Paosanias ar Beajour

Ur pennad Paosanias zo ivez.

Paosanias (Παυσανίας), lesanvet Periegesis, a oa ur beajour ha douaroniour eus an IIvet kantved hag a veve en amzer an impalaered roman Hadrian, Antoninus Pius ha Marcus Aurelius. Beajiñ a reas dre Azia Vihanañ, Gres, Makedonia, Italia hag Afrika.

Dornskrid eus 1485, gant Paosanias, er Biblioteca Medicea Laurenziana.

Ganet e oa, a greder, e Magnesia, e Lydia, en Azia Vihanañ, war-dro 110, ha meur a wech e veneg e gêr c'henidik en e oberenn. Mervel a reas e Roma war-dro 180.

Oberenn

kemmañ

Brudet eo e oberenn Deskrivadur Hellaz (Ἑλλάδος περιήγησις / (Hellàdos Periègesis), un hir a labour diwar-benn Hellaz kozh, savet diwar ar pezh a wele, ul liamm a bouez etre lennegezh klasel ha hendraouriezh a vremañ. Setu a skriv Andrew Stewart diwar e benn :[1]

Ur skrivagner war e droad, war evezh, dedennet gant ar veurdez hag ar saourusted hag ivez gant gweledoù divoas ha lidoù kevrinus. Dievezh e c'hall bezañ a-wechoù, lavarout traoù diasur, bezañ diroudet gant e ambrougerien pe e notennoù zoken ; koulskoude n'eus arvar ebet war e onestiz, ha n'eus ket par dezhañ evit a sell an dalvoudegezh.

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa war-dro ar bloaz 110 e ti Gresianed eus Lydia, hag anaout a rae aod kornôg Azia-Vihanañ, met beajiñ a reas kalz pelloc'h eget an inizi. A-raok mont da Hellaz e oa bet en Antioc'heia, Joppa ha Jeruzalem, ha war lez ar stêr Jordan.

En Egipt e oa bet o welet ar piramidennoù, ha templ Amon ma voe diskouezet dezhañ ar meulgan a oa bet kaset d'al lec'h sakr-se gant Pindaros.

E Makedonia e seblant bezañ gwelet bez Orfeüs e Libethra (hiziv Leivithra). Mont a reas neuze da Italia, ma welas Campania ha Roma.

Levrlennadur

kemmañ
  • Akujärvi, Johanna 2005, Researcher, Traveller, Narrator: Studies in Pausanias' Periegesis (Stockholm). ISBN 91-22-02134-5.
  • Alcock, S.E., J.F. Cherry, and J. Elsner 2001, Pausanias: Travel and Memory in Roman Greece (Oxford). ISBN 0-19-517132-2.
  • Arafat, Karim W. 1996, Pausanias' Greece: Ancient Artists and Roman Rulers (Cambridge). ISBN 0-521-60418-4.
  • Habicht, Christian 1985, Pausanias' Guide to Ancient Greece (Berkeley). ISBN 0-520-06170-5.
  • Hutton, William 2005, Describing Greece: Landscape and Literature in the Periegesis of Pausanias (Cambridge). ISBN 0-521-84720-6.
  • Levi, Peter (tr.) 1984a, 1984b, Pausanias: Guide to Greece, 2 vols. (Penguin). Vol. 1 Central Greece ISBN 0-14-044225-1; vol. 2 Southern Greece ISBN 0-14-044226-X.
  • Pretzler, Maria. "Turning Travel into Text: Pausanias at work", Greece & Rome, Vol. 51, Issue 2 (2004), pp. 199–216.

Liammoù diavaez

kemmañ
 

Sellet er Wikimammenn : Paosanias.

Notennoù

kemmañ
  1. One Hundred Greek Sculptors: Their Careers and Extant Works, introduction. March 2007