Mont d’an endalc’had

Robert Wiedemann Browning

Eus Wikipedia
Stumm eus an 15 C'hwe 2022 da 08:02 gant VIGNERON (kaozeal | degasadennoù) (→‎top: esaouenn using AWB)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Robert Wiedemann Barrett Browning lesanvet Pen Browning (9 a viz Meurzh 1849 e Firenze - 8 a viz Gouere 1912 en Asolo) a oa ul livour hag ur buruteller arzoù breizhveuriat, mab ar barzh ha skrivagner Robert Browning hag ar varzhez Elizabeth Barrett Browning. Diskouezet e voe e oberennoù e Londrez, er Royal Academy, er Grosvenor Gallery hag en Hanover Gallery.

Before a Mirror
gant Pen Browning

Goude marv e vamm e 1861 e voe kaset Browning da Vreizh-Veur ma studias er Christ's College. Goude-se e teskas livañ, kizellañ ha tresañ en Antwerpen gant Jean Arnould Heyermans a-douez tud all. Goude-se ez eas da Bariz, m'en em stalias gant e dad hag e voereb. E 1885 e kejas ouzh an Amerikanez Fanny Coddington, hag e timezjont e 1887[1].

  1. New York Times, 25 a viz Here 1887

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]