Monumant ar re varv

Monumant ar re varv, pe monumant d'ar re varv, a zo ur monumant, pe savadur, savet en enor d'ar re varv, hag alies d'ar re lazhet er brezel, soudarded peurvuiañ met tud disoudard ivez.

Meur a seurt zo anezho:

  • ar re n'eus korf ebet enne, hag a zo bet savet abaoe ar brezel-bed kentañ e pep kumun er stad c'hall, hag ivez e tiez-kêr pe skolioù;
  • ar re zo bet dastumet korfoù enne, miliadoù a-wechoù, dianav alies, hag a c'hall bezañ bet savet en aervaoù, evel e Douaumont, e Bro-C'hall.

Ouzhpenn-se ez eus monumantoù divyezhek e Breizh (en Arzhanaou, Brest, Gwidel, Lambaol-Gwimilio, Milizag ha Plougoñ) , hag unan bennak brezhonek penn-da-benn.

Enskrivadur divyezhek war monumant ar re varv e Plougoñ, e Kerne-Izel.
E Lambaol-Gwimilio, e Bro-Leon, monumant divyezhek, d'ar soudarded marv evit ar vro (Bro-C'hall).
Monumant ar re varv e Gwidel.
Tuchenn Montsec: Monumant d'ar Stadunaniz marvet er Brezel-bed kentañ, e Montsec, en departamant Meuse, Bro-C'hall.

A-raok ar brezel-bed kentañ

kemmañ

Ne oa ket monumantoù evel ar re-se a-raok an XIXvet kantved. Monumantoù a oa d'ar brezelioù gounezet, d'an trec'h, d'ar jeneraled veur, d'ar soudarded avat ne oa ket.

E Pariz e voe savet ur Bolz an Trec'h (Arc de triomphe de l'Étoile e 1806) ma ne lenner nemet anvioù an ofisourien uhelañ ha ne varvas ket an holl anezho en emgannoù, pa oa bev darn anezho da zeiz al lid kentañ dirak ar monumant. Gant Kolonenn Nelson e Londrez (Bro-Saoz) n'eus enoret nemet un den, an amiral Horatio Nelson, trec'hour emgann Trafalgar. E Dulenn (Iwerzhon) e voe distrujet e 1966 ar Golonenn Nelson bet savet e 1808.

Kentañ monumantoù d'ar soudarded ordinal a voe savet e SUA goude ar Brezel Diabarzh SUA. E 1897 e voe savet ar Robert Gould Shaw Memorial e Boston d'enoriñ soudarded ar 54vet rejimant soudarded war-droad Massachusetts, ma oa soudarded du, ar wech kentañ dezho bout enoret en-ofisiel.

Savet e voe ivez monumantoù d'ar soudarded marvet er brezelioù alaman evit an unvanidigezh (brezel etre Aostria ha Prus, brezel 1870) hag en trevadennoù.

 
Monumant d'ar re varv e brezel 1870, Soissons, Bro-C'hall.
 
Memorial Shaw, Boston, digoret en 1897.

E Vernon (Eure) ez eus ur monumant da soudarded Ardèche[1]. E Taninges (Savoia-Uhel) ez eus ur monumant da re varv Brezel 1870-1871.

 
Monumant d'ar C'hallaoued marvet en arme ar Roen e bered Mainz.

En amzer-se e veze savet monumantoù d'an emgannerien kentoc'h eget d'ar re varv. E pevar c'horn ar vro e voe savet monumantoù ha plakennoù paeet gant kevredigezhioù soudarded kozh pe kumunioù, ha lakaet en tiez-kêr, er skolioù, er gwilerioù ha liozhoù-kêr.

Goude ar brezel-bed kentañ

kemmañ

Ar brezel-bed kentañ eo ar brezel eñvoret ar muiañ war ar monumantoù er stad c'hall, ma voe lazhet 1,4 milion a dud ha gloazet 3 milion all diwar an 8 milion a soudarded en ur boblañs a 40 milion a dud.

 
Monumant Koz-Meal, gant ur meneg e brezhoneg.
 
Monumant Cormeilles-en-Parisis, e Bro-C'hall ma weler alegorienn an Trec'h e kañvoù.
 
Monumant d'ar re varv en Ermont p'edo war sevel. Kartenn-bost dizeiziad.

En Italia e Torino, e weler ar Monumento Nazionale al Carabiniere ha n'eo nemet unan eus ar c'hantadoù a vonumantoù savet goude an Eil brezel-bed. Daskemmet e voe e 1948.

Monumantoù modern, goude brezelioù all

kemmañ

Goude ar bombezadegoù bras, bombez nukleel Hiroshima ha Nagasaki, ar sponterezh, anaoudegezh gouennlazh ar Yuzevien, e voe savet monumantoù d'an dud disoudard.

 
Ar Monumant da Yuzevien Europa drouklazhet (pe Denkmal für die ermordeten Juden Europas en alamaneg) a zo ur monumant e Berlin.
 
Monumant d'an dud lazhet e-pad Brezel Dieubidigezh Bangladesh e 1971.
 
Ar monumant d'an dud lazhet e-pad Brezel diabarzh Iwerzhon, e Baile Ui Sioda, e kontelezh Ciarraí, zo bet savet gant ar c'hizeller breizhat Yann Goulet.

Monumantoù Breizh

kemmañ
 
Lokmikael. Gant ur blakenn skrivet e brezhoneg
 
Lokmikael

War ar monumantoù d'ar re varv, e Breizh-Izel, e weler aliezik enskrivadurioù e brezhoneg. Hervez un tamm enklask graet gant Mikael Madeg e kaver, e Bro-Leon, 63 monumant gant enskrivadurioù e galleg hepken, 34 monumant gant enskrivadurioù e brezhoneg hepken, hag 21 monumant gant enskrivadurioù en div yezh[2].

Levrlennadur

kemmañ

-en alamaneg:

  • (de) Reinhart Koselleck : Kriegerdenkmale als Identitätsstiftungen der Überlebenden (Monumantoù d'ar re varv evel krouerien idantelezh e-touez ar re vev.) In: O. Marquart, Karl-Heinz Stierle (Hrsg.) : Identität. München, 1979
  • (de) Reinhart Koselleck / Michael Jeismann (Hrsg.) : Der politische Totenkult. Kriegerdenkmäler in der Moderne (Kehelañ ar re varv ha politikerezh : monumantoù d'ar re varv e-touez ar re vodern.) München 1994.
  • (de) Meinhold Lurz : Kriegerdenkmäler in Deutschland (6 Bände), (monumantoù d'ar re varv en Alamagn, en c'hwec'h levrenn.) Heidelberg 1985–1987

-e galleg:

  • Annette Becker : Les Monuments aux Morts - Mémoire de la Grande Guerre, éd. Errance, coll. « Art et Patrimoine », 1991, ISBN : 2-9034-4268-1
  • Nicolas Offenstadt éd., Le chemin des Dames de l'événement à la mémoire, Paris, Stock, 2004.
  • Antoine Prost : Les Anciens combattants et la société française 1914-1939, Presses de la fondation nationale des sciences politiques, Paris, 1977. Tezenn a verk deroù ar studioù war ar monumantoù d'ar re varv.
  • Danielle Roy & Pierre Roy : Autour de monuments aux morts pacifistes en France
  • Marie-Thérèse Cloitre, Morts pour la France, Maro evit ar vro : A propos des monuments aux morts du Finistère, pennad e-barzh : Hervé Guillemin, Stéphane Tison & Nadine Vivier, La foi dans le siècle : Mélanges offerts à Brigitte Waché, Presses Universitaires de Rennes, pp.367-373, 2009.

Pennadoù kar

kemmañ

Dave ha notennoù

kemmañ
  1. Vernon et Giverny Passionément
  2. Ar monumañchou brezel a zo brezoneg warno e Bro-Leon, Mikael Madeg, Brud niv. 316

Liammoù diavaez

kemmañ