouezh a fin mare al labour-douar. Padet a ra ur sizhun hag echuiñ a ra gant daou c'houel distag, Chemini Atzeret ma peder evit ma teuio ar glav ha Simc'hat Torah a glot gant fin kelc'h lenn an Torah a-raok adkomañs anezhi en-dro.

An Deizioù Hael Uhel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Studierien Chabad e Texas o terriñ yun Yom Kippour e 2019

An Deizioù Uhel (Yamim Noraim pe "deizioù an doujañs") zo kreizennet tro ar barnañ hag an digarez.

  • Roch ha-Chanah (c'hoazh Yom Ha-Zikkaron "Deiz ar C'houn", ha Yom Teruah "Deiz da lakaat ar shofar da seniñ") zo ar bloavezh nevez yuzev ("penn-bloaz" ger-ha-ger), daoust ma c'hoarvez e-pad seizhvet miz an deiziadur, miz Tishri Komañs a ra gant ar gouel-mañ ur mare a 10 devezh damantiñ a gas war-zu Yom Kippour, 10 devezh evit klask en e ene ha klask dresañ o fazioù, graet a-ratozh pe ket a-hed ar bloaz. D'an deiz-se e vez sennet ar shofar, ur c'horn maout, er sinagogenn, debret avaloù ha mel ha lavaret bennozhioù war bouedoù ispisial.
  • Yom Kippour ("Deiz an Damantiñ") zo devezh haelañ ar bloaz. Un devezh yun a-stroll eo ouzhpenn pediñ evit bezañ digarezet eus e bec'hedoù. Ar yuzevien oberiant a vez kustum da dremen an devezh er sinagogenn o tibunañ pedennoù. Ouzhpenn e teu alies yuzevien ne vezont ket ken oberiant d'an deiz-se ha yuniñ gant ar re all. An neizheur e tebrer ur pred rak-yun a-raok enaouiñ ar gouleier-koar, ar seuda mafseket. Komañs a ra servijoù an neizheur er sinagogenn gant ar pedenn Kol Nidre. Kustum eur d'en em wiskañ gant dilhad gwenn, dreist-holl evit ar C'hol Nidre, ha ne zouger ket botoù-lêr. Pedet start e vez an deiz a-bez a-raok echuiñ ar servij diwezhañ, anvet Nei'lah, o c'hwezhañ hir ar shofar.

Gouelioù "nevez"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur menorah enaouet evit Hanouka

Ar gouelioù da heul zo gouelioù "nevez", da lavaret eo n'int ket meneget en Torah. E koun darvoudoù kalz nevesoc'h, daoust ma n'eur ket sur atav hag-int c'hoarvezet da vat, int bet savet.

  • Pourim ((he) פורים Pûrîm "eurioù") zo ur gouel leun a levenez e koun disamm Yuzevien Persia a oa da vezañ lazhet gant Haman, hervez Levr Esther. D'an deiz-se e lenner e publik Meguilat Esther en ur oc'h trouz pa glever anv Haman, reiñ a reer an aluzen, debriñ a reer gwastilli bihan anvet hamantaschen, dibunañ a reer er straedoù treuzwisket ha sañset eur da vezviñ un tamm gant gwin.
  • Hanouka ((he) חֲנֻכָּה‎, ḥanuká "sakradur"), anavezet ivez dindan "Gouel ar Goueleier" a bad 8 devezh adalek ar 25 a viz Kislev. Bep noz, er gêr, e lakaer war elum goulaouennoù-koar, da gentañ unan, an deiz war-lerc'h div hag all betek enaouiñ eizh d'an noz ziwezhañ. E koun adsakradur an Templ goude brezel ar Vakabeaned, pa badas eizh devezh ul lampenn eoul a oa sañset bezañ a-walc'h evit un devezh nemetken, pezh a roas amzer d'ar veleien fardañ eoul nevez. Ne oa ket ur gouel a-bouez a-bouez gwezhall met deuet e oa da vezañ anavezetoc'h gant savidigezh Stad Israel, pa voe roet da anavezet darvoudoù "harozius" istor ar Yuzevien, hag abalamour ma kouezh tamm pe damm e memes mare ha Nedeleg.

Ticha be-Av ((he) תשעה באב‎ or ט׳ באב, "an 9vet a viz Av") zo devezh evit dougen kañv ha yuniñ e koun distrujadenn an Temploù kentañ hag eil, met ivez Skarzhadeg ar Yuzevien eus Spagn. Bez ez eus yunoù bihan all diwar-benn distrujadennoù an Templ dalc'het da zeiziadoù all.

Gouelioù israelian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa bet savet Israel e oa bet lakaet devezhioù vak ouzhpenn.

  • Yom ha-Shoah (יום השואה, yom ha-shoah "Devezh e koun ar Shoah") evit kaout soñj eus ar Yuzevien drouglazhet gant an nazied e-pad an Eil brezel bed. Lod a gav gwelloc'h aozañ un dra bennak evito d'an 10 a viz Tevet.
  • Yom ha-Zikaron (יום הזכרון , yom ha-zikaron "Devezh Koun") evit ar soudarded bet lazhet.
  • Yom ha-Atsma'out (יום העצמאות, yom ha-atzma'uth "Devezh Dizalc'hidigezh Israel").

Lidoù-buhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lidoù a vez aozet a-hed ar vuhez evit merkañ tremen an amzer ha kreñvaat an identelezh yuzev kenkoulz hag ar bezañs er gumuniezh.

  • Brit milah - Degemer e reer ar paotredigoù oadet a 8 deiz en Emglev dre lid an amdroc'h. Reiñ a reer e anv hebraek d'ar babig e-pad al lid. Ul lid-envel evit ar plac'hedigoù, anvet zeved habat (pe brit bat), a zo, met n'eo ket heuliet kement.
  • Bar ha bat mitzvah - An tremen eus ar bugaleaj d'an oad gour a c'hoarvez pa dizh ur plac'hig he 12 vloaz hag ur paotrig e 13 vloaz, e metoù reizhkredour ha mirour, 13 vloaz evit an daou e metoù ar yuzevegezh adreizhet. Lidet e vez en ur bediñ an den gour nevez (paotred nemetken evit ar reizhkredourien), da ren ar vodadeg er sinagogenn evit ur bedenn ha lenn un darn eus an Torah.
  • Dimeziñ - Un darvoud a-bouez eo er vuhez. Dalc'het e vez dindan ar c'houppah, un dell-eured a zo arouez un ti leun a levenez. E fin al lid e torr ar paotr nevez ur werenn gant e droad, arouez kañv peurbadel an Templ ha strewadur ar bobl yuzev.
  • Mervel ha dougen kañv - Ur c'hañv e meur a bazenn a zo. Ar bazenn gentañ zo anvet chiva (ger-ha-ger : "seizh", evit ar seizh devezh ma pad) ma ranker chom er gêr azezet da vezañ sikouret ha soulaset gant familh ha mignoned. An eil pazenn, shloshim (a bad ur miz) hag evit ar re o dije kollet unan eus o zud ez eus un trede pazenn avelut yud bet chodesh, a bad 11 miz.

Lenn an Torah

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un den o lenn an Torah

E-kreiz servij-pediñ pep gouel ha pep Chabat emañ lenn an Torah e publik, e-liamm ouzh lenn levrioù all an Tanac'h. E-pad ar bloaz e lenner an Torah a-bezh, gant ar c'helc'h o kregiñ bep diskar-amzer da vare ar gouel Simc'hat Torah. Lenn an Torah zo un enor a c'hell bezañ roet d'unan bennak a c'hoarvez traoù pouezus er vuhez, da skouer ganedigezh ur bugel. War-dro 13 vloaz e vez aozet ur gouel evit lidañ eur deuet war an oad hag eur gouest da heuliañ ar mitzvot e-lec'h ma lenner an Torah evit ar wezh kentañ dirak ur bodad tud, ar bar mitzva evit ar baotred hag ar bat mitzva evit ar merc'hed.

Savadurioù relijiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwezhall gozh e troe ar relijion yuzev tro-dro d'un Templ nemetañ, met distrujet e voe gant ar Romaned e 70 hag abaoe eo bet adimplijet al lec'h gant ar Gristeniezh hag an Islam. Desket o deus ar yuzevien ober gant savadurioù all evit en em vodañ ha pediñ a-stroll, anvet sinagogennoù.

Ur sinagogenn zo un ti evit pediñ ha studiañ. Ur pezh zo evit pediñ a-stroll, pezhioù bihan evit studiañ hag ur pezh all evit en em vodañ evit ur pred, un emvod pe implijoù nann-relijiel all. N'eus tamm pil-patrom ebet evit ar sinagogennoù a c'hell bezañ disheñvel-mik an eil diouzh eben diouzh ar vro, ar mare, ar gumuniezh... An Achkenazed a implij ar ger shul tra ma ra alies "temploù" eus o sinagogennoù gant al luskad adreizhet.

Sed aze un nebeud traoù boutin d'ar sinagogennoù :

  • An Ark (anvet aron ha-kodesh gant an Achkenazed hag hekhal gant ar Sefaraded) zo al lec'h ma talc'her an Torah pa ne vez ket lennet.
  • Ul leurenn uhel evit degemer an Torah hag al lenner.
  • Ar c'houlaouenn beurbadel (ner tamid), ul lampenn a vez atav war enaou evit kaout koun eus menorah an Templ.

Ouzhpenn ar sinagogennoù ez eus savadurioù all implijet gant ar yuzevien, evel ar yeshiva, ar skol war an danvezioù yuzev, hag ar mikvah, ar c'hibelloù-lid.

Lezennoù-boued : kachrout

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur preti McDonald's kacher e Buenos Aires.
Pennad pennañ : Kachrout

Anavezet eo lezennoù relijiel ar yuzevien e-keñver ar boued dindan an anv kachrout. Ar boued fardet diouzh al lezennoù-se zo anvet kacher hag ar boued n'eo ket kacher zo treifah pe treif.

Ul lodenn vras eus al lezennoù-se a bleg gant ar produioù graet gant anevaled. Da skouer, anevaled kacher zo anevaled rannet o c'harn hag a chaok o geot. An anevaled treiff anavezetañ zo moarvat ar moc'h,[60] daoust dezhañ kaout karnioù rannet ne chaok ket geot[61] Kacher e c'hell bezañ ar boued-mor ma vez angelloù ha skant dezho. Ar peurrest, evel ar sili, ar c'hranked hag ar c'hregin zo treif neuze. Ur roll laboused treif zo en Torah, met kollet eo bet talvoudegezh anv meur a spesad neuze ne ouezer ket da vat peseurt laboused zo kacher pe ket. Kustumoù zo memestra o doa dalc'het soñj eus un nebeud laboused kacher. Yer ha yer-indez zo aotreet en ur bern kumuniezhioù neuze. Kement aneval all, stleviled, divelfenneged, amprevaned zo treif.[62].

Estreget ar rannadur-se, evit bezañ lakaet da gacher, kig ha kig-yar (pas ar pesked) a rank dont eus un aneval yac'h lazhet en ur mod ispisial anvet chec'hitah. Hep an doare mat d'e lazhañ, un aneval kacher a zeu da dreif. Gant ar chechitah e klask lazhañ buan hag ar muiañ a diboan ma c'heller evit an aneval. Goude-se e ranker tennañ darnoù dic'hlann an aneval, evel ar gwad, tammoù druz hag ar mavig-kamm.[62]

Berzet eo ivez gant al lezenn yuzev debriñ kig ha laezhaj asambles ha rankout a reer gortoz ur pennad a-raok debriñ an eil pe egile goude ur pred. Cheñch a ra ar pennad-se diouzh e peseurt urzh int bet debret ha diouzh ar gumuniezh, met gallout a ra mont betek 6 eurvezh. Diazezet eo diwar ur werzenn en Torah a zifenn poazañ ur venn e laezh e vamm met da vat derevet eo ar reolenn eus an Torah dre gomz, an Talmud hag al lezenn rabbinek.[62] Tabut zo war statud ar c'hig-yar e-keñver al laezhaj, lod a zifenn meskañ an daou, lod a lavar n'eo ket ur gudenn.

Implijet listri ha fornioù gant un doare boued pe egile a c'hell lakaat boued da vezañ treif goude ma oa kacher, da skouer ma servijer boued kacher gant loaioù a oa bet e-barzh traoù treif pe asiedoù bet lakaet kig enno padal e oa bet dienn un nebeud eurvezhioù a-raok, an holl draoù-se a laka ar boued da vezañ treif.[62] Mont a ra kumuniezhioù mirour hag an holl gumuniezhioù reizhkredour pelloc'h en ur zifenn evañ produioù ar rezin aozet gant Jentiled, abalamour da gustumoù pagan kozh a implije gwin.[62]

N'eus tamm displegadenn ebet en Torah evit al lezennoù-se,[62] war-bouez ar preder bezañ glann, met klasket e oa bet reiñ un nebeud respontoù. Ar glanded lidek a vije unan anezho, evel just, ouzhpenn deskiñ en em gontrolliñ, broudañ an doujañs da volontez Doue, chom hep bezañ kri e-keñver an anevaled ha derc'hel dibarded ar gumuniezh yuzev[63]. Ar rummadoù disheñvel a lezennoù-boued a oa diorroet diwar meur a abeg disheñvel moarvat, ma ne oa ket diwar meur a abeg evit ur reolenn.

Chom bev avat zo pouezusoc'h eget an holl lezennoù bet meneget uheloc'h, evel m'eo pouezusoc'h eget an holl halac'ha[64],[65].

Lezennoù ar glanded-lid

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Taolennet eo gant an Tanac'h penaos e c'hell bezañ unan bennak glann-lid (tahor) dont da dic'hlann-lid (tamei). Degouezhioù ma c'hoarvez seurt traoù zo pa vez touchet korf unan bennak marv, pe bezioù, fluz-hadeg , fluz-forzh, amzerioù ha pa vez touchet unan bennak deuet dic'hlann abalamour d'an degouezhioù-se. Er Yuzevegezh rabbinek eo berzet d'ar Gohaned, izili ar renkad az ae da veleien da vare an Templ, mont e-barzh ur vered ha tostaat ouzh unan bennak marv[66] abalamour ma veze goulennet ganto bezañ en ur stad glann p'o doa da zebriñ o roadenn-vara (Terumah). Deuet e oa reolennoù zo stag ouzh ar roadenn-se da astenn war an holl, da skouer, gwalc'hiñ e zaouarn a-raok debriñ bara.

Glanded ar familh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un isrann eus ar reolennoù-se en deus kemeret pouez eo ar reolennoù stag ouzh glanded ar merc'hed o deus o amzerioù. Anvet eo ar reolennoù-se niddah ("dispartiañ) pe glanded ar familh. A-bouez ruz eo ar reolennoù-se evit ar yuzevien a-heul rik an halac'ha met ne vezont ket heuliet gant ar yuzevien frankizoc'h.[67]

Lakaet ez eus bet reolennoù ouzhpenn da reoù an Torah gant ar rabbined, dreist-holl en ortodoksiezh yuzev. Da skouer, e-pad an amzerioù, eo goulennet gant an Torah e chomje ur vaouez a-sav gant an darempredoù rev e-korf 7 devezh, nemet ma pad pelloc'h an amzerioù, neuze e ranko astenn ar prantad hep seks e-pad 7 devezh c'hoazh. Kendeuzet e voe an daou brantad-se gant ar rabbined a urzhias d'ar maouezed chom a-sav gant an darempredoù-rev adal ma oa kroget an amzerioù ha betek 7 devezh ur wezh echuet. Ouzhpenn d'an dra-se eo difennet d'he gwaz touchal anezhi ha kousket er memes gwele hag hi e-pad ar prantad-se. Da c'houde e c'hell ar vaouez en em c'hlannañ en ur mikve.[67] N'eo ket heuliet ar reolennoù-se gant ar Yuzevien frankizoc'h avat.

Ar Yuzevien Ethiopian a zalc'h gant kustumoù kozh o lakaat ar merc'hed da gousket e lochennoù dispartiet eus an ti hag, heñvel ouzh a c'hustumoù karait, ne zegemeront ket ar maouezed oc'h amzeriañ en o zemploù kar e rankjent chom glann. Adal m'int bet degemeret en Israel avat e teuont da kustumoù tostoc'h ouzh re ar Yuzevien all.

Heñchañ ar c'humuniezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beleien ar mare klasel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket ken bras plas ar veleien er Yuzevegezh eget ar pezh a oa a-raok 70 pa voe distrujet Templ Jeruzalem gant an arme roman kaset gant Vespazian. A-raok ar mare-se e veve ar veleien en Templ hag ober a raent war-dro an aberzhoù. N'eo ket forzh piv az ae da veleg, hêret e vez c'hoazh dre ar familh hag an dra-se zo kaoz int enoret c'hoazh hiziv an deiz daoust ma n'o deus tamm talvoudegezh evet ken. Ur bern yuzevien, dreist-holl reizhkredourien, a soñj dezho e vo ezhomm eus ar veleien en-dro pa vo savet Trede Templ Jeruzalem en amzer da zont. E-touez ar veleien ez eus :

  • Kohanim (beleg) - diskennidi Aaron, breur Moizez, a oa fiziet an aberzhiñ enno da vare an Templ. Hiziv e c'halver ur c'hohen da gentañ evit lenn an Torah, ober war-dro Bennozh ar beleg pe oberoù stag ouzh o c'harg.
  • Levidi - diskennidi Levi, mab Jakob. Da vare an Templ o doa da ganañ ar Psalmoù, da gempenn an ti, da sevel mogerioù nevez, da ziwall an ti, da sikour ar veleien hag a-wezhioù o doa da zisklêriañ al Lezenn ha kustumoù an Templ d'ar publik. Hiziv e c'halver ul levi da eil evit lenn an Torah.

Pennoù-pediñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek mare ar Mishna hag an Talmud betek bremañ ez eus bet ezhomm er Yuzevegezh eus tud arbennik evit ober war-dro lidoù zo. Ur yuzev zo gouest d'ober war-dro hogozik an holl ezhommoù war ar pediñ, met traoù zo - lenn an Torah hag an Haftarah, ar bedenn evit ar re varv, ar bennozh evit ar plac'h hag ar paotr nevez, ar bennozh-klok goude ur pred - a c'houlenn un niver-ret ar yuzevien, ar minyan, da lavaret eo dek yuzev asambles.

En ur sinagogenn, an dud arbennik pennañ eo :

  • Rabin ar gumuniezh - Un den desket karget da respont d'ar goulennoù diwar-benn al Lezenn Evit dont da rabin e ranker bezañ urzidiget gant un aotrouniezh choazet gant ar gumuniezh (d.l.e. gant ur rabin reizhkredour pe, ma vez ur gumuniezh virour pe adreizhet gant ur skol rabined). N'eo ket ret d'ur gumuniezh kaout ur rabin dre ret. Lod eus ar c'humuniezhioù o deus ur rabin met lakaet eo d'unan all d'ober evel shatz pe baal kriyah (sellet dindan).
  • C'hazzan (kantor) - ur c'hanour desket a servij da shatz. Choazet eo evit e vouezh vrav, e ouiziegezh e tonioù hengounel, e gompren eus talvoudegezh ar pedennoù ha pegen gwirion e vez pa zibun anezho. N'eo ket dav d'ur gumuniezh kaout ur c'hazzan.

Servijoù ar pedennoù yuzev a c'houlenn kaout daou berzh a c'hell bezañ, met pas atav, fiziet en ur rabin pe ur c'hazzan. Er c'humuniezhioù ma n'int ket fiziet enno e c'hell bezañ fiziet e neb a garo er gumuniezh, gant ma troio etre hec'h izili :

  • Shaliah tzibour pe shatz (penn - ger-ha-ger 'kannad' - ar gumuniezh) - karget eo da heñchañ an dud bodet evit pediñ asambles hag a-wezhioù e c'hell pediñ evit reprezantiñ ar gumuniezh, pas evit he erlec'hiañ met kentoc'h evit aesaat an traoù. Kemer a ra perzh ar gumuniezh e seurt pedennoù en ur lavaret amen e fin ar bedenn : gant al lavarenn-se e teu pedenn ar shatz da vezañ pedenn ar gumuniezh. Kement den gour gouest da bediñ sklaer ha difazi a c'hell bezañ shatz, evit ur bedenn pe belloc'h. N'eus nemet gwazed a c'hell bezañ shatz e kumuniezhioù reizhkredour hag un darn eus ar c'humuniezhioù mirour, padal e c'hell maouezed bezañ shatz ivez e kumuniezhioù araogouroc'h.
  • Baal kriyah pe baal koreh (mestr al lenn) zo karget da lenn darn sizhuniek an Torah. Goulenn a reer an hevelep koñdisionoù evit bezañ baal kriah hag evit bezañ shatz ha gallout a reer bezañ an daou. Dre vras e vez barrek unan bennak d'ober meur a berzh disheñvel el lid, met dre ma vez meur a hini barrek e vez rannet al labour etrezo.

Alies mat e vez er c'humuniezhioù (dreist-holl ar re vrasañ) :

  • ur gabbai - Gervel a ra an dud da lenn an Torah, envel a ra ur shatz evit pep servij ma n'eus ket unan anvet da gustum ha e-karg eus kemenn ar sinagogenn emañ ivez.

An tri ferzh meneget a-us a vez graet a-youl vat, hag un enor e vez. Abaoe an XVIIIvet kantved e oa bet kemeret ar boaz da groprañ rabined ha c'hazzaned da c'hoari perzh ar shatz hag hini ar baal kriyah ha gwir e chom dreist-holl e kumuniezhioù mirour hag adreizhet. E kumuniezhioù reizhkredour e vez c'hoariet ar perzhioù-se gant tud a-youl vat pep hini d'e dro. Goude ma vez alies ouzhpenn ur rabbi evit pep kumuniezh e vez gopret c'hazzaned nebeutoc'h-nebeutañ e kumuniezhioù er Stadoù-Unanet ha ral e kaver tud arbennik evit ar perzhioù all.

Perzhioù relijiel arbennik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur sofer eus Yemen o skrivañ ur roll eus an Torah.
  • Dayan (barner) - Ur rabbi urzidiget en deus heuliet studioù war ar gwir hag ezel eus ur beth din (ul lez-varn rabbinek). En Israel emañ an dimeziñ hag an torr-dimeziñ, an treiñ war-zu ar Yuzevgezh hag an tabutoù arc'hant etre daouarn seurt lezioù-barn, e-keit ma chom er gumuniezh yuzev.
  • Mohel (amdroc'her) - Un den arbennik e lezennoù an amdroc'h, bet kelennet gant ur mohel en deus tapet skiant-prenet, gouest d'ober war-dro ar brit milah (amdroc'h).
  • Choc'het (boser lidek) - Evit ma vo kacher ur c'hig bennak e rank bezañ lazhet gant ur choc'het a zo arbennik e lezennoù ar c'hachrout goude bezañ bet heuliet kentelioù gant ur choc'het all.
  • Sofer (skrib) - Rolloù an Torah, an teffilin, ar mezuzot (rolloù a stager ouzh stern an dorioù) ha gittin (aktoù an torr-dimeziñ) a rank bezañ skrivet gant ur sofer, un den arbennik e kaligrafiezh hebraek en deus bet ur stummadur strizh-kenañ war lezennoù ar skrivañ testennoù-sakr.
  • Roch Yechiva - Ur c'helenner war an Torah a ra war-dro ur yechiva.
  • Machgiac'h rouc'hani ur yechiva - Diouzh ar yechiva e c'hell bezañ unan bennak karget da wiriekaat e vez heuliet ar c'hentelioù hag e vez dereat an emzalc'h, pa c'hoazh e c'hell bezañ e-karg en em santfe mat ar studierien ha sevel lennadennoù war an etik yuzev.
  • Machgiac'h rouc'hani - Ober a ra war-dro ar produerien boued kacher, emborzhidi, pretioù ha treterourien evit bezañ sur eo kacher ar boued. Bez' e rank bezañ arbennik ar lezennoù ar c'hachrout ha bezañ heuliet kentelioù digant ur rabbi ma n'eo ket rabbi e-unan.

Istor ar Yuzevegezh a zo kazi hini ar Yuzevien e-pad an Henamzer pa ne vezont anavezet nemet dre o levrioù dastumet ez-ofisiel, danevelloù ha skridoù lennegel ur endalc'h relijiel kreñv enno. Testennoù savet gant o amezeien (Egiptiz, Asirianed, Hittited) ne reont ket kalz a daveoù d'ar religion yuzev. Er mare hellenistel e teu da vezañ Aleksandria ur gêr m'emañ kalz a Yuzevien o chom enni hag evit an abeg-se e o bet troet ar Bibl yuzev e gresianeg, Bibl an Deg ha-tri-ugent den fur a reer anezhañ.

E-kreizig kreiz an Tanac'h emañ an darempred etre Doue hag an Israelited diwar an amzerioù koshañ betek mare an Eil Templ. Hervez ar skrid e oa Abraham an Hebraad kentañ ha tad ar bobl yuzev. Evit enoriñ anezhañ abalamour d'e akt a feiz e oa bet prometet dezhañ ur mab (Izaag) ha diwar e vab diskennidi niverus a vije pobl douar Israel. O diskennidi a rankas mont da Ejipt avat e-lec'h ma oant bet lakaet da sklaved. Dieubet gant Doue ha renet gant Moizez e tegemeront Lezenn Doue e Menez Sinai dre skoulmañ un emglev. Reiñ a reas douar Israel d'E bobl ha kontañ a ra peurrest an Tanac'h pegen difeiz e c'helle ar bobl dont da vezañ met ivez pegen kreñv o feiz a c'helle bezañ darn anezho. Savet e voe ur Rouantelezh (a-raok ma voe rannet) a voe sikouret pe pinijet diouzh emzalc'h ar rouaned hag ar bobl hag un Templ a voe kreiz ar relijion yuzev e-pad kantvedoù.

Start eo gouzout penaos e oa an traoù evit gwir en amzerioù ken kozh ha dre ma n'eus nemet ur vammenn a zispleg ganedigezh relijion undoueek an Hebreed. Meneg koshañ ar ger Israel a gaver e skrid-maen Meremptah e 1203 a-raok hon mare, met o kaozeal eus brezel, pas eus relijion. An arbennigourien a zo a-du hiziv evit lavaret eo an Torah un dastumad testennoù choazet hag embannet asambles, daoust ma c'hellont en en zislavaret ur wezh lakaet kenetrezo.

Kemer a raje mammenn ar Yuzevegezh e relijion Kenaan ma kavjed Yahweh e-touez doueed all un tamm evel doueed Henc'hres[68] Beli Ejipt war Kenaan, a oa kustum da skrapañ sklaved evit he mein-gleuzioù ha mibien rouaned Kenaan evit desevel anezho evel Ejiptianiz, hag enkadenn Pobloù ar mor, gant arsailhoù pobloù estren hag emsavadegoù a-enep sistem kêrioù-Stad Kenaan, o dije roet diazez d'un emskiant dibar e-touez poblañsoù uhelderioù Kenaan, mammenn ar bobl israelit hag ar relijion yuzev.[69],[70].

Ur relijion savet evel ur respont da istor he fobl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Moizez hag ar vodenn-spern taolennet e sinagogenn Doura-Europos (244)

Hervez an enklaskoù n'haller ket prouiñ e veze azeulet Doue Israel evel Doue Nemetañ gant pobl Israel da vare ar Rouantelezh unanet ha goude, ur wezh dispartiet etre div rouantelezh, hini Israel hag hini Yehouda, ar pezh a c'heller lenn roudoù en Tanac'h. Gallout a reer krediñ e azeulent Yahweh nemetken dre vras, o krediñ e oa o doue broadel evel ma oa unan da bep pobl, hag o krediñ e oa galloudusoc'h o doue eget doue ar pobloù all[71]. Tamm ha tamm, gant choukadoù taolet d'an div vro gant an Asirianed ha Babilon e rankas an Israelited cheñch o relijion ha kavet ur respont d'o gwalleur. Komañs a reas marteze gant roue Yehouda Jozias, en doa adkavet an Torah ha lakaet ar bobl war an hent mat, hervez an Tanac'h. Sur eo e oad komañset e-pad e ren da zastum mojennoù hag hengounioù ar bobl israelit, dreist-holl ar re a denne da Egipt, ar pezh e voe mammenn an Torah.[70] Pa voe distrujet an Templ Kentañ e 587 hon mare hag harluet uhelidi rouantelezh Yehouda e kendalc'has al labour preder-se da vezañ kaset. Lod eus ar re a chomas e restachoù rouantelezh an Norzh a c'hanas ar gumuniezh samaritan a-hed an amzer.

E Babilon e voe birvilh evit kavet ur respont d'an dae evit derc'hel o identelezh gant tud Yehouda ha klask gouzout abalamour da betra ne oant ket bet gwarezet gant Doue. Mammennoù all a voe lakaet ouzhpenn en Torah d'ar mare-se, a-raok ma voent aotreet gant ar Bersed distreiñ d'o bro hag adsevel o Zempl. Skrivet e voe levrioù diwezhañ an Tanac'h d'ar mare-se. Astenn galloud ar C'hresianed war ar Reter-Nesañ a savas un dae all d'ar gumuniezh yuzev o tiwanañ : mont pelloc'h war-zu an diforc'hañ diouzh ar pobloù all pe bezañ heñvelaet. Emsavadeg ar Vakabeed a voe ur respont, relijiel ha politikel, d'ar politikerezh Seleukid. Ouzhpenn Jeruzalem ha Babilon e strewas ar gumuniezh yuzev da Egipt ha dreist-holl en Aleksandria, e-lec'h ma voe lakaet an Tanac'h e henc'hresianeg.

Da vare ar I kantved en hon mare, pa voe ar rouantelezh yuzev dindan gazelge Roma, e oa birvilh en-dro ha rannet ar Yuzevegezh e meur a sekt disheñvel : ar Fariseed, ar Sadukeed, ar Zeloted, an Esened hag ar Gristenien kentañ, an div sekt gentañ o vezañ ar re c'halloudusañ. Lakaat a rae pouez ar Fariseed war an Torah dre gomz, da lavaret eo an holl gustumoù a oa bet treuzkaset dre ar gaoz abaoe, hervezo, amzer Moizez. Nac'het e oa kement-se gant ar Sadukeed ne gemerent nemet an Torah evel sakr. Eus ar sektoù-se ne chomas nemet ar Gristeniezh, a droc'has he darempredoù ouzh ar Yuzevegezh, hag ar Fariseed a voe mammenn ar Yuzevegezh rabbinek. Emsavadeg veur ar bloavezhioù 66-73 a dorras lusk Yuzevegezh an Templ dre ma voe distrujet Templ Jeruzalem gant ar Romaned. An darvoud-se, ha kastizoù all bet kemeret goude emsavadeg Bar-Kokhba (a darzhas etre 132 ha 136 pa voe divizet adenvel Jeruzalem e Aelia Capitolina ha sevel un templ en enor da Yaou war Menez an Templ), evel difenn an amdroc'h, studiañ an Torah ha skarzhañ ar Yuzevien eus Yehouda (a voe diverket eus anv ar proviñs hag erlec'hiet gant Palestina) a roas taolioù c'hoazh d'ur relijion ha d'ur bobl a rankas kavet doareoù all da genderc'hel da vezañ.

Paouez a reas ar Yuzevegezh da vezañ aozet tro-dro da lidoù an Templ d'ar mare-se ha kemmet e voe evit bezañ savet tro-dro d'ur gumuniezh vihan (da nebeutañ dek den gour) harpet gant un den gouiziek ha desket war al lezenn, tra ma voe erlec'hiet an aberzhoù gant ar bedenn. Dre aon e vije ankounac'haet darnoù eus an Torah dre gomz abalamour d'an heskinerezh e komañsjod d'ar mare-se da lakaat anezhi dre skrid e war-dro 200 eus hon mare, da gentañ ar ar Mishnah gant Yehuda haNashi. E-pad an tri c'hantved da heul e voe dastumet tammoù all eus al lezenn dre gomz evit sevel ar Gemara ha diwar an daou skrid, an Talmud. Kentidik e oa ar Gemara eus div greizenn veur ar Yuzevegezh, Yehouda ha Babilonia[72]. An Talmud koshañ a oa na hini savet tro-dro da skol Jeruzalem er IVe kantved padal e oa bet savet Talmud Babilon diwezhatoc'h adalek Vvet kantved diwar divizoù e skolioù rabined ar gêr vras.

An diaspora : etre unaniezh speredel ha diforc'hioù sevenadurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour da zivizoù ar Romaned e kendalc'has ar Yuzevien da strewiñ dre an impalaeriezh met ivez er-maez (Mezopotamia, Arabia...). Diouzh o lec'h bevañ e tiforc'has ar Yuzevien etre sevenadurioù disheñvel : an Achkenazed en Europa an norzh hag ar reter, merket gant o darempredoù gant ar sevenadur gristen; ar Sefaraded, da gentañ e Spagn ha Portugal, da c'houde en Afrika an Norzh hag e reter ar mor Kreizdouarel, merket gant ar sevenadurioù kristen ha muzulman ; ar Beta Israel en Etiopia, Yuzevien Yemen e penn pellañ gourenez Arabia met ivez Yuzevien Kochin en India, e-touez strolladoù all. Diorren a reas ar strolladoù-se doareoù disheñvel da lidañ o feiz hag a-wezhioù e tegemeront testennoù disheñvel en o c'hanon, met savet e voe an diforc'hioù-se dre ma oant pellik a-walc'h diouzh kreiz ar Yuzevegezh rabinek ha n'eo ket abalamour da dabutoù war kalon ar feiz.

Lod eus ar strolladoù-se a c'houzañvas an enep-yuzevouriezh, dreist-holl er broioù hêr d'an Impalaeriezh roman. Eus un heskinerezh politikel a teujod d'un heskinerezh relijiel a-feur ma voe kristenaet an Impalaeriezh hag Europa hag e voe taget ar Yuzevien abalamour da sav-boent an Iliz warno[73] An heskinerezh-se a gemeras stumm muzulioù mezhekaat, skarzhadegoù, lazhadegoù, getoadur ha, dre vras, un diouer a ingalded a-fet gwirioù. Er broioù muzulman e voe gwarezetoc'h ar Yuzevien[74] met ne viras ket outo bezañ gwallgaset mare pe vare.[75].

En VIIIvet hag en IXvet kantved avat e voe nac'het gant yuzevien zo aotrouniezh hag awen doueel al Lezenn dre gomz evel ma oa skrivet er Mishnah hag astennet gant an Talmudoù, o kemer harp war an Tanac'h, gant ur preder tost a-walc'h diouzh hini ar Sadukeed. Ar strolladoù-se (Isunianed, Yudganed...) a savas o hengoun dre gomz dezho, disheñvel diouzh hini ar Yuzevegezh rabbinek, evit genel luskad ar Garaegezh.

Yuzevegezh ha modernelezh : luskadoù o tiwanañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur vez er pezh a oa bered yuzev Saloniki e Gres

Ar C'hasidegezh a voe savet gant Yisroel ben Eliezer (1700-1760), brudet dindan al lesanv Ba'al Shem Tov, evel ur respont d'un amzer start a voe heskinet ar Yuzevien en Europa ha pa voent troet muioc'h-mui war-zu studial an Talmud. Tud zo a gave dezho e oa deuet ar relijiel da vezañ un tamm re troet war-zu ar studi ha ne veze ket lakaet a-walc'h a-bouez war ar speredelezh na war al levenez. Klask a reas neuze aozañ gant e zeskidi lec'hioù-buhez, anvet shtiebel a voe ul lec'h evit pediñ par d'ar sinagogennoù met ivez ul lec'h d'en em vodañ da gaout plijadur asambles en ur rannañ ur pred, dañsoù, o taremprediñ tud.[76] Tamm ha tamm e strewas an doare nevez-se da Europa a-bezh dre ma oa aes da heuliañ, ne oa netra start da zeskiñ, ne oa ket da emezelañ start el luskad-se hag e veze rannet plijadur.[76] Doare-bevañ meur a yuzev eus Europa ar reter e teuas da vezañ a-raok strewiñ d'ar Stadoù-Unanet adalek ar bloavezhioù 1880. Al luskad e-unan a embannas ne oa ket nevez, met ne rae nemet adfreskaat ar Yuzevegezh. Lod eus ar Yuzevien a savas a-enep al luskad avat, gant aon e teuje da vezañ mesiazek abalamour d'ar pouez roet d'an dud santel ha d'o mirakloù.

En XVIIIvet kantved} e voe merket Europa gant ul luskad prederouriezh, sokial ha politikel anvet ar Sklêrijennoù. Al luskad-se, abalamour d'e breder war statud an dud dre vras, a wanaas un nebeud eus an arabadoù stag ouzh ar Yuzevien da zaremprediñ un deskadurezh nann-relijiel. A-drugarez da hag a-gevred gant al luskad-se e tiwanas ul luskad sklêrijennoù yuzev anvet an Haskalah en Europa-kreiz hag en Europa ar reter, o respontoù d'ar frankizoù gounezet pe war-nes bezañ gounezet. Lakaat a reas pouez war an ezhomm bezañ ezel eus ar gevredigezh lik ha war un deskadurezh nann-relijiel. Dre ma voe prometaet e vijent an dishualañ politikel e tilezas forzhig Yuzevien o relijion evit bezañ ebarzhet en Europa gristen. Sevel a reas luskadoù nevez diwar-neuze evit respont d'an dae-se.

Da gentañ e kreiz Europa, met da c'houde e Rouantelezh-Unanet hag e Stadoù-Unanet e voe roet lañs d'al luskad adreizhet (pe frankizour) a wanaas ar redioù relijiel - dreist-holl ar re diwar-benn an darempredoù etre Yuzevien ha Jentiled - hag a glaskas desachañ tud en ur zezrevelliñ al lidoù protestant. E respont d'an dra-se e voe savet al luskad reizhkredour modern gant luskerien a soñje e c'helle ar Yuzevien kemer perzh e buhez foran o bro en un doare kevatal d'ar geodedourien all en ur zoujañ d'an halac'ha. D'ar memes mare e voe sikouret gant al luskad adreizhet Yuzevien reizhkredour a-fet lid met a lenne an Torah hag an Talmud gant ul lagad buruteller da sevel ur skol-rabinek evit ar c'humuniezhioù a-orin Europa ar reter. Asambles gant rabined adreizhet a sante ne oa ket da zilezel al Lezenn penn-da-benn e savjont al luskad mirour. Ar Yuzevien reizhkredour a chome er-maez eus an haskalah a voe anvet haredim. Abaoe ur c'hantved bennak ha dreist-holl goude an Eil Brezel Bed ha savidigezh Stad Israel e klask al luskadoù-se desachañ tud diwar metoù ar Yuzevegezh hengounel.

Hiziv an deiz ez eus kalzig a Yuzevien en Israel, ar Stadoù-Unanet, Kanada, ar Rouantelezh-Unanet, Arc'hantina ha Suafrika met n'eo ket oberiant an holl. Hervez embannadur 2001 ar Sontadeg poblañs yuzev vroadel (National Jewish Population Survey) kaset en eil poblañs yuzev niverusañ er bed, hini ar Stadoù-Unanet, 4.3 milion a yuzevien diwar 5.1 milion o dez darempredoù gant ar relijion[77] Diwar an niver-se, 80% a veze oberiant mare pe vare met 48% nemetken a oa ezel eus ur gumuniezh ha nebeutoc'h eget 16% a veze oberiant en un doare reoliek.[78].

Yuzevegezh ha relijionoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kristeniezh ha Yuzevegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sinagogenn Santa María la Blanca e Toledo, bet lakaet da iliz gristen goude ur pogrom e 1391.

Da gentañ-penn e oa ar Gristeniezh ur sekt eus Yuzevegezh an Eil Templ met kemer a reas buan un hent all, ken abred ar I kantved. An diforc'hioù etre an div relijion a oa diazezet kentoc'h war gouzout hag-eñ e oa Jezuz Nazaret ar mesiaz pe ket, met disheñvelderioù all a vrasaas ar fozell etre an div feiz, dreist-holl e-keñver natur ar mesiaz, ar pec'hed hag an damantiñ, statud gourc'hemennoù Doue da Israel hag an hini donañ, natur Doue e-unan. Abalamour d'an disheñvelderioù-se e vez gwelet ar Gristeniezh evel ur shituf (azeulerezh Doue Israel n'eo ket undoueek) gant ar Yuzevegezh. Ar Gristeniezh eus he zu a wele ar Yuzevegezh evel un dra eus an amzer dremenet gant an emglev nevez bet anavezet ganto, ha pobl an Iliz he dije erlec'hiet pobl Israel en emglev-se. Doueoniezh an Emglev-doubl zo bet savet e metoù kristen zo goude ur preder war levezon an doueoniezh kristen war an ideologiezh nazi hag ar Shoah[79].

Er Grennamzer e oa bet embannet gant an Iliz katolik roman an diell Constitutio pro Judæis (Diskleriadenn ofisiel war ar Yuzevien) a lavare

Embann a reomp ne c'hell den kristen ebet implijet feulster da rediañ anezho d'ar badeziant, e-keit ma ne fell ket dezho. ... Hep barnerezh digant aotrouniezh politikel ar vro ne c'hello den kristen ebet krediñ gloaziañ anezho pe laerezh o arc'hant pe cheñch ar c'hustumoù mat o doa bevet mat ganto betek-henn el lec'hioù ma vezont o chom[80].

Betek o dishualañ e fin an XVIIIvet hag e-kerzh an XIXvet kantved e oa suj ar Yuzevien e broioù kristen da lezennoù mezhekaus savet evit ober harzoù d'ar pezh o doa droed d'ober. En o zouez e kaved reolennoù diwar-benn ar mod d'en em wiskañ, ha dreist-holl ar redi da lakaat un arouez bennak war o dilhad (Steredenn velen pe Tog yuzev), reolennoù diwar-benn ar mont-ha-dont e kêrioù ha kêriadennoù zo ma ne oa ket karterioù zo a ranked chom enno atav (ghettoioù) ha reolennoù evit berziñ d'ar Yuzevien kaout micherioù zo. Savet e veze tailhoù a-ratozh evito ivez kenkoulz hag e vezent skarzhet eurs ar vuhez foran, pa ne veze ket miret outo da lidañ pe da gaozeal o yezh. Mont pelloc'h a reas broioù zo ha skarzhañ a rejont ar Yuzevien eus o douaroù evel e Breizh e 1274, e Bro-Saoz e 1290 (degemeret e voent en-dro adalek 1665) ha Spagn e 1492 (degemeret e voent en-dro adalek 1868). E Bed-Nevez e voe suj ar Yuzevien d'an hevelep reolennoù hag er C'hevandir kozh. Ar Frañs dispac'hel a voe ar vro gentañ o reiñ gwirioù klok d'ar Yuzevien, ul lusk a badas an XIXvet kantved a-bezh.

Merket e voe buhez ar Yuzevien en douaroù kristen gant tamalloù a zrouglazh lidek, skarzhadegoù, tuadurioù rediet ha lazhadegoù. An arguzennoù kristen a-enep ar Yuzevegezh bet savet adalek ar c'hantvedoù kentañ ha kreñvaet da c'houde a voe heuliet gant muzulioù a zrougziforc'hiezh a vroudas kasoni a-enep ar Yuzevien, kreñvaet gant levezon ar c'helenn kristen en arzoù[81], betek broudañ feulsterioù a gasas d'ar feulster vrasañ bet graet gant tud kristen (darn anezho) a-enep ar Yuzevien : ar Shoah[82],[83] Koulskoude, ilizioù kristen zo (Protestantiezh, Iliz katolik[84] met ivez Quaker ha Testoù Jehovah) bet heskinet gant an nazied a glaskas sikour ar Yuzevien.[85].

Cheñch a reas emzalc'hioù ar Gristenien hag an Ilizioù kristen war-zu ar Yuzevien da c'houde an Eil Brezel Bed. Embannet e voe gant an Iliz katolik hag ar pab Yann-Baol II e tegemerent "dilenn peurbadel ha kendalc'hus ar bobl yuzev" kenkoulz hag adembannadur an emglev etre Doue hag ar Yuzevien[86] E miz Kerzu 2015 e voe embannet gant ar Vatikan un diell a vroude, e-mesk traoù all, ar Gristenien da stourm a-enep an enebyuzevegezh.[87].

Islam ha Yuzevegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sinagogenn Ben Ezra e Kaero, Ejipt

En Abraham e kav an div relijion o orinoù : akord eo an daou hengoun e teu ar bobl yuzev diwar Izaag hag ar bobl arab diwar Ishmael, mibien Abraham. Goude m'eo div relijion undoueel ez eus kalz heñvelderioù kenetrezo e ziforc'hont war plas Jezuz ha Mahomed : n'int ket profeted hervez ar yuzevien. Adalek orinoù an Islam er VIIvet kantved ez eus darempredoù etre feizidi an div relijion, gant mareoù startoc'h pe welloc'h : ar mare etre 712 betek 1066 en Al-Andalus a oa bet anvet "Oadvezh aour ar sevenadur yuzev". Evel izili all eus relijionoù undoueel e voe lakaet ar Yuzevien dindan statud dhimmi, aotreet da lidañ o relijion ha d'ober war-dro o aferioù diabarzh met suj da reolennoù ouzhpenn, da skouer paeañ un tailh ispisial (Jizya), berzet da zougen armoù pe da vezañ test e prosezoù ar vuzulmaniz. Kalz eus lezennoù an dhimmied a oa aroueziel kenañ, evel ar redi da wiskañ dilhad disheñvel (un redi ne gaver ket er C'hoan nag en haditoù met ijinet e Bagdad hep bezañ lakaet e pleustr sirius-sirius). N'haller ket lavaret e oa dieub Yuzevien ar bed arab ha muzulman eus an heskinerezh a veve o c'hendirvi en Europa kristen : kalzig a voe lazhet, harluet pe troet dre heg e Persia en XIIvet kantved pe gant renerien Al-Andalus ha Norzhafrika, an Almohaded d'ar memes mare, kenkoulz hag e Yemen er XVIIvet kantved. Diouzh al lec'h hag an amzer e voe berzet d'ar Yuzevien bevañ el lec'h ma felle dezho, da skouer e Maroko adalek ar XVvet kantved.

Adalek kreiz an XXvet kantved e voe skarzhet hogozik an holl Yuzevien eus ar broioù arab[88],[89],[90] e-liamm gant ar c'hasoni bet maget goude krouidigezh Israel, lec'h ma'z eas forzhig eus ar Yuzevien-se da vevañ. Hiziv c'hoazh ez eus plas da bropaganda enep-yuzev e luskadoù islamour evel Hamas pe Hezbollah ha broioù zo evel Iran zoken, asambles gant nac'h ar Shoah[91].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Judaism 101, ul lec'hienn glok evit respont d'an holl c'houlennoù.

Reizhkredouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mirouriezh-Masorti

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reformet-Araokouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (he) An Tanac'h, klok, gant bogalennoù.
  • (fr) (en) (he) (yi) An Talmud enlinenn, klok, gant evezhiadennoù aodio eus ur savboent reizhkredour, e peder yezh.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Jacobs, Louis (2007). "Judaism". In Fred Skolnik (ed.). Encyclopaedia Judaica. 11 (2d ed.). Farmington Hills, MI: Thomson Gale. p. 511. ISBN 978-0-02-865928-2. "Judaism, the religion, philosophy, and way of life of the Jews."
  2. Berkley Center, « Judaism », [diell]. Lennet d'an 12 a viz Ebrel 2020
  3. Berman Jewish Databank, « 2015 World Jewish Population », 2015. Lennet d'an 12 a viz Ebrel 2020
  4. (en) Sarna, Nahum M. (1966). Understanding Genesis. Schocken Books. pp. 9–10, 14. ISBN 9780805202533.
  5. (en) Neusner, Jacob (2003). "Defining Judaism". In Neusner, Jacob; Avery-Peck, Alan (eds.). The Blackwell companion to Judaism. Blackwell. p. 3. ISBN 978-1-57718-059-3
  6. Geneliezh 17:3-8 ha Geneliezh 22:17-18
  7. Ermaeziadeg 20:3 "N'az po ket doueed all dirazon" ; Adlezenn 6:5 "Hag e kari an Aotrou, da Zoue, a holl galon, a holl ene, a holl nerzh"
  8. Leviegezh 19:18 "Ne klaski ket dial, n'az po ket droukrañs ouzh mibien da Bobl, karout a ri da nesañ eveldout : me eo an Aotrou"
  9. 9,0 9,1 ha9,2 (en) Kadushin, Max 1972 The Rabbinic Mind New York: Bloch Publishing.
  10. Levrioù ar Rouaned ha Levr Izaia
  11. (en) Newman, Carey C.; Davila, James R.; Lewis, Gladys S., eds. (1999). The Jewish roots of Christological monotheism: papers from the St. Andrews conference on the historical origins of the worship of Jesus. Brill. ISBN 978-90-04-11361-9.
  12. (en) Steven Maimes, « Is there a Jewish Theology or not? », 2013
  13. (en) Daniel Septimus, « Must a Jew believe in God? », My Jewish Learning. Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
  14. (en) Steinberg, Milton 1947 Basic Judaism New York, Harcourt Brace Jovanovich. p. 36
  15. (en) Judaism 101, « Movements of Judaism ». Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
  16. (en) Langton, Daniel R. (2011). Normative Judaism? Jews, Judaism and Jewish Identity. Gorgias press.
  17. 13 pennaenn ar feiz Maimonidez "Hogen, ma nac'h unan eus ar pennaennoù-se ez a er-maez eus ar vroad ha nac'her ar pennaennoù eo hag ober a reer nac'her hag heretik anezhañ"
  18. 18,0 18,1 ha18,2 (en) Daniel Septimus, « The Thirteen Principles of Faith », My Jewish Learning. Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
  19. (en) Sheloshah-Asar Ikkarim - The Thirteen Principles of the Jewish Faith, Hebrew4Christians. Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
  20. (en) Torah 101, « What Do Jews Believe? ». Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
  21. (en) Judaism 101, « Rabbis, Priests, and Other Religious Functionaries ». Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
  22. (en) Judaism 101, « What Do Jews Believe? ». Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
  23. (en) Judaism 101, « The Patriarchs and the Origins of Judaism ». Lennet d'ar 27 a viz Ebrel 2020
  24. M. San 10:1 Testenn saoznek
  25. Wojciech Kosior, « Some Remarks on the Self-Images of the Modern Judaism. Textual Analysis » e Academia. Lennet d'an 28 a viz Ebrel 2020
  26. Holl venegoù eus ar Bibl e brezhoneg zo bet tennet diouzh Ar Bibl troet e brezhoneg (2018), kenaozet gant Job Lec'hvien
  27. Eliezer Danzinger, « How Many of the Torah's Commandments Still Apply? », Chabad. Lennet d'an 12 a viz Ebrel 2020
  28. Codex Judaica Kantor 2006, p. 146"
  29. (he) Abraham ben David, Seder Ha-Kabbalah Leharavad, Jeruzalem 1971, p.16
  30. Gil Student, « The Oral Law », The AishDas Society. Lennet d'an 12 a viz Ebrel 2020
  31. (en) Neusner, Jacob 2003 Invitation to the Talmud Stipf and Son, Oregon xvii–xxii
  32. (en) Stern, David "Midrash and Indeterminacy" in Critical Inquiry, Vol. 15, No. 1 (Autumn, 1988), p. 151.
  33. (en)Neusner, Jacob 2003 Invitation to the Talmud Stipf and Son, Oregon xvii-vix;
    (en) Steinsaltz, Adin 1976 The Essential Talmud New York: Basic Books. 3–9;
    (en) Strack, Hermann 1980 Introduction to the Midrash and Talmud New York: Atheneum. 95;
    (en) Stern, David "Midrash and Indeterminacy" in Critical Inquiry, Vol. 15, No. 1 (Autumn, 1988), pp. 132–161
  34. (en) Stern, David "Midrash and Indeterminacy" in Critical Inquiry, Vol. 15, No. 1 (Autumn, 1988), p. 147.
  35. (en) Cohen, Abraham 1949 Everyman's Talmud New York: E.P. Dutton & Co. xxiv;
    (en) Steinsaltz, Adin 1976 The Essential Talmud New York, Basic Books. 222;
    (en) Strack, Hermann 1980 Introduction to the Midrash and Talmud New York: Atheneum. 95
  36. (he)סדור רינת ישראל לבני חוײל Jerusalem: 1974, pp. 38–39
  37. (en) Penn-Rabbi Sir Jonathan Sacks, 2006 The Koren Sacks Siddur: Hebrew/English Prayer Book: The Authorized Daily Prayer Book of the United Hebrew Congregations of the Commonwealth London: Harper Collins Publishers pp. 54–55
  38. (en) Rabbi Schneur Zalman of Liadi, Nissen Mangel, 2003 Siddur Tehillat Hashem Kehot Publication Society. pp. 24–25
  39. (he) Steve Mason, « Methods and Categories: Judaism and Gospel », The Bible and Interpretation. Lennet d'an 29 a viz Ebrel 2020
  40. (en) Skarsaune, Oskar (2002). In the Shadow of the Temple: Jewish Influences on Early Christianity. InterVarsity Press. pp. 39ff. ISBN 978-0-8308-2670-4.
  41. (en) Shaye J.D. Cohen 1999 The Beginnings of Jewishness: Boundaries, Varieties, Uncertainties University of California Press. 105–106. Rannbennad lakaet e brezhoneg a-ratozh evit ar pennad.
  42. Frañsez Favereau, « YUZEVIEZH- /jyze'wijəz\s/, /\'viɛz\s/, /yzeɥiɛh\x/ b.-où judaïcité. », p. 14. Lennet d'an 29 a viz Ebrel 2020
  43. Frañsez Favereau, « JUDAÏSME (13° < lat eccl.) YUDEVEREZH m.-ioù », p. 21. Lennet d'an 29 a viz Ebrel 2020
  44. Frañsez Favereau, « JUIF,-VE (10° judeu < lat-gr / hebr. Yehudi; C. Yuzeau, GR Juzéau / Yuzéau, Yuzevyen < Yuzeff &NL Keruzeau Go, NF Uzéau – gall Iddew) YUZEV* / JUZEWem.-ien f.1: e vamm a oa Yuzevez,Doue ar Yuzevien ; Juif errant – GR ar Boudedéau)BOUDEDEO m. (diwezañ den beo Ph & rimes) », p. 22. Lennet d'an 29 a viz Ebrel 2020
  45. Yann-Fañch Kemener, « Ar Jouis », Roudennoù / Traces e Youtube, Coop Breizh, 2018
  46. (en) Boyarin, Daniel (1994). "Answering the Mail". A radical Jew: Paul and the politics of identity. Berkeley, California: University of California Press. ISBN 978-0-520-08592-3. "Jewishness disrupts the very categories of identity, because it is not national, not genealogical, not religious, but all of these, in dialectical tension with one another."
  47. (en) Torah.org, « What is the source of the law that a child is Jewish only if its mother is Jewish? ». Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
  48. (en) The Karaite Korner, « Ask the Karaite: Karaite FAQ ». Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
  49. (en) Rebecca Weiner, « Who is a Jew? », Jewish Virtual Library. Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
  50. (fr) Sav-boent al luskad mirour e Frañs war kudenn an troadur Judaïsme Massorti, « Vos conversions sont elles reconnues par le consistoire ? ou en Israël ? ». Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
  51. (en) Samuel G. Freedman, « Strains Grow Between Israel and Many Jews in the U.S. », The New York Times, 6.02.2015. Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
  52. (en) Heschel, Susannah (1998) Abraham Geiger and the Jewish Jesus. Chicago: University of Chicago Press. p. 157. ISBN 0-226-32959-3
  53. (en) Ministrerezh israelian an Aferioù etrevroadel, « Law of Return 5710-1950 [diell] ». Lakaet en linenn d'2007, lennet d'an 2 a viz Mae 2020
  54. (en) Jacob, Walter (1987). Contemporary American Reform Responsa. Mars, PA: Central Conference of American Rabbis. pp. 100–106. ISBN 978-0-88123-003-1.
  55. Masorti World, « Torah MiSinai : Conservative Views », 13.07.2007 [diell]. Lennet d'an 13 a viz Ebrel 2020
  56. (en) Jewlicious, « Conservative Judaism », 16.06.2005. Lennet d'an 13 a viz Ebrel 2020
  57. (en) Daniel J. Elazar, « Can Sephardic Judaism be Reconstructed? », Jerusalem Center For Public Affairs. Lennet d'an 13 a viz Ebrel 2020
  58. (en) Elliot Jager, « Sephardi Judaism Straining to Stay Non-Denominational », Jerusalem Post, 17.11.2017. Lennet d'an 13 a viz Ebrel 2020
  59. (en) Judaism 101, « Shabbat ». Lennet d'ar 14 a viz Ebrel 2020
  60. (en) Meaningful Life, « The Kosher Pig? ». Lennet d'an 20 a viz Ebrel 2020
  61. (en) Oukosher.org [diell], « Tamar Levy, St. Louis, MO – Block Yeshiva High School, Grade 9 ». Lennet d'an 20 a viz Ebrel 2020
  62. 62,0 62,1 62,2 62,3 62,4 ha62,5 (en) Judaism 101, « Kashrut: Jewish Dietary Laws ». Lennet d'an 20 a viz Ebrel 2020
  63. (en) ReligionFacts, « Kosher ». Lennet d'an 20 a viz Ebrel 2020
  64. (en) Jewish Mag, « Remembering Life in England during World War II ». Lennet d'ar 21 a viz Ebrel 2020
  65. (he) Dr. Ezekiel Liechtenstein, « מספר 805 », אוניברסיטת בר-אילן הפקולטה למדעי היהדות. Lennet d'ar 21 a viz Ebrel 2020
  66. (en) Avi Kehat, « SHEYIBANEH BEIT HAMIKDASH... [diell] ». Lennet d'ar 21 a viz Ebrel 2020
  67. 67,0 ha67,1 (en) Judaism 101, « Kosher Sex ». Lennet d'ar 21 a viz Ebrel 2020
  68. (en) John Day Yahweh and the Gods and Goddesses of Canaan, p. 68.
  69. (fr) AGUT, Damien ; MORENO-GARCIA, Juan Carlos. 2016. L'Egypte des Pharaons : De Narmer à Dioclétien (3150 av. JC - 284 ap. JC. Dastumadeg Mondes Anciens, dindan renerezh Joelle Cornette. Paris. Belin. (ISBN 978-2-7011-6491-5)
  70. 70,0 ha70,1 (en) FINKELSTEIN, Israel ; SILBERMAN, Neil Asher. 2002. The Bible Unearthed: Archaeology's New Vision Of Ancient Israel S&S International. (ISBN 978-0684869131)
  71. (en) BRIGHT, Joh., 2000.A History of Israel Westminster John Knox Press.
  72. (en) Wilhelm Bacher, « TALMUD », Jewish Encyclopedia. Lennet d'ar 5 a viz Mae 2020
  73. (en) Langmuir, Gavin (1993). History, religion, and antisemitism. University of California Press. (ISBN 978-0-520-07728-7).
  74. (en) Mark Cohen, « Neo lachrymose Conception of Jewish-Arab History », Tikkun 6,3 [diell], 1991. Lennet d'ar 6 a viz Mae 2020
  75. (en) Amira K. Bennison ha María Ángeles Gallego. Jewish Trading in Fes On The Eve of the Almohad Conquest. MEAH, sección Hebreo 56 (2007), 33–51
  76. 76,0 ha76,1 (en) Stampfer, Shaul. How and Why Did Hasidism Spread?. The Hebrew University of Jerusalem.
  77. (en) Steven M. Cohen, Frank Mott, Lorraine Blass, Jim Schwartz, Jonathon Ament, Vivian Klaff, Laurence Kotler-Berkowitz, « 2000-01 National Jewish Population Survey (NJPS) », Berman Jewish Databank, 2001. Lennet d'ar 6 a viz Mae 2020
  78. (en) Humphrey Taylor, « While Most Americans Believe in God, Only 36% Attend a Religious Service Once a Month or More Often », Harris Interactive, 2003. Lennet d'ar 6 a viz Mae 2020
  79. (en) R. Kendall Soulen, The God of Israel and Christian Theology, (Minneapolis: Fortress, 1996) ISBN 978-0-8006-2883-3
  80. (en) Baskin, Judith R.; Seeskin, Kenneth (12 July 2010). The Cambridge Guide to Jewish History, Religion, and Culture. Cambridge University Press. p. 120. ISBN 9780521869607.
  81. (en) Pieter van der Horst (atersadenn), « The Origins of Christian Anti-Semitism », Jerusalem Center for Public affairs, 5.05.2009. Lennet d'ar 26 a viz Ebrel 2020
  82. (en) Richard Harries. After the evil: Christianity and Judaism in the shadow of the Holocaust. Oxford University Press, 2003. ISBN 978-0-19-926313-4
  83. (en) Lucy Dawidowicz The War Against the Jews, 1933–1945. First published 1975; this Bantam edition 1986, p. 23. ISBN 0-553-34532-X
  84. (en) Gill, Anton (1994). An Honourable Defeat; A History of the German Resistance to Hitler. Heinemann Mandarin. 1995 paperback ISBN 978-0-434-29276-9; p. 57
  85. Gottfried, Ted (2001). Heroes of the Holocaust. Twenty-First Century Books. pp. 24–25. ISBN 9780761317173.
  86. Wigoder, Geoffrey (1988). Jewish-Christian Relations Since the Second World War. Manchester University Press. p. 87. ISBN 9780719026393.
  87. Vatican News, « Pope emeritus Benedict: Dialogue with the Jews, not mission », 27.11.2018. Lennet d'ar 26 a viz Ebrel 2020
  88. (en) Ya'akov Meron, « Why Jews Fled the Arab Countries », Middle East Forum, Gwengolo 1995. Lennet d'ar 26 a viz Ebrel 2020
  89. (en) Jerrold Nadler, « Recognize Jews as Refugees From Arab Countries », Haaretz, 12.09.2012. Lennet d'ar 26 a viz Ebrel 2020
  90. (en) Esther Meir-Glitzenstein, « The Truth About the Expulsion », Haaretz, 09.10.2020. Lennet d'ar 26 a viz Ebrel 2020
  91. (en) Bernard Lewis, « Muslim Anti-Semitism », Middle East Forum, Even 1998. Lennet d'ar 26 a viz Ebrel 2020