Sebadoh
Sebadoh a zo ur strollad sonerien a son tonioù rock indie, bet savet e Westfield, Massachusetts gant Eric Gaffney ha Lou Barlow (bet soner gitar boud Dinosaur Jr). Sebadoh a voe e-touez ar strolladoù evel Pavement ha Guided by Voices hag a grouas al luskad sonerezh anvet lo-fi, ur seurt sonerezh indie diazezet war deknikoù enrollañ diazez, peurliesañ gant enrollerien peder roudenn. Kement-se a glever war oberennoù kentañ ar strollad, evel Weed Forestin' (1990) ha Sebadoh III (1991).
Istor
kemmañLou Barlow a oa soner gitar boud er strollad Dinosaur Jr e dibenn ar bloavezhioù 1980. Daoust ma veze savet kanaouennoù gant Barlow ha Mascis e veze implijte dreist-holl re Mascis[1] Tamm-ha-tamm e krogas Barlow da enrollañ e ganaouennoù en e di. Barlow ha Gaffney a lakaas embann ar c'hasedig Weed Forestin' e 1987 ganbt an ti-embannHomestead Records. Dibab a rejont an anv Sebadoh, ur ger a veze lavaret alies-tre gant Barlow ha na dalvez netra.[2]. Barlow ha Gaffney a savas tonioù a voe embannet dindan stumm ur c'hasedig anvet The Freed Man e 1988. Gerard Cosloy, hag eñ e penn Homestead Records, a lakaas embann The Freed Man dindan stumm un albom klok e 1989. Ur pennadig goude ma vefe bet embannet e voe skarzhet Barlow eus Dinosaur Jr.[3]. Jason Loewenstein a voe degemeret er strollad e 1989, hag e kemeras perzh e enrollañ ar bladenn single "Gimme Indie Rock" e 1991. Dek sonadeg a rejont etre 1989 ha 1990 e Western Mass, Boston, ha New York a-raok lakaat embann o zrede albom anvet Sebadoh III.
Goude un droiad gant fIREHOSE e 1991 e voe degmeret Sebadoh gant an ti-embann Sub Pop (Domino er Rouantelezh-Unanet ha City Slang en Alamagn) e 1992 ha dinda daou viz ec'h embannjont div bladenn EP : Rocking the Forest ha Sebadoh vs. Helmet. Diglok ha mesk-divesk e oa roll tonioù an div bladenn EP, hag a voe adembannet asambles dindan an titl Smash Your Head on the Punk Rock. An albom Bubble and Scrape a voe enrollet etre an hañv hag an diskar-amzer 1992 hag embannet e miz Ebrel 1993. 10 000 skouerenn anezhi a voe gwerzhet dindan ar sizhunvezh goude ma vefe deuet er-maez.
Gaffney a guitaas ar strollad goude embann Bubble and Scrape e 1993. Erlec'hiet e voe gant Bob Fay, hag a sonas war an div bladenn embannet goude-se : Bakesale (1994) ha Harmacy e 1996. Fay a voe skarzhet pa oant oc'h enrollañ The Sebadoh (1999) hag en e lec'h e teuas Russ Pollard, ur mignon da Loewenstein a-orin eus Louisville. Goude an droiad aozet da vrudañ ar bladenn e chomas ar strollad a-sav ha Barlow a labouras war e raktres all, anvet Folk Implosion, tra ma laboure Loewenstein war e bladenn At Sixes and Sevens, hag a zeuas er-maez e 2002. En em vodañ a rejont en-dro hag e sonjont asambles e dibenn 2003 hag e penn-kentañ 2004.
E miz Meurzh 2007 e voe bdoet en-dro Barlow, Gaffney ha Loewenstein hag e stagjont gant o zroiad kentañ abaoe 14 vloaz. Er memes mare e voe adembannet (gant tonioù ouzhpenn) o fladennoù The Freed Man, Sebadoh III, ha Bubble and Scrape.
Kenderc'hel a rejont gant o zroiad e 2008, hag e miz Mae 2008 e sonjont penn-da-benn Bubble and Scrape e-pad ar festival All Tomorrow's Parties e Koko e Londrez.
Pladennaoueg
kemmañPladennoù bras / Dastumadegoù
kemmañ- The Freed Man (1989)
- Weed Forestin' (1990)
- The Freed Weed (1990)
- Sebadoh III (1991)
- Smash Your Head on the Punk Rock (1992)
- Bubble and Scrape (1993)
- Bakesale (1994)
- Harmacy (1996)
- The Sebadoh (1999)
Daveoù
kemmañ- Azerrad, Michael. Our Band Could Be Your Life. New York: Little, Brown, 2001
Notennoù
kemmañ