Berlin
Berlin (distagañ : /bɛɐ̯ˈliːn/ [4]) eo kêrbenn Alamagn. E biz Alamagn emañ. Ur gêr hag ul Land eo. Brasoc'h evit al Land eo tolead kêr Berlin, ennañ ouzhpenn 5 milion a dud a orin eus 190 broad disheñvel. E-touez 10 meurgêr bobletañ Unvaniezh Europa emañ[1]. En XIIvet kantved eo bet krouet ha bet eo Berlin kêr-benn Rouantelezh Prusia (1701-1871), hini an Impalaeriezh alaman (1871-1918), hini Republik Weimar (1919-1933) ha hini an Trede Reich (1933-1945). Goude 1945 ha betek diskar moger Berlin e 1989 e voe rannet e pevar zachad-aloubiñ. E-pad ar Brezel yen e teuas Berlin ar Reter da vezañ kêr-benn DDR tra ma oa stag Berlin ar C'hornôg ouzh BRD. Adlakaet eo bet Berlin da gêr-benn Alamagn e 1990 goude adunvaniñ ar vro. Ur gêr a-bouez bras a-fet arz ha sevenadur eo. Enni e kaver 165 mirdi, 146 levraoueg ha 60 c'hoariva[2]. E 2008 e voe gweladennet Berlin gant war-dro 8 milion a douristed[3].
Berlin | |
---|---|
Lec'hiadur | |
Daveennoù : |
Gwerzhid-eur : UTC+1/ Hañv UTC+2 |
Banniel | Ardamez |
Titouroù | |
Gorread | 891.82 km² |
5 370 km² (meurgêr) | |
Poblañs | 3 769 495 (kêr), (12/2020) |
4 429 847 (meurgêr) | |
Stankted | 4 108 annezad/km² |
Uhelder | 34 – 115 m |
Kod post | 10001-14199 |
Evit pellgomz | +49-30 |
Politikerezh | |
NUTS | DE3 |
Bro | Alamagn |
Land | Berlin |
Karterioù | 12 Bezirke (arondisamant) |
Bourc'hvestr | Franziska Giffey abaoe 2021 |
Strollad politikel | SPD / Die Grünen / Die Linke |
Kenaozadenn al Abgeordnetenhaus (147 dileuriad, sifroù 2021) |
SPD 36 Die Grünen 32 CDU 30 Die Linke 24 AfD FDP 12 |
Lec'hienn | www.berlin.de |
Istor
kemmañKrouet eo bet Berlin e-tro ar bloavezh 1200. Hec'h anv en dije ur gerdarzh slavek hag a zeufe sur-mat eus ar Sorabeg: barlen pe berlén, hag a dalvez "kloued koad", a veze gwechall lakaet war vord ar Spree gant ar besketaerien. E 1308 e voe brasaet kêr gant unvaniezh Berlin ha Cölln. Kozh a-walc'h eo Berlin, memes ma ne vez ket santet kement-se pa vezer eno. Roudoù an amzer-se a zo da welet memestra, evel Nikolaiviertel, e-kichen an ti-kêr.
Berlin er Grennamzer
kemmañEn XIIIvet kantved e voe savet div stal-werzh gant kenwerzhourien, e Berlin ha Cölln (e-lec’h m’emañ bremañ Nikolaiviertel). Ur lec’h a-feson e oa, e-kreiz un ahel kenwerzh a-bouez-bras, etre div gêr greñvaet : Köpenick ha Spandau. A-drugarez da skoazell ar gouarnour lec’hel (Askanian Brandenburg) e reas berzh an div stal-werzh. E 1307 e voent kendeuzet, dre ma oa boutin o falioù a-fet surentez ha strategiezh. Mont a reas plaen an traoù betek marv Askanian (1319). Met goude-se e voe preizhet ar gêr gant baroned ar vro. Dizalc’h e chomas memestra, ha mont a reas er C’hevre Hanseatek e 1359. Kemend-se a zisplijas da Friedrich Hohenzollern, bet anvet Dilennour Brandenburg gant an impalaer Sigismond e 1417. Pa voe sikouret ar bobl gant Friedrich evit en em zizober diouzh ar varoned, e profitas Friedrich evit krennañ ar frankizoù politikel hag armerzhel. Chom a reas ar familh Hohenzollern e penn an traoù betek 1918, hep tamm troc’h ebet.
Berlin da vare an Disivoud protestant ha Brezel Tregont Vloaz
kemmañLusket e voe an Disivoud protestant gant Martin Luther e Wittenberg e 1517. Tamm-ha-tamm e tizhas ar Brandenburg ha Berlin ivez, hag e rankas ar priñs-dilennour Joachim II (ren : 1535-1571) distreiñ da brotestant. D’ar 1añ a viz Du 1539 e voe azoet an oferenn luterian gentañ e iliz Sant-Nikolaz Spandau. Hiziz an deiz c’hoazh e vez lidet an darvoud el land (nemet e kêr Verlin) hag un devezh vak eo. Diorren a reas Berlin betek Brezel Tregont Vloaz (1618-1648) etre protestanted ha katoliked. Pa glaskas ar priñs-dilennour Georg-Wilhelm chom neptu e-pad e ren (1620-1640) e voe preizhet Berlin gant preizhataerien an daou du. E dibenn ar brezel e oa distrujet Berlin, hag ar boblañs a oa peuzflastret abalamour d’ar muntroù, d’an naonidigezh ha d’ar c’hleñvedoù-red.
Kêr-benn ur rouantelezh nevez
kemmañSioul e chomas an traoù e-pad ren Friedrich-Wilhelm (1640-1688). Meur a ziviz a gemeras-eñ (bet lesanvet Dilennour-Meur) a-benn lakaat ar Brandenburg da vezañ kevatal ouzh galloudoù pennañ Europa. Lakaat a reas krenvaat ar gêr. Gant argant an tailhoù e teuas a-benn da lakaat sevel tri c’harter nevez : Friedrichswerder, Dorotheenstadt ha Friedrichstadt. Unvanet e voe ar Spree hag an Oder gant ur ganol, kreñvaet e voe ar c’henwerzh war un dro. Krouet e voe ivez Lustgarten ha bali Unter den Linden. Dont a reas a-benn ivez da boblañ Berlin en-dro, dre zegemer repuidi : e 1671 e teuas 50 familh yuzev a Vienna, e 1685 e teuas hugunoded a dec’he abalamour da heskinerezh Loeiz XIV. E 1700 e oa ur berlinad diwar pemp a orin eus Bro-C’hall. Levezon an hugunoded a c’haller gwelout c’hoazh hiziv an deiz : Französischer Dom (iliz c’hall) hag anvioù-lec’h evel Gendarmenmarkt. Etre 1680 ha 1710 e voe lieskementet poblañs Berlin dre dri, hag en holl e oa 56 000 annezad. Gant Friedrich III hag e wreg Sophie Charlotte, hag int dedennet-bras gant an arzoù hag ar skiantoù, e voe krouet Akademiezh an arzoù e 1696 hag Akademiezh ar skiantoù e 1700. Bloaz war-lerc’h e teuas da vezañ roue Prusia (gantañ e-unan e voe divizet) gant an anv Friedrich Iañ (Dilennour etre 1688 ha 1701, roue etre 1701 ha 1713). Dont a reas Berlin da vezañ annez ar roue ha kêr-benn ur stad nevez anvet Brandenburg-Prusia.
Berlin da vare Prusia
kemmañWar-lerc’h Friedrich Iañ e renas e vab, Friedrich-Wilhelm Iañ (ren : 1713-1740). Dindan e ren e chomas ar vuhez kefredel a-sav. Ar roue nevez, lesanvet ar Roue-Serjant, a voe kentoc’h dedennet gant an aferioù arme, ha lakaat a reas da bal kaout un arme 80 000 den enni. Met ken rust e oa ken e lakaas ur bern paotred da dec’hout kuit rak an enrolladur, asambles gant o ziegezhioù. Neuze e voe gorrekaet an armerzh, betek ma vefe echu gant an enrolladur ret e 1730. Prest e oa an arme memestra pa vo kemeret e lec’h gant e vab, Friedrich II (ren : 1740-1786), lesanvet Friedrich Meur. Dedennet e oa gant Silesia (ur rannvro eus Polonia hiziv an deiz), ha neuze e krogas da vrezeliñ a-enep Aostria ha Rusia. Dont a reas a-benn e 1763. Ouzhpenn brezeliñ e lakaas sevel Opera Broadel Berlin, iliz-veur Santez Edwij ha skol-veur Humboldt. Ur raktres kemmañ Unter den Linden en doa ivez, met ne voe ket kaset da benn. A-du e savas ivez ar roue gant mennozhioù ar Gouleier : lakaat a reas un termen d’ar jahinañ, frankiz a-fet relijion a voe, ha kemmet mont en-dro ar barnerezh. Meur a gefredour en em gavas e Berlin dindan e ren : ar prederour Moses Mendelssohn, ar barzh Gotthold Ephraim Lessing, ar vreudeur Wilhelm hag Alexander von Humboldt. Ur greizenn bouezus a-fet sevenadur e teuas Berlin da vezañ, lesanvet e voe Athena ar Spree.
Da vare Napoleon
kemmañGoude marv Friedrich Meur ez eas Prusia war ziskar. E 1806 e voe trec’het e Iena (400 km eus Berlin, war-du mervent) gant arme Napoleon. D’ar 27 a viz Here 1806 e oa Napoleon dindan Dor Brandeburg, an aloubadeg c’hall a badas tri bloaz. Ouzhpenn bezañ rediet da baeañ evit an dispignoù-brezel e rankas ar Verliniz reiñ bod d’ar soudarded c’hall. Gant ar C’hallaoued e voe degaset ur mont en-dro nevez, diazezet war ur melestradur-kêr dilennet. Ur wech aet kuit ar C’hallaoued e seblantas dibosupl distreiñ d’ur mont en-dro diamzeriet. Gant ar fonksionerien, ar skolveuridi hag ar genwerzherien e voe abeget galloud an noblañs. Rankout a reas neuze Friedrich-Wilhelm II (ren : 1797-1840) adreizhañ meur a dra, en o zouez torridigezh al labour ret ha strishadur galloud ar c’horfuniadoù. Kevatalded keodedel a voe roet d’ar yuzevien ivez. Met a-fet bonreizh e chomas treut an adreizhadennoù, hag e chomas ar galloud etre daouarn ar Stad prusian. Ma chomas stanket an traoù war dachenn ar politikerezh ez eas war-raok ar vuhez kefredel, dreist-holl tro-dro da Universität zu Berlin (skol-veur Humboldt hiziv an deiz), gant tud evel Hegel pe Ranke. D’ar mare-se e voe ivez kemmoù a-fet kêraozañ (Neue Wache, Mirdi Kozh) gant Friedrich Schinkel. Al lec’hioù-se a c’haller gwelout c’hoazh hiziv an deiz.
Dispac’h(ioù)
kemmañSpi o doa an dud e cheñchfe an traoù pa voe lakaet Friedrich-Wilhelm IV (ren : 1840-1861) da roue, met ne c’hoarvezas ket. E 1848 e krogas dispac’h ar vourc’hizien, o fal kaout ur stad alaman ha gwirioù diazez da geñver demokratelezh. Rankout a reas ar roue plegañ, ha kemmoù a voe war dachenn ar gwir d’en em vodañ ha gwirioù ar c’hazetennoù. An deiz goude ma vefe bet asantet ar cheñchamantoù-se e tennas an arme war an 10 000 manifester strollet a-benn lidañ ar c’hemmoù-se. Un nozvezh e padas an emgann, 200 den a voe lazhet. Rankout a reas ar roue goulenn digant an arme chom a-sav, hag ec’h embannas e save a-du gant ar frankizouriezh hag ar vroadelouriezh. Ur vodadeg vroadel prusian dilennet en em vodas d’ar 1añ a viz Mae 1848. Met divodet e voe e miz Kerzu, rak gwan e oa abalamour d’an diemglevioù etre ar strolladoù : c’hwitet e oa bet an dispac’h war dachenn ar politikerezh. Er c’hontrol ez eas war gresk armerzh Berlin, an dispac’h greantel a voe. Abaoe an XVIIIvet kantved e oa deuet Berlin da vezañ ul lec’h a-bouez e-keñver labouradegoù. Gant diorren an hentoù-houarn (digoret e voe linenn Berlin-Potsdam e 1838) e tiorrenas al labouradegoù war un dro, en o zouez re dredan evel Siemens pe AEG.
Ganedigezh un impalaeriezh
kemmañKlañv e oa Friedrich-Wilhelm IV, hag e vreur Wihelm a gemeras e lec'h e 1857. E 1861 e teuas da vezañ Wilhelm Iañ, hag e renas betek 1888. Degemer a reas ar cheñchamantoù, ha gantañ e voe anvet Otto von Bismarck da gentañ ministr Prusia e 1872. Pal Bismarck a oa implijout Prusia evit dont a-benn da unvaniñ Alamagn. Asambles gant Aostria e tapas proviñs Schleswig-Holstein digant Danmark e 1864, hag e 1866 e troas a-enep Aostria a-benn sevel Kengevread Alamagn an Norzh er bloaz goude. Goude-se e troas e selloù war-du ar Su. Dont a reas a-benn da zisrannañ Bro-C’hall hag e teuas a-benn da lakaat anezhi da vrezeliñ a-enep da Brusia (1870). Dont a reas a-benn, hag e tapas Elzas-Loren digant Bro-C’hall. Holl stadoù Alamagn a voe bodet, ha Berlin lakaet da gêr-benn. Anvet e voe Wilhelm Iañ da Gaiser d’an 18 a viz Genver 1871. Krouet e oa bet an Impalaerezh Alaman. E-pad bloavezhioù kentañ an Impalaerezh («Gründerzeit», bloavezhioù diazez) e kreskas an armerzh, gant sikour Bro-C’hall dre ma ranke paeañ evit an dispignoù-brezel, kreskiñ a reas ar boblañs ivez. Lakaet e voe sevel tiez e-leizh, anvet Mietkasernen : holl anezho diazezet war ranndioù bihan savet tro-dro d’ur porzh diabarzh. Strolladoù politikel nevez a voe savet a-benn sikour ar broleterien, evel SPD (Sozialdemokratische Partei Deutschlands). E 1875 e voe savet, hag e 1877 e tapas 40% eus ar mouezhioù da geñver votadegoù e Berlin. Bismarck a lakaas tremen ul lezenn evit ma vefe divodet ar strollad. Daoust ma oa Bismarck ur c’hilstourmer ec’h aozas ur sistem leveoù ha surentez sokial, evit chom hep ober adreizhadennoù all. Diemglev a voe etrezañ hag ar C’haiser Wilhelm II e 1888, pa fellas d’ar C’haizer e vefe astennet ar sistem surentez sokial. Ken bras e oa an diemglev ken e kuitaas Bismarck bed ar politikerezh e 1890.
Berlin en XXvet kantved
kemmañAr Brezel-bed Kentañ hag an dispac’h
kemmañGant muntr arc’hdug Aostria e krogas ar Brezel-bed Kentañ. Eus tu Aostria-Hungaria e oa Alamagn. Goude trec’h Bro-C’hall e voe diskaret monarkiezh Alamagn dres goude fin ar brezel, e 1918. D’an 9 a viz Du e tilezas Wilhelm II, hag er memes deiz ec’h embannas Philipp Scheidemann (SPD), eus prinistri ar Reichstag, ganedigezh Republik Alamagn. Un nebeud eurvezhioù goude, e kastell Berlin, ec’h embannas Karl Liebknecht e oa ganet Republik Sokialour Dieub Alamagn. Gant o C’hevre spartakour e klaskas Karl Liebknecht ha Rosa Luxemburg lakaat e pleustr damkanoù Karl Marx. A-benn stourm a-enep SPD e voe kendeuzet ar C’hevre spartakour gant strolladoù all, ha krouet e voe Strollad Komunour Alamagn (Komunistische Partei Deutschlands, KPD) e dibenn 1918. E miz Genver 1919 e klaskjont aozañ un taol-dispac’h, hag a voe mouget krenn-ha-krak. Lazhet e voe Karl Liebknecht ha Rosa Luxemburg, ha taolet o c’horfoù el Landwehrkanal.
Republik Weimar
kemmañDegemeret e voe ar Vonreizh nevez e miz Gouere 1919 e kêr Weimar, dre ma oa re a reuz e Berlin. Gant ar Vonreizh nevez-se e c’helle ar merc’hed votiñ, hag e voe roe gwirioù diazez d’ar geodedourien dre vras. Met galloudus-tre e teue ivez ar prezidant da vezañ, ha gouest e oa da ren dre zekredoù ma oa ret. Hitler a brofitfe eus an dra-se un nebeud bloavezhioù goude. Gouarnamant Republik Weimar (1920-1933) a voe ur c’hengevredad kreiz-tu kleiz, Friedrich Eibert (SPD) a voe prezidant. SPD a voe strollad politikel brasañ Alamagn betek 1932. Met bec’h a savas, peogwir ne blije ket ar gouarnamant-se na d’ar gomunisted, na d’an unpennelourien. Reuz a savas ken abred hag e miz Meurzh 1920 : stourmerien an tu dehou ha re ar strolladoù frank, kaset gant Wolfgang Kappa, a aloubas karterioù ar gouarnamant e Berlin. Rankout a reas ar gouarnamant tec’hout betek Dresden, hag un harz-labour hollek a viras ouzh Kapp da gas e butsch da benn.
Oad aour ar bloavezhioù 1920
kemmañEr bloavezhioù 1920 e teuas Berlin da vezañ ar gêr vras a anavezer hiziv an deiz. E 1920 e tivizas ar gouarnamant bodañ ar c’harterioù hag ar c’hêriadennoù tro-war-dro (Charlottenburg, Schöneberg, Spandau) dindan ur melestradur boutin. A-daol-trumm e teuas neuze Berlin da vezañ unan eus kêrioù brasañ ar bed, gant war-dro 3,8 milion a annezidi. Koulskoude ne voe ke ken brav-se ar vuhez : flastret e oa bet ar vro e 1918, distabil e oa ar vuhez politikel, kleñvedoù-red ha naonedigezh a oa, ha war-dro 235 000 den dilabour. A-hed an amzer e voe harzoù-labour, manifestadegoù ha taolioù-dispac’h. Tamm-ha-tamm e stabilaas an ekonomiezh pa voe degemeret ur moneiz nevez, Rentenmark e anv e 1923. E 1924 voe lakaet e pleustr steuñv Dawes, da grennañ pouez an dleoù a oa bet rediet Alamagn da asañtiñ goude ar Brezel-bed Kentañ. Er bloavezhioù da-heul e teuas Berlin da vezañ ur gêr enni kalz a virvilh a-fed sevenadur rakward : jazz,dada, sonerezh kabaret. E-touez an arzourien a roas brud da vBerlin e c’haller menegiñ an disavourien Bruno Taut, Martin Wagner, Hans Scharoum ha Walter Gropius. A-fed arzoù-kaer e voe George Grosz ha Max Beckmann. War dachenn al lennegezh e voe Bertolt Brecht ha Kurt Tucholsky. War dachenn an deknologiezh e voe lañs ivez : an abadenn skingomz kentañ a voe skignet e Berlin e 1923, hag an abadenn skinwel kentañ e 1931. E dibenn an dekvloaziad e teuas ar c’hudennoù en-dro, goude krach ar Bours d’ar 24 a viz Here 1929. Dindan un nebeud sizhunvezhioù en em gavas 500 000 berlinad dilabour. Ar manifestadegoù hag an taolioù-dispac’h a grogas en-dro. Ar fallaenn ekonomikel a zeuas da-heul, hag an demokratelezh a voe gwanaet. Paul von Hindenburg, hag en doa kemeret plas Ebert e 1925, a implijas ar galloudoù en doa a-drugarez d’ar vonreizh hag e voe anvet Heinrich Brüning (strollad : kreiz katolik) da gañseller. Pa voe o paouez en em gavout e krogas an digresk-moneiz, digresket e voe ivez ar goproù hag an espern a voe kaset d’an traoñ. Diaesoc’h-diaesañ e teuas an traoù da vezañ a-fet politikerezh, ha muioc’h-mui a reuz a savas etre ar gomunisted hag izili ur strollad politikel nevez, NSDAP (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei) e anv.
Hitler e penn an traoù
kemmañ18% a dapas NSDAP e votadegoù 1930. Heligentañ a voe da vat e 1932 etre Hindenburg ha Hitler, dre me felle dezhañ tapout ar galloud. NSDAP a dapas 37% eus ar mouezhioù e-pad an eil tro (25% e Berlin). Da-heul e voe dilennadegoù ar Reichstag, hag e teuas NSDAP da vezañ strollad politikel pouezusañ Alamagn, gant 230 kannad. Klask a reas von Schleicher adlañsañ an armerzh dre zispign arc’hant foran, ar pezh a spontas perc’henned an douaroù ha pennoù bras an embregerezhioù. O welout ne yae ket en-dro an adreizhadennoù ekonomikel hag o vezañ bountet gant kuzulierien an tu dehoue tivizas von Hindenburg kas von Schleicher kuit. D’an 30 a viz Genver 1933 e voe anvet Hitler da gañseller ar Reich (Reichskanzler). Diouzh an noz e voe lidet an darvoud gant izili NSDAP, ha dibuniñ a rejont gant pennoù-gouloù dindan dor Brandenburg. Hitler a aozas e strollad-ministred, ennañ nazied ha broadelourien eus tu von Papen. Daoust ma ne oa ket ar brasañ niver gantañ, e teuas NSDAP da vezañ strollad politikel kreñvañ Alamagn. Dilennadegoù «dieub» a voe aozet e miz Meurzh 1933. Daoust da dan-gwall ar Reichstag ha da sikour paotred Stourmabteilung (SA) ne zeuas ket a-benn NSDAP da gaout ar brasañ niver a vouezhioù. E Berlin e tapas NSDAP 31% eus ar mouezhioù, ar pezh a oa izel keñveriet gant an disoc’hoù er peurrest eus Alamagn. Koulskoude e teuas a-benn Hitler da gendrec’hiñ von Hindenburg da reiñ muioc’h a c’halloud dezhañ, war zigarez «gwareziñ ar Stad hag ar bobl». D’ar 24 a viz Meurzh e voe bodet ar parlamant en opera Kroll (distrujet e voe e-pad an Eil Brezel-bed) e Berlin hag e voe roet an holl c’halloudoù da Hitler : dic’halloud en em gavas neuze ar parlamant.
Berlin dindan beli an nazied
kemmañDiouzhtu e voe sañtet an efed e Berlin. Digarget e voe strolladoù politikel an tu kleiz, SPD hag ar strolladoù komunour en o zouez, hag ar sindikadoù ivez. Gawsket e voe ivez ar c’hazetennoù. Izili SA a harzas, a jahinas hag a lazhas a re na oant ket a-du gant politikerezh Hitler. Ar c’hampoù-kreizennañ kentañ a voe savet, en o zouez hini kastell-dour Prenzlauer Berg ha hini Sachsenhausen. E-pad «sizhunvezh wadek Köpenick» (miz Even 1933) e voe lazhet 100 den. D’an 10 a viz Mae e tevas studierien levrioù «enepalaman» e Bebelplatz. An arzourien hag an dud desket a grogas da guitaat ar vro. E miz Ebrel 1933 e voe anvet Joseph Goebbels da vinistr ar propaganda. Gauleiter (penn pastell-vro Berlin) a oa dija. Kemenn a reas boykott ar stalioù yuzev. E-pad an diskar-amzer e vo serr ouzhpenn an hanter eus an 40 sinagogenn a oa e Berlin, hag ar gelennerien yuzev a voe lakaet dilabour. E 1935 e tremenas lezennoù Nürnberg a embanne ne c’helle ket ar yuzevien kaout ar vroadelezh alaman, hag a embanne ivez e oa difennet an euredoù etre yuzevien hag aryaned. Adalek 1934 e krogas SA da dapout re a bouez, ar pezh a zisplijas da Hitler. Lod brasañ pennoù SA, Ernst Röhm en o zouez, a voe bac’het ha lazhet e savadurioù perc'hennet gant SS (Schutzstaffel) e Lichtenberg. Anavezet eo an darvoud-se gant an anv Nozvezh ar c’hontilli hir. Pa varvas von Hindenburg e 1934 e teuas Hitler da vezañ prezidant, ouzhpenn bezañ kañseller. Embann a reas e oa Führer (sturier) nemetañ ar vro. Ne seblantas ket pennoù-bras ar broioù all bezañ gwall chalet gant ar pezh a c’hoarveze e Alamagn, re'zo a seblante laouen zoken e vefe urzh en-dro. Dont a reas a-benn Hitler da stabilaat an armerzh dre reiñ lañs d’ur programm saverezh, dre vroadelaat an embregrezhioù hag dre rediañ an dud da labourat. A-fet proganda e voe ivez C’hoarioù olimpek Berlin un trec’h evit an nazied. Aozet e voent adalek ar 1añ a viz Eost e sportva Charlottenburg. Alamagn a rastellas 42 vedalenn. A-boan echu ar c’hoarioù olimpek e krogas an heskinerezh en-dro. E-kerzh nozvezh an 9 a viz Du 1938 e voe aozet ar Reichspogromnacht (nozvezh ar strink) : miliadoù a stalioù yuzev hag a sinagogennoù e Berlin hag er peurrest eus ar vro a voe distrujet. Kroget e oa ar yuzevien da guitaat Alamagn adalek 1933. Kreñvaet e voe an divroañ goude an 9 a viz Du, hag ez eas ar yuzevien da repuiñ d'ar Rouantelezh-Unanet ha dreist-holl d'ar Stadoù-Unanet. War-dro 60 000 anezho a chomas e Berlin, tost hini ebet a voe adkavet bev e 1945.
Berlin e-pad an Eil Brezel-bed
kemmañD’ar 1añ a viz Gwengolo 1939 e voe taget Polonia gant Alamagn : kregiñ a reas an Eil brezel bed. Ne voe ket gwall entanet poblañs Berlin gant an darvoud, rak soñj he doa eus ar vizer a oa bet e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Boued a vankas, an heskinerezh ne chomas ket a-sav avat. E miz Genver 1942 e voe aozet ur guzuliadeg e-kichen lenn Wannsee e Berlin. E-pad ar guzuliadeg-se e voe aozet ar Shoah. Ouzhpenn ar yuzevien a voe divizet tagañ : tziganed, tud heñvelreizh, beleien (jezuited dreist-holl) hag enebourien bolitikel. En holl e varvas 6 milion a dud. Hiziv an deiz e c’haller gwelout Eñvoradur ar Shoah e Berlin. Ne voe den ebet evit herzel ouzh Hitler. Claus Schenk von Stauffenberg a glaskas lazhañ Hitler d’an 20 a viz Gouere 1944 : lakaat a reas ur vombezenn er Wolfschanze (unan eus lojeizoù arme Hitler, nepell diouzh Görlitz, 215 km e reter Berlin). Tarzhañ a reas ar vombezenn e-pad un emvod, met a-boan ma voe gloazet Hitler. En noz da-heul e voe fuzulhiet von Stauffenberg hag e vignoned e Bendlerblock e Berlin. Kantadoù a dud, zoken ma n’o doa liamm ebet gant an istor-se, a voe lazhet e toull-bac’h Plötzensee. En daou lec’h-se ez eus bremañ eñvoriadurioù.
Emgann Berlin
kemmañEmgann Berlin a grogas d’ar 16 a viz Ebrel 1945. D’an 21 en em gavas ur milion hanter a soudarded soviedel e reter ar gêr-benn. Enkelc’hiet e voe a-benn ar 25. Daou zevezh goude en em gavas ar sovieded e kreiz-kêr, ha stourm a rejont a-enep d’an nebeud stourmerien a chome : soudarded SS, tud yaouank-tre pe re gozh. D’an 30 a viz Ebrel ec’h en em ganne an dud tro-dro da garter ar gouarnamant. Mont a reas Hitler da repuiñ d'e vunker, staliet a-dreñv ar c’hañsellerdi. Gantañ e oa Eva Braun. Euredet e oant bet an deiz a-raok. D’an 30 goude kreisteiz en em zistrujjont. Daou zevezh war-lerc’h e voe tapet Berlin gant soudarded an Arme Ruz. Ganto e voe sezizet ha devet ar Reichstag. Kodianañ a reas Alamagn d’a 7 a viz Mae. An arsav-brezel a voe sinet e Reims hag e lojeizoù an Arme Ruz e Berlin-Karlshorst (deuet da vezañ ur mirdi hiziv an deiz).
Goude an Eil Brezel-bed
kemmañAr boblañs a c’houzañvas dreist-holl. War-dro 125 000 den a varvas. Karterioù'zo a voe peurzistrujet, ouzhpenn an hanter eus ar savadurioù ivez, hag un drederenn eus an embregerezhioù. War-dro ur milion a vaouezed hag a vugale o doe ranket mont kuit, neuze ne chome nemet 2,5 milion a annezidi (div drederenn anezho a oa maouezed) e miz Mae 1945, padal e oant 4,3 milion e 1939. Ar maouezed dreist-holl a gempennas ar gêr. Graet e veze Trümmerfrauen (merc’hed an dismantroù) anezho. Kement a zismantroù a oa ken e voe savet menezioù (Trümmerberge : menezioù dismantroù) ganto, evel an Teufelsberg e koad Grunewald. Tamm-ha-tamm ez eas gwelloc’h an traoù : ar metro a yas en-dro adalek ar 14 a viz Mae 1945, ar gelaouenn gentañ a voe embannet d’ar 15 hag ur sonadeg a voe aozet gant ar Berliner Philarmonie d’ar 26.
Berlin rannet
kemmañGoude kuzuliadeg Yalta (miz C’hwevrer 1945) e voe rannet Alamagn e pevar zakad, ha Berlin e ugent takad melestradurel. Gant ar Saozon e voe Charlottenburg, Tiergarten ha Spandau. Wedding ha Reinickendorf a voe roet d’ar C’hallaoued, ha Zehlendorf, Steglitz, Wilmersdorf, Tempelhof, Kreuzberg ha Neukölln d’an Amerikaned. An takadoù-se a zeufe da vezañ Berlin ar C’hornôg. Eizh takad a voe aloubet gant an Arme Ruz : Mitte, Prenzlauer Berg, Friedrichshain, Treptow ha Köpenick. Ar c’harterioù-se a zeufe da vezañ Berlin ar Reter. An tachadoù tro-dro da Verlin a voe ivez aloubet ganti, da lavaret eo e oa enklozet Berlin ar C’hornôg.
En em vodiñ a reas an drec’herien e kastell Cecilienhof (Potsdam) e miz Gouere hag e miz Eost 1945 a-benn eskemm diwar-benn dazont Alamagn, dizemglev a savas buan etre Saozon, Amerikaned ha Gallaoued diouzh un tu, hag ar Rusianed diouzh an tu all. Evit ar re gentañ e oa pouezus adreiñ lañs buan da armerzh Alamagn, padal e felle d’ar Rusianed pouezañ war an digoll. Buan e krogjont ivez da lakaat gwask war an dud a oa o chom war o zachad : kantadoù a baotred yac’h hag a brizonidi a voe kaset da gampoù-labour en Unvaniezh Soviedel. En tachadoù all e voe aozet dilennadegoù e 1946-1947. Muioc’h a vec’h a savas c’hoazh e miz Even 1948 pa voe adksignet an Deutschmark en tachadoù amerikan, saoz ha gall, hep ma ne vefe bet kelaouet ar Sovieded. Int a grouas neuze an Ostmark, hag a gemeras ivez an arguzenn-se evit aozañ kaeladur Berlin ar C’hornôg. O fal a oa dont a-benn da gontrolliñ Berlin en he fezh. Neuze e voe aozet ar pont dre aer gant ar Gevredidi : e-pad 11 miz e voe kaset boued, pourvezadurioù ha glaou ganto. En holl e voe kaset 2,5 milion a donennoù traoù hag e voe aozet 278 000 nijadenn. Ar Soviediz a chomas a-sav gant ar c’haeladur e miz Mae 1949.
Div stad
kemmañRann Berlin hag Alamagn a voe ofisiel e 1949. Tachad ar c’hornôg a zeuas da vezañ Bundesrepublik Deutschland (BRD), Konrad Adenauer a voe kañseller, ha Bonn a voe lakaet da gêrbenn. Buan e wellaas stad an traoù a-drugarez da steñv Marshall. Diouzh an tu all e teuas an tachad soviedel da vezañ Deutsche Demokratische Republik (DDR), lakaet e voe Berlin ar Reter da gêrbenn ha Willem Pieck a voe lakaet da brezidant. Met e gwirionez e voe renet ar vro gant ar strollad sokialour unvan alaman (SED, Sozialistische Einheitspartei Deutschlands) renet gant Walter Ulbricht. A-benn stourm ouzh an enebourien e voe aozet ar Surentez Stad (STASI, Staatssicherheit) e 1950, staliet e Lichtenberg. An enebourien a voe bac’het en un toull-bac’h nepell. E-pad ur pennad e voe gouest an dud da bourmen etre Berlin ar C’hornôg ha Berlin ar Reter. Cheñch a reas an traoù adalek 1951, pa rankas tud ar C’hornôg kaout un aotre evit mont da welout o familh a oa eus tu ar Reter.
Emsavadeg 1953
kemmañReuz a savas er Reter e 1953. Re a bouez a oa bet lakaet war an industriezh, ha re nebeud war ar produiñ madoù. Aet e oa skuizh ivez ar vicherourien pa rankent obe rmuioc’h-mui strivoù. Spi a voe pa varvas Stalin e miz Meurzh, met ne voe kemm politikel ebet e DDR. Er c’hontrol e c’houlennas SED ma’z afe war gresk ar produiñ en industriezhioù. Galvoù a voe d’ober harz-labour ha da adreizhañ ar politikerezh. D’ar 17 a viz Even 1953 e savas reuz goude ar manifestadegoù aozet gant micherourien Karl-Marx Allee (Berlin). Dont a rejont a-benn da vodañ 10% eus micherourien DDR. Ne zeuas ket a-benn ar gouarnamant da lakaat paouez ar reuz, neuze e voe galvet an Arme Ruz : ur bern manifesterien a voe lazhet, 4000 den a voe harzet, ul lodenn vat anezho o vezañ kaset d’an toull-bac’h da viken.
Ar Voger
kemmañAn diouer a frankiz a lakaas muioc’h-mui a dud da dec’hout kuit evit mont war-du ar C’hornôg. E 1953 ez eas kuit 330 000 den, en o zouez kalz tud yaouank ha desket, ar pezh a lakaas armerzh DDR da vezañ gwanaet. Kement a dud a felle dezho mont kuit ken e voe toullet fozoù ha staliet orjal dreinek etre div lodenn Berlin e-pad nozvezh an 13 a viz Eost 1961. Kement-se a voe graet gant asant broioù Feur-Emglev Varsovia. Tri devezh war-lerc’h e krogas labourioù sevel ar Voger. Manifestadegoù bras a voe aozet e Berlin ar C’hornôg, met re ziwezhat e oa. Stegnoc’h e voe an traoù c’hoazh d’ar 25 a viz Here 1961, pa nac’has re ar Reter leuskel ofiserien amerikan da dremen : tankoù amerikan ha rusian en em gavas neuze tal ouzh tal e Checkpoint Charlie. Da c’houde e klaskas kalz tud tec’hout kuit eus DDR, kement-se a c’haller gwelout er mirdi bet savet e Checkpoint Charlie (Haus am Checkpoint Charlie). Etre 1961 ha diskar ar Voger d’an 9 a viz Du 1989 e varvas 200 den en ur glask tremen anezhi. E 1963 e teuas ar prezidant amerikan John F. Kennedy da vBerlin, hag e tistagas e frazenn hollvrudet : « Ich bin ein Berliner » (Ur berlinad a zo ac’hanon).
An dostidigezh
kemmañE 1971 e voe anvet Erich Honecker (1912-1994) da sekretour meur SED, e plas Walter Ulbricht. Neuze e soñjas d’an dud e vefe aesoc’h klask tostaat DDR ouzh BRD. E miz Gwengolo 1971 e vo sinet un emglev e lez-varn Schöneberg. Pal an emglev a oa lakaat an daou c’houarnamant da genlabourat a-benn aesaat an treuziñ etre Berlin ar C’hornôg ha peurrest BRD, hag ivez aesaat an traoù evit ar re a feel dezho tremen eus Berlin ar C’hornôg da vBerlin ar Reter pe da DDR. E 1972 e voe sinet un emglev tremen a roe aotre da dud DDR mont d’ar C’hornôg ma oa un degouezh familh a-bouez. Rankout a rae tud ar C’hornôg asantiñ ivez ur feur eskemm 1 Deutschmark evit 1 Ostmark, padal e oa kalz gwanoc’h moneiz ar Reter. Un emglev Unvaniezh all a voe sinet e miz Kerzu 1972 : an div Stad a anavezas eben, he dishualded hag he riegezh hag an harzoù a voe degemeret evel ma oant.
Stourmoù ar studierien ha sponterezh
kemmañE 1966 e voe savet un emglev bras etre daou strollad politikel brasañ BRD : CDU (tu dehou) ha SPD (tu kleiz). Ne chome mui enebiezh bet er parlamant, neuze e savas enebiezh e skol-veur frank Berlin. E-touez pennaennoù ar studierien e oa brezel ar Viet-Nam hag ar programmoù skol-veur, blaz ar c’hozh ganto hervez ar studierien. Alies e voe moustret o manifestadegoù gant ar gouarnamant rak displijet e oa ganto. D’an 2 a viz Even 1967 e voe lazhet ur studier anvet Benno Ohnesorg gant ar polis, nepell diouzh an Deutsche Oper (Charlottenburg), da-geñver ur vanifesadeg a-enep donedigezh shah Iran e Alamagn. Ar wech kentañ e oa da Ohnesorg kemer perzh en ur vanifestadeg, e varv a roas neuze kalz nerzh da emsavadeg ar studierien. D’an 11 a viz Ebrel 1968 e voe tennet war Rudi Dutschke (unan eus ar re a oa e penn emsavadeg ar studierien) pa’z ae kuit eus burev e gevredigezh studierien e Kurfürstendamm. Tennet e voe gant ur micherour yaouank. Ne varvas ket Dutschke, met ar studierien a lakaas bec’h war embannadurioù Axel Springer, dre ma oa bet embannet gantañ kazetennoù a embanne : « Harzit Dutschke bremañ ! » Emsavadeg ar studierien a chomas a-sav e 1970, met merket e voe ar gevredigezh : tostoc’h ouzh ar politikerezh e oa ar re yaouank, kemmet e voe mont en-dro ar skolioù-meur, muioc’h a wirioù a voe evit ar merc’hed. Ur strollad tud a felle dezho kenderc’hel da stourm a grouas ar Rote Armee Fraktion (RAF) e Berlin. E penn ar strollad e oa Andreas Baader, Ulrike Meinhof ha Gudrun Ensslin. E-kerzh ar bloavezhioù 1970 e tapjont ha lazhjont tud a oa e penn embregerezhioù ha politikourien. Baader ha Meinhof en em zistrujas pa oant en toull-bac’h. Ar re all a guzhas e DDR betek ma kouezhfe ar Voger e 1989.
Diskar ar Voger
kemmañ- Gwelout : Moger Berlin
Ar C’hemm (alamaneg : die Wende) hirc’hortozet a c’hoarvezas e miz Mae 1989. Gouarnamant Hungaria a embannas e laoskfe tud DDR da vont d’ar C’hornôg dre dremen dre Hungaria. Kemend-se ne blijas ket da SED, hag a zivizas strishaat ar reolennoù beajiñ. Met annezidi DDR a glaskas tec’hout dre dremen dre gannatioù BRD e Berlin ar Reter, Praha, Varsovia ha Budapest. D’an 10 a viz Gwengolo ec’h embannas Gyula Horn, ministr aferioù diavaez Hungaria, e tigore an harzoù etre e vro hag Aostria. Kemend-se a dalveze e c’halle tud DDR tizhout BRD. E diabarzh DDR e voe savet ur strollad anvet Neues Forum (forom nevez), gant skoazell an Iliz. Pal ar strollad a oa stourm evit gwirioù mab-den ha lakaat SED da cheñch politikerezh. Egon Krenz a gemeras plas Erich Honecker. D’ar 4 a viz Du voe bodet 500 000 den war Alexanderplatz, goulenn a raent ma vefe adreizhet ar politikerezh. D’ar mare-se e oa war-dro 10 000 den o kuitaat DDR bemdez. Rankout a reas Politbüro DDR asañtiñ leuskel an dud da vont da vBDR. Embannet e vo an dra-se gant Günter Schabowski d’an 9 a viz Du, e-kerzh un abadenn skinwel. Pa voe goulennet outañ pevare e teufe da wir an diviz, e valbouzas hag e lavaras : «Diouzhtu.» Kerkent e profitas tud ar Reter hag e krogjont da dreuziñ ah harz etre div lodenn ar gêr. Ne oa bet roet urzh ebet d’ar warded, setu ma laoskjont anezho d’hen ober.
Unvanidigezh
kemmañDilennadegoù dieub kentañ DDR abaoe 1949 a c’hoarvezas e miz Meurzh 1990, trec’h e voe ar c’hengevredad savet tro-dro CDU, ha kaset gant Lothar de Maizière. A-boan ma oa bet unvanet Alamagn e teuas Berlin da vezañ ur gêr-stad. An emglev unvanidigzh a voe sinet e palez ar prinz hêr (straed Unter den Linden) e miz Eost 1990. E miz Gwengolo en em vodas kannaded ar Stadoù-Unanet, re Vro-C’hall, re Vro-Saoz ha re eus Rusia : sinañ a rejont an emglev 2+4, a dalveze e oa echu gant aloubadeg Alamagn. E 1991 e votas (338 mouezh a-du, 320 a-enep) kannaded parlamant Alamagn (Bundestag) evit ma vefe kaset ar gouarnamant da Verlin en-dro. D’an 8 a viz Gwengolo 1994 e voe aozet lidoù pa’z ae kuit ar soudarded kornôg diwezhañ bet chomet e Berlin.
Republik Berlin
kemmañParlamant Alamagn a guitaas Bonn e 1999, ha d’an 19 a viz Ebrel en em stalias er Reichstag nevesaet. Tamm-ha-tamm e voe aozet ar vuhez politikel hag armerzhel er c’harter (Regierungsviertel : karter ar gouarnamant) tro-dro d’ar parlamant. Kalz cheñchamantoù a zo bet abaoe m’eo bet adunvanet Berlin. Lod brasañ ar c’harterioù a zo bet nevesaet, ha Mitte a zo deuet da vezañ kreiz ar gêr en-dro.
Mirdioù Berlin
kemmañ- Mirdi yuzev, savet gant Daniel Libeskind
- Mirdi an Teknologiezhioù (Kreuzberg)
- Neue Nationalgalerie, unan eus savadurioù diwezhañ Ludwig Mies van der Rohe
- Bauhaus-Archiv
- Berlinische Galerie
- Bröhan-Museum
- Brücke-Museum
- Ethnologische Museum
- Gemäldegalerie
- Jagdschloss Grunewald
- Kulturforum
- Museum Berggruen
- Museum Europäischer Kulturen
- Museum für Gegenwart (Berlin)
- Museum für Indische Kunst
- Museum für Ostasiatische Kunst
- Musikinstrumenten-Museum
- Museum für Naturkunde der Humboldt-Universität zu Berlin
- Mirdi DDR
Da weladenniñ
kemmañKarter ar gouarnamant (Regierungsviertel)
kemmañDiazezet eo ar c’harter-se tro-dro d’ar Reichstag, (ennañ e vez bodet ar Bundestag). A-gozh eo bet gouestlet al lodenn-se eus Berlin d’ar politikerezh ha d’an diplomatiezh. Ennañ e kaver :
- Ar Reichstag, kambr izel parlamant Alamagn
- Ar C’hañsellerdi
- Wilhelmstrasse (ministrerezh an arc’hant, kannaddi ar Rouantelezh-Unanet ha hini Bro-C’hall)
- Karter ar c’hannaddioù (Botschaftsviertel) tost eus Tiergarten
Karterioù all
kemmañ- Kastell bihan Humboldt (Humboldt-Schlösschen) e Tegel
- Kastell Biesdorf
- Marzahn
- Tierpark ha kastell Friedrichsfelde
- Kastell Köpenick, deuet da vezañ ur mirdi arz an Azginivelezh, arz barok ha rokoko
- Pennti chase Grunewald
- Pennti chase Glienicke
- Ar pont a-us ar stêr Glienicke, deuet da vezañ brudet dre ma oa lec’h eskemm ar spierien da vare ar brezel yen
- Pfaueninsel (enezenn ar paoned) ;
- East Side Gallery (ul lodenn eus ar Voger) e karter Friedrichshain
- Checkpoint Charlie : al lec’h tremen etre Berlin ar C’hornôg ha Berlin ar Reter
Berlin nevez (Potsdamer Platz)
kemmañAdsavet penn-da-benn eo bet ar c’harter. Pa oa rannet Berlin ne oa nemet un no man's land anezhañ. E-touez ar savourien o deus labouret a-benn nevesaat ar c’harter emañ Richard Rogers, Rafael Moneo, Renzo Piano hag Arata Isozaki. Savadurioù :
- Sony Center, ennañ Mirdi ar Film
- Savadur Daimler, ennañ ur greizenn genwerzh (Arkaden), meur a sal sinema hag ur c’hoariva
- Kulturforum
- Berliner Philharmonie, ur sal sonerezh gouestel da laz-seniñ Berlin, lesanvet « Sirk Karajan » gant ar Verliniz, a-benn enoriñ an den a oa en e benn etre 1954 ha 1989
- Neue Nationalgalerie
- Maen-koun ar yuzevien bet lazhet e-pad an eil brezel-bed, bet digoret e miz Mae 2005. (gwelout Monumant da Yuzevien Europa drouklazhet).
Savet e vo un greizenn ditouriñ diwar-benn mont en-dro ar stad nazi nepell eus Potsdamer Platz. Kroget eo al labourioù d’an 2 a viz Du 2007. Staliet e vo e-lec’h ma oa burevioù Gestapo ha re SS.
E kreiz-kêr reter
kemmañ- Museumsinsel : Enezenn ar mirdioù
- Berliner Dom : iliz-veur Berlin
- Lustgarten : liorzh en enezenn ar mirdioù
- Unter den Linden
- Die Neue Wache : evit holl c’houzañverien an holl vrezelioù. Enni un eilad eus delwenn ar Vamm hag he mab marv (Käthe Kollwitz)
- An arsanailh kozh (Zeughaus) : ennañ emañ an Deutsches Historisches Museum
- Staatsoper Unter den Linden, bravañ opera Berlin (en holl ez eus tri anezho)
- Friedrichstadt-Palast Berlin
- Iliz-veur Santez-Hedwige (katolik) er Bebelplatz, enni ur monumant da zerc’hel soñj eus al levrioù bet devet eno (e-kreiz ar blasenn ez eus ur prenestr a ziskouez estajerennoù goullo ul levraoueg)
- Alte Bibliothek, stag ouzh skol-veur Humboldt
- Skol-veur Humboldt (Humboldt-Universität)
- Staatsbibliothek zu Berlin (levraoueg stad)
- Brandenburger Tor : unan eus arouezioù brudetañ Berlin eo
- Pariser Platz, enni kannaddi Bro-C’hall ha leti Adlon, unan eus ostalerioù brudetañ Berlin
- Alexanderplatz ha Nikolaiviertel
- Fernsehturm (tour ar skinwel) : savadur uhelañ Berlin eo (368 m)
- Rotes Rathaus ("ti-kêr ruz" abalamour da liv ar brik : ti-kêr istorel ar gêr eo)
- Marienkirche
- Nikolaikirche, anavezet aes abalamour d' he daou dour
- Gendarmenmarkt, plasenn an archerien, marteze bravañ plasenn Berlin
- Konzerthaus Berlin (bet Schauspielhaus)
- Deutscher Dom (iliz-veur alaman,e su ar blasenn) ha Französischer Dom (iliz-veur c’hall): enno mirdi istor parlamant Alamagn ha hini an hugunoded
- Hackesche Höfe : un hollad savadurioù aozet tro-dro da borzhioù boutin ("Mietcaserne")
E kreiz-kêr kornôg
kemmañEn Tiergarten :
- Siegessäule (kolonenn an trec’h): arouez Berlin ha hini al Love Parade eo
- Kastell Bellevue (annez ar Prezidant)
- Hansaviertel e Moabit, ur c’harter bet dibabet e 1953 evit ur genstrivadeg savouriezh. Ennañ 35 savadur bet ijinet gant 53 savour eus ar bed a-bezh : Alvar Aalto, Egon Eiermann, Walter Gropius, Arne Jacobsen, Wassili Luckhardt, Oscar Niemeyer, Sep Ruf, Paul Schneider-Esleben, Hans Schwippert ha Max Taut.
E-kichen Kurfürstendamm :
- Kaiser-Wilhelm-Gedächtniskirche (iliz an eñvor) : distrujet e voe e-pad an eil brezel-bed, ha miret eo bet evel ma oa e 1945 a-benn derc’hel soñj.
- Europa-Center
- Kranzler-Eck
- Theater des Westens
- Zoologischer Garten, zoo brasañ Europa eo
- Deutsche Oper Berlin (e Bismarckstraße, karter Charlottenburg)
- Kaufhaus des Westens (KaDeWe) : stal vrasañ Europa eo
- Funkturm (tour ar skingomz)
- Kastell Charlottenburg
- Luisenstädtischer Kanal
Ar c'harterioù
kemmañ- Gwelout ivez : Karterioù Berlin
D'an 10 a viz Even 1998, e voe tremenet ul lezenn da nevesaat an traoù (Bezirke en alamaneg). D'ar 1añ a viz Genver 2001, an niver a garterioù a dremenas eus 23 da 12 :
Anvioù an arondisamantoù nevez |
Anvioù ar c'harterioù kozh |
Gorread e km² |
Poblañs | |
---|---|---|---|---|
I | Mitte | Mitte, Tiergarten, Wedding | 39,74 | 320,420 |
II | Friedrichshain-Kreuzberg | Friedrichshain, Kreuzberg | 20,16 | 256,419 |
III | Pankow | Prenzlauer Berg, Weißensee, Pankow | 103,07 | 348,412 |
IV | Charlottenburg-Wilmersdorf | Charlottenburg, Wilmersdorf | 64,72 | 315,054 |
V | Spandau | Spandau | 91,91 | 225,856 |
VI | Steglitz-Zehlendorf | Steglitz, Zehlendorf | 102,50 | 288,285 |
VII | Tempelhof-Schöneberg | Tempelhof, Schöneberg | 53,09 | 335,171 |
VIII | Neukölln | Neukölln | 44,93 | 306,214 |
IX | Treptow-Köpenick | Treptow, Köpenick | 168,43 | 233,923 |
X | Marzahn-Hellersdorf | Marzahn, Hellersdorf | 61,74 | 252,602 |
XI | Lichtenberg | Lichtenberg, Alt-Hohenschönhausen | 52,29 | 258,455 |
XII | Reinickendorf | Reinickendorf | 89,45 | 246,118 |
Hin
kemmañKevandirel eo hin Berlin, ha bras eo an diforc'h temperadurioù etre ar goañv (yen ha sec'h) hag an hañv (kentoc'h tomm hag arnevek). E-pad an hañv eo e vez ar muiañ a c'hlav. D'an 11 a viz Gouere 1959 e voe an devezh tommañ (38.1 °C) ha d'an 11 a viz C'hwevrer 1929 e voe an devezh yenañ (-26 °C). Keidenn-bloaz : 9.7 °C.
Poblañs
kemmañEil kêr bobletañ Unvaniezh Europa eo Berlin ma kemerer da ziazez gorread ar gêr (ha n'eo ket hini ar veurgêr).
Dasparzh ar boblañs er c'harterioù
kemmañKarter | Poblañs (30 a viz Du 2005) |
Gorread e km² |
---|---|---|
Charlottenburg-Wilmersdorf | 315 473 | 64,72 |
Friedrichshain-Kreuzberg | 261 734 | 20,16 |
Lichtenberg | 258 926 | 52, 29 |
Marzahn-Hellersdorf | 250 547 | 61, 74 |
Mitte | 323 187 | 39, 47 |
Neukölln | 305 940 | 44, 93 |
Pankow | 354 053 | 103, 01 |
Reinickendorf | 244 430 | 89, 46 |
Spandau | 225 097 | 91, 91 |
Steglitz-Zehlendorf | 288 862 | 102, 50 |
Tempelhof-Schöneberg | 333 330 | 53, 09 |
Treptow-Köpenick | 235 411 | 168, 42 |
Berlin | 3 396 990 | 891, 82 |
Emdroadur poblañs Berlin
kemmañ
|
|
|
Poblañs ha broadelezhioù
kemmañE Berlin e kaver ivez annezidi a orin eus Turkia (113 779), Polonia (44 400), Serbia (23 370), Rusia (14 615), Italia (14 446), Stadoù-Unanet (13 761), Bro-C'hall (12,611), Vietnam (12 165), Kroatia (11 029), Bosnia ha Herzegovina (10 576), Rouantelezh Unanet (9 797), Gres (9 749), Aostria (8 813), Ukraina (8 709), Liban (7 691), Spagn (6 637), Sina (6 013), Bulgaria (6 621) ha Thailand (5 878).
Armerzh
kemmañ2007 EUROSTAT[4] | Gorread | Poblañs | produadur diabarzh kriz (PDK) e bilion | produadur diabarzh kriz (PDK) dre zen |
---|---|---|---|---|
Berlin | 892 km² | 3 420 000 | € 85 | € 24 900 |
Alamagn | 357 050 km² | 82 000 000 | € 2 482 | € 29 500 |
UE 27 | 4 325 675 km² | 498 000 000 | € 12 363 | € 24 900 |
Treuzdougen
kemmañE Berlin ez eus bet savet meur a rouedad treuzdougen a-benn aesaat an tremen e kêr[5] En holl ez eus 979 pont savet a-us 197 km hent-dour, ha 5334 km a hentoù (73 km anezho o vezañ gourhentoù, "Autobahn"). E 2006 e oa 1 milion 416 karr (dre geflusker) enrollet e kêr[6]. Gant 358 karr evit 1000 annezad e 2008 (570/1000 en Alamagn) ez eo Berlin at stad alaman hag ar gêr europat gant an nebeutañ a girri dre annezad[7].
E Berlin e c'haller tapout trenioù da vont da gêrioù all, en Alamagn koulz hag e broioù all en Europa. Trenioù rannvrole a gas an dud d'ar Brandenburg ha d'ar Mor Baltel. Berlin Hauptbahnhof eo ti-gar brasañ Europa[8]. Ennañ e c'haller tapout trenioù da vont da Nürnberg, Hamburg, Freiburg, Moskva, Vienna, ha Salzburg.
Brudet eo Berlin evit an niver a hentoù gouestlet d'an dud war varc'h-houarn (en holl ez eus 620 km a roudennoù divrodegoù)[9] Bez eus war-dro 710 marc'h-houarn evit 1000 annezad. War-dro 500 000 den a ya war varc'h-houarn bemdez, da lavaret eo 13% eus an tremen e Berlin e 2008 ha tizhout 15% e 2010 eo ar pezh a oa bet embannet gant Sened Berlin[10]. Berliner Verkehrsbetriebe ha Deutsche Bahn eo an daou embregerezh a ra war-dro an treuzdougen e Berlin[11].
Sistem | Arsavioù/ Linennoù/ Hirder ar rouedad | Tremenidi (dre vloavezh) | Oberataer/ Notennoù |
---|---|---|---|
S-Bahn | 166 / 15 / 331 km | 376 milion | DB/ trenioù |
U-Bahn | 173 / 10 / 147 km | 457 milion | BVG/ Dreist-holl dindan douar. Servij 24e/24 war an dibenn-sizhun |
Tramway | 398 / 22 / 192 km | 171 milion | BVG/ E karterioù ar reter dreist-holl |
Karr-boutin | 2627 / 147 / 1626 km | 407 milion | BVG/ En holl garterioù, 46 linenn e-pad an noz. |
Lestr-treizh | 6 linenn | BVG/ Ar memes tiked a c'hall bezañ implijet, forzh pe zoare da veajiñ a vefe dibabet. |
S-Bahn : al linennoù
kemmañ15 linenn S-Bahn a zo :
U-Bahn : al linennoù
kemmañ10 linenn U-Bahn a zo :
Linenn | Penn-linenn | Savet e | Hirder | Arsavioù |
---|---|---|---|---|
Uhlandstraße ↔ Warschauer Straße | 1902 - 1926 | 8,81 km | 13 | |
Pankow ↔ Ruhleben | 1902 - 2000 | 20,39 km | 29 | |
Nollendorfplatz ↔ Krumme Lanke | 1913 - 1929 | 12,10 km | 15 | |
Nollendorfplatz ↔ Innsbrucker Platz | 1910 | 2,86 km | 5 | |
Alexanderplatz ↔ Hönow | 1930 - 1989 | 18,35 km | 20 | |
Berlin Hauptbahnhof ↔ Brandenburger Tor | 2006 - 2009 | 1,47 km | 3 | |
Alt-Tegel ↔ Alt-Mariendorf | 1923 - 1966 | 19,88 km | 29 | |
Rathaus Spandau ↔ Rudow | 1924 - 1984 | 31,76 km | 40 | |
Wittenau ↔ Hermannstraße | 1927 - 1996 | 18,04 km | 24 | |
Rathaus Steglitz ↔ Osloer Straße | 1961 - 1976 | 12,52 km | 18 |
E Berlin ez eus daou aerborzh etrebroadel : Tegel (TXL) ha Schönefeld (SXF), ma tremenas ouzhpenn 21 milion a veajourien e 2009. Gan an daou aerborzh-se e c'haller mont da 166 lec'h disheñvel(123 anezho en Europa) e 50 bro (hañv 2010)[12]. Lakaet eo bet da bal ez afe an holl girri-nij d'un aerborzh nevez savet e Schönefeld a-benn miz Even 2012, hag anvet e vo an aerborzh-se Aerborzh Berlin Brandenburg[13].
Skolioù-meur
kemmañ- Freie Universität Berlin
- Humboldt-Universität zu Berlin
- Technische Universität Berlin
- Universität der Künste
Re all a denn da skolioù kenwerzh :
- Hochschule für Wirtschaft und Recht
- ESCP Business School - Campus Berlin
- International Business School Berlin
Re all heñvel ouzh skolioù ijinourien :
Re all heñvel ouzh skolioù-meur an teknikoù :
- Alice-Salomon-Fachhochschule für Sozialarbeit/-pädagogik
- Evangelische Fachhochschule
- Hertie School of Governance
- Hochschule für Musik Hanns Eisler
Sportoù
kemmañAr C’hoarioù Olimpek a zo bet azoet e Berlin e 1936. Berlin a zo bet ivez e-touez ar c’hêrioù o deus degemeret Kib ar Bed mell-droad e 2006. Ar gourfenn a zo bet aozet en Olympiastadion. E 2009 e voe aozet kampionadoù bed atleterezh er memes lec’h. Bep bloaz e vez aozet Maraton Berlin, hag ar genstrivadeg atleterezh ISTAF, hag a gont evit ar Golden League. Ul lodenn eus WTA Tour (tournamantoù c’hoarierezed tennis) eo Open Berlin, aozet eno abaoe 1979. Diwar atiz FIVB World Tour e vez aozet un tournamant volley bep bloaz, nepell diouzh Alexanderplatz. Skipailh mell-droad Berlin a zo anvet Hertha BSC Berlin. Ur skipailh mell-baner a zo ivez, anvet eo ALBA Berlin. Aet eo ar maout gant ar skipailh-se e-pad an holl gampionadoù broadel etre 1997 ha 2003. E Berlin e kaver ivez ur skipailh hockey war skorn, anvet Eisbären Berlin. Ar skipailh-se a zo bet krouet da vare DDR.
Kleub | Sport | Krouidigezh | Kevre | Sportva | Gourdoner |
---|---|---|---|---|---|
Hertha BSC[14] | Mell-droad | 1892 | 2. Bundesliga | Olympiastadion | M. Babbel |
1. FC Union Berlin[15] | Mell-droad | 1966 | 2. Bundesliga | Alte Försterei | U. Neuhaus |
ALBA Berlin[16] | Basketball | 1991 | BBL | O2 World | L. Pavicevic |
Eisbären Berlin[17] | Hockey war skorn | 1954 | DEL | O2 World | D. Jackson |
Füchse Berlin[18] | Handball | 1891 | HBL | Max-Schmeling-Halle | D. Sigurdsson |
SCC Berlin[19] | Volleyball | 1911 | DVL[20] | Sporthalle Charlottenburg | A. Urnaut |
Köpenicker SC Berlin[21] | Volleyball | 1991 | DVL[22] | Sporthalle Hämmerlingstraße | Jürgen Treppner |
Tud vrudet a Verlin
kemmañTud vrudet bet ganet e Berlin
kemmañ- Albert Lortzing (1801 - 1851), sonaozour, aktour ha kaner
- Max Liebermann (1847 - 1935), livour
- Kurt Tucholsky (1890 - 1935), skrivagner ha kazetenner
- Marlene Dietrich (1902 - 1992), kanerez hag aktourez
- Joseph Weizenbaum (1923 - ), prederour
- Hildegard Knef (1925 - 2002), aktourez, kanerez ha sonazourez
- Suzanne Roquette (1942 - ), aktourez
- Klaus Wowereit (1953 - ), maer Berlin
- Stefan Beinlich (1972 – ), c'hoarier mell-droad
- Guido Buchwald (1961 – ), c'hoarier mell-droad
- Judith Holofernes (1976 - ), kanerez
- Julia Jentsch (1978 - ), aktourez
- Niko Kovač (1971 – ), c'hoarier mell-droad
- Robert Kovač (1974 – ), c'hoarier mell-droad
- Erik Zabel (1970 – ), marc'houarner
- Alexandra Neldel (1976 -), aktourez
- Jeanette Biedermann (1981 -), kanerez hag aktourez
- Leni Riefenstahl (1902-2003), filmaozerez
Tud vrudet bet marvet e Berlin
kemmañ- Karl Abraham (1877 - 1925), mezeg ha bredoniour
- Herluf Bidstrup (1912 - 1988), flemmtresour danat
- Bertolt Brecht (1898 - 1956), skrivagner ha leurennier pezhioù-c'hoari
- Friedrich Ebert (1871 - 1925), prezidant kentañ Republik Weimar
- Adolf Hitler (1889 - 1945), diktatour
- Karl Liebknecht (1871 - 1919), politikour
- Lupu-Pick (1886 - 1931), filmaozour
- Anthony Mann (1906 - 1967), filmaozour
- Rosa Luxemburg (1870 - 1919), damkanourez varksour
Sevenadur
kemmañGoude ma voe bet diskaret moger Berlin (1989), e verzas an dud e oa ur bern tiez dilezet e kreiz-kêr Berlin. Lod brasañ anezho a oa e Mitte. En tiez-se e teuas arzourien liesseurt d’en em staliañ, sonerien en o zouez : evel-se e voe krouet ur seurt sevenadur underground, hag eno e tispakas ar sevenadur tekno, gant toulloù-noz brudet evel Tresor. Hiziv an deiz ez eo brudet c’hoazh ar c’hlubbing e Berlin, gant toulloù-noz evel Kitkatclub pe c’hoazh Berghain. Menegiñ a c’haller ivez Tacheles.
Hiziv an deiz e kendalc’h ar vuhez sevenadurel da vont, daoust d’ar c’hudennoù a-fet arc’hant. Darvoudoù evel CSD (Christopher Street Day) pe Love Parade a laka ur bern tud da vont betek Berlin. Daoust ma’z a war zigresk poblañs Berlin ha ma’z a war gresk an niver a dud dilabour e kendalc’h ur bern tud, studierien koul hag arzourien, da zont da Verlin : a-fet sevenadur ivez ez eo Berlin kêrbenn Alamagn.
Sinema
kemmañFilmoù a c’hoarvez e Berlin :
- Berlin: Die Sinfonie der Großstadt (1927), film digomz gant Walter Ruttmann
- Legende von Paul und Paula gant Heiner Carow (1972)
- Himmel über Berlin gant Wim Wenders (1987)
- Lola rennt gant Tom Tykwer (1998)
- Sonnenallee gant Leander Haußmann (1999)
- Good Bye, Lenin! gant Wolfgang Becker (2002)
- Herr Lehmann (2003) gant Leander Haußmann, diwar-benn Kreuzberg
- Die Fetten Jahre sind vorbei gant Hans Weingartner (2005)
- Der Untergang, gant Oliver Hirschbiegel, 2004
- Sommer vorm Balkon gant Andreas Dresen, 2005
- Das Leben der Anderen, gant Florian Henckel von Donnersmarck, 2007
Gevellerezh
kemmañE-pad ar brezel yen e oa kevelerezhioù Berlin ar c'hornog gant kerioù-penn broioù ar c'hornog ha kevelerezhioù Berlin ar reter gant kerioù-penn broioù Feur-emglev Varsovia dreist-holl.
Berlin he deus hiziv kevelerezhioù gant 18 kêr[23].
|
|
Daveoù
kemmañ- ↑ Indicators for larger urban zones 1999 - 2003, Eurostat.
- ↑ http://www.urbanaudit.org/rank.aspx
- ↑ https://web.archive.org/web/20110522171622/http://www.morgenpost.de/berlin/article1040633/Touristen_stroemen_weiter_in_Rekordzahl_nach_Berlin.html
- ↑ http://docs.google.com/viewer?a=v&q=cache:_JgilxNoYRQJ:epp.eurostat.ec.europa.eu/cache/ITY_PUBLIC/1-18022010-AP/EN/1-18022010-AP-EN.PDF+eurostat+Regional+GDP+per+inhabitant+in+the+EU+27&hl=de&gl=de&pid=bl&srcid=ADGEESimOFSZQ3D5aE2vWgMR3IFlQCzBcdl7NBIWfHjdZMvpwFW1fLwhHg2jvwx0OOnFsKVvbCm1fTNaTNtQ3K0o-8wEm_TAREoTOuCvqMDqLZZwKbZuQJ-jezQV5k1r5FHvP2qj1v6_&sig=AHIEtbQqggVoFeopAcI9aBQ75d0RvwSVRQ PDF, Regional GDP per inhabitant in the EU 27, Eurostat
- ↑ https://web.archive.org/web/20050501165946/http://www.iht.com/articles/2005/05/01/news/mayor5.php Broke but dynamic, Berlin seeks new identityIHT
- ↑ http://www.destatis.de/jetspeed/portal/cms/Sites/destatis/Internet/DE/Content/Statistiken/Verkehr/VerkehrsmittelbestandInfrastruktur/Tabellen/Content75/Fahrzeugbestand,templateId=renderPrint.psml Kraftfahrzeuge und Schienenbestand, Destatis
- ↑ http://www.berlinonline.de/berliner-zeitung/archiv/.bin/dump.fcgi/2009/0811/berlin/0025/index.html Die Hauptstadt des umweltfreundlichen Verkehrs, Berliner Zeitung
- ↑ https://web.archive.org/web/20090108024843/http://www.hbf-berlin.de/site/berlin__hauptbahnhof/en/start.html Berlin Hauptbahnhof, Deutsche Bahn
- ↑ http://www.treehugger.com/files/2007/07/bike_city_berli.php Bike City Berlin, Treehugger
- ↑ http://www.stadtentwicklung.berlin.de/verkehr/radverkehrsanlagen/en/radwege.shtml Bicycle Routes and Facilities Bicycle Paths Senate Department of urban development
- ↑ Amt für Statistik Berlin-Brandenburg, Die kleine Berlin-Statistik
- ↑ https://web.archive.org/web/20110728150316/http://notizie.virgilio.it/notizie/economia/2010/3_marzo/24/aeroporti_nel_2011_unico_scalo_a_berlino_da_27_mln_di_2,23530301.html n 2009 nei 3 scali berlinesi sono transitati 21 mln passeggeri, notizie.virgilio.it
- ↑ https://web.archive.org/web/20080922192300/http://www.berlin-airport.de/EN/BBI/ Airport Berlin Brandenburg International, Airports Berlin
- ↑ Hertha BSC, www.herthabsc.de/
- ↑ Union Berlin, www.fc-union-berlin.de/
- ↑ ALBA Berlin, www.albaberlin.de
- ↑ Eisbären Berlin, www.eisbaeren.de
- ↑ Füchse Berlin, www.fuechse-berlin.de
- ↑ SCC Berlin, www.scc-berlin.de
- ↑ [1]
- ↑ [2], www.k-sc.de
- ↑ [3]
- ↑ Darempredoù kêrioù etrevroadel Berlin. Der Regierende Bürgermeister von Berlin, Referat IV B.
Liammoù diavaez
kemmañ- Istor Berlin, en alamaneg
- Berlin City Panoramas
- Lec'hienn ofisiel Berlin.de
- Lec'hienn ofisiel tolead kêr Berlin-Brandenburg
- Lec'hienn Berlin-Regional
- Lec'hiennBerlin Tourist Information
- Museumsportal Berlin: holl virdioù, kounlec'hioù ha kestell Berlin
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |
Anvet eo bet ar pennad-mañ da bennad mat dre ma tegas brud vat da Wikipedia, an holloueziadur frank, hollvedel ha digoust. Evit gouzout hiroc'h, sellit ouzh roll ar pennadoù mat. |