Mont d’an endalc’had

Koblenz

Eus Wikipedia
Stumm eus an 19 Mae 2019 da 13:49 gant XXBlackburnXx (kaozeal | degasadennoù) (Kemmoù 2A01:5EC0:900C:F56E:1:0:76F5:6384 (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ Keritiad)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Kêr gozh Koblenz

Koblenz zo ur gêr eus Rheinland-Pfalz en Alamagn. Emañ e kember ar stêrioù Roen ha Mozel, 92 km er gevred diouzh Köln. E 2006 e oa annezet gant war-dro 106 000 den.

Krouet e oa bet Koblenz da vare ar Romaned, pa voe savet eno ur c'hamp anvet Castellum apud Confluentes gant ar jeneral roman Nero Claudius Drusus, war-dro ar bloavezh 8 kent JK. Lidet e oa bet he daou vilved gant Koblenz eta e 1992. Aspadennoù eus ur pont roman savet e 49 a c'haller gwelet.

Diwezhatoc'h e voe aloubet kêr gant ar Franked. E Koblenz an hini e voe breutaet etre ar mibien-vihan Karl Veur a sinas Feur-emglev Verdun goude-se, e 843. E 1018 e teuas da vezañ e dalc'h arc'heskob Trier.