Dizoloadenn hag ergerzhoù Amerika
Dizoloadenn hag ergerzhoù Amerika lesanvet dizoloadenn ar Bed Nevez a vez graet a-boaz eus dilestradeg ur c'hant a dud kemennet gant roueed Spagn Izabel Iañ Kastilha ha Fernando II Aragon war kevandir Amerika a-hiziv (lesanvet « ar bed Nevez ») en o-penn an Amiral Kristol Goulm e-pad nozvezh an 11 d'an 12 a viz Here 1492.
Iskevrennad eus | trip |
---|---|
Sponsor | Izabel Iañ Kastilha |
Lec'h | Amerika |
Daveennoù douaroniel | 20°0′0″N 100°0′0″W |
Deiziad | 12 Her 1492 |
Perzhiad | Kristol Goulm |
Efed | European colonization of the Americas, Columbian Exchange |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Discovery of America |
An nozvezh-se e voe dilestret gant ar strollad war enezenn Guanahani (San Salvador a-hiziv, Karib) gant div karavell (La Pinta ha La Niña) hag ur garakenn, ar Santa María.
An div garavell, doare bigi ijinet gant Portugaliz, a oa kalz lijeroc'h hag aesoc'h da sturiañ evit na oa ar garakenn, ul lestr ponner anezhi. Ar c'houlzad istorel-se a zegas kejadenn daou ved disheñvel a-grenn o devoa diorroet, tost, pep hini eus e du e-pad 12 000 bloaz, goude steuziadur pont-douarel Bering. An anv « Amerika » a zo bet awenet gant anv ar moraer italian Amerigo Vespucci hag a oa bet unan eus kentañ european o kompren e oa ur c'hevandir ha n'eo ket un enezenn nemetken pe ar c'hevandir Azia.
Dillo, an Europeiz a grogo gant dizoloiñ hag ergerzhet ar c'hevandir nevez. Buan ivez e teuio war-wel ur spered trevadennel a voe marvus evit annezidi a-orin eus Amerika : e-fin an 19vet kantved, n'eus mui nemet 260 000 Amerindian war an 2 betek 20 milion a oa hervez an istimadurioù e'us ar XVvet kantved war tiriad SUA a-hiziv. Hervez lod istimadurioù e vefe bet betek 100 milion a Amerindianed war kevandir Amerika a-bezh pa voe dizoloet an tiriad.