Mont d’an endalc’had

Ruzell

Eus Wikipedia
Stumm eus an 13 Ebr 2020 da 16:46 gant Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Ar ruzell zo ur c'hleñved a daper aes-tre diwar viruz ar ruzell. Simptomoù a ziwan etre 10 ha 12 deiz goude bezañ bet kontamnet ha padout a ra etre 7 ha 10 devezh. Komañs a ra alies gant terzhienn (ouzhpenn 40° alies), paz, ar fri o tiveriñ ha tanijenn an daoulagad. Goude daou pe dri deiz e c'hell dont poentoù gwenn e genoù an hini klañv. Plakoù ruz a ziwan neuze war ar bizaj a-raok mont d'ar c'horf a-bezh goude un nebeud devezhioù. Alies e c'heller bezañ tapet ivez gant an dipadapa, an droug-skouarn hag ur bneumoniezh. Ne varver ket kalz ken diwar ar c'hleñved-se met kavet ez eus bet e teue en-dro e broioù pinvidik abalamour ma ne oa ket kement a dud brec'hiet ken.