Mont d’an endalc’had

Dourliverezh

Eus Wikipedia
Stumm eus an 16 Ebr 2015 da 14:00 gant Dexbot (kaozeal | degasadennoù) (Removing Link GA template (handled by wikidata))
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Boest livajoù

Un dourlivadur zo un doare livadur graet war baper, pe kartoñs a-wechoù, gant livioù ha dour, hep eoul eta. Dourliverezh eo an anv a vez graet eus an arz ha doare-ober. Un arz diaes eo abalamour d'an dour ha n'eo ket un elfenn stabil. Se zo kaoz e vez implijet paper arbennik, paper dourliverezh. Ret e vez labourat a-blaen.

Dourlivourien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwel en Alpoù, gant Turner

Unan eus an dourlivourien brudetañ eo ar saoz Joseph Mallord William Turner (1775-1850), en deus savet taolennoù leun a sklêrijenn hag a vuhez.