Brezhoneg

  Etimologiezh

Eus kare gant ur c'hemmadur dre vlotaat (k → g).

  Furm verb

Kemmadur Furm
hep kare
dre vlotaat gare
dre c'hwezhañ c'hare
dre galetaat digemm
amreizh digemm

gare /ˈɡɑː.re/

  1. Furm ar verb karet pe kariñ pe karout e trede gour unan an amdremened, en doare-disklêriañ.
a) Hemañ a gare ar merc'hed koant, hag ar gwin ivez un tammig, [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 199.)
b) Abaoe eo deuet e relegoù da Gastell, hag hirio emaint e-kreiz ar re a gare kement, hag a gare ivez kement anezhañ. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 26.)
ch) Heman a gare re e verc'h-kaer evit gouzanv an distera poan da zont d'he c'haout. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 30.)
c'h) Seven a gare an aotrou Doue hag ar beorien a zo bugale muia-karet an Aotrou. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 34.)
d) Hogen spontetoc'h egeto holl gwitibunan, e voe, hep arvar, ar barner... rak e vamm a gare. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 23.)
  • War-lerc'h ar rannig-verb nac'h na, da skouer :
a) He zad hen eûs hi dimezet
D'un den koz ha na garie ket.
— (Fañch an Uhel, Gwerziou Breiz-Izel 2, An Oriant, 1874, p. 170.)
  • War-lerc'h ar rannig-verb nac'h ne, da skouer :
a) Gant an torfedou niverus a boueze war e goustiañs, Alanig ne gare ket nemeur dont da renta kont eus e daoliou kamm d'e enebourien douet. — (Jakez Riou, Troiou-Kamm Alanig al Louarn I, Gwalarn niv. 89, Ebrel 1936, p. 9.)
a) Pa deue tud d'her c'hlask da velet re glanv pe da ober badichantou, Biel her galve hag a leze anezhan da ober hervez e faltazi; pa gare ez ea, pa gare e teue. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 195.)
b) — [...], ha, pa gare an estranjour komz ganimp, e teske hon yez, ar brezoneg; [...]? — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 182.)
ch) Ne ris ket kalz a van ouzh he daeroù, rak gouelañ druz a rae pa gare, da skouer pa c'hwite war ur grampouezhenn, [...]. — (Jarl Priel, Va Buhez e Rusia, Al Liamm, 1955, p. 5.)


Galleg

  Etimologiezh

→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ) .

  Anv-kadarn

gare /ɡaʁ/ benel (liester : gares)

  1. Porzh-houarn, ti-gar.
    • Papa part par la gare.