Mont d’an endalc’had

Istor Belize

Eus Wikipedia
Stumm eus an 14 Mez 2022 da 16:03 gant VIGNERON (kaozeal | degasadennoù) (A-raok donedigezh [[Europa|Europiz]]: erlec'hiañ, replaced: |vignette| → |thumb| using AWB)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Temploù Altun Ha

Meur a vil bloaz zo e krogas an Istor e Belize.

A-raok donedigezh Europiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Belize, 1831

Er rannved m'emañ Belize e veve ar bobl vaya. Ganet e voe ar sevenadur maya e ledenez Yucatan, hag alese en em ledas etrezek ar c'hreisteiz, Belize a vremañ, etre ar XVIvet hag ar IVvet kantved kent JK.
Gounideien-douar e oa ar Vayaed. Ed-Turki, fav, pebr, kakao a c'hounezent. Dre ma'z ae o sevenadur war ziorren e voe savet ganto tier mein. O matematik hag o steredoniezh a oa pell dirak re ar pobloù all.

E Belize e kaver kêrioù maya evel Altun Ha, Caracol, Cahal Pech, Lamanai, Lubaantun, Nim Li Punit, Santa Rita, ha Xunantunich.

Kentañ darempred gant Europiz a voe e 1502, pa verdeas Kristol Goulm a-hed aodoù Belize, hep aochañ avat.