Urzh an Deatined
Urzh an Deatined, Ordo Clericorum Regularium vulgo Theatinorum (C.R.) en latin[1], zo un urzh beleien gatolik savet e 1524 e Roma gant ar veleien Gaetano Thiene (anvet goude da sant), Gian Pietro Carafa (eskob Chieti, anvet diwezhatoc'h da bab evel Paol IV), Bonifacio de' Colli ha Paolo Consiglieri, izili eus an Oratorio del divino amore e Roma.