POUM
Strollad micherourien an unanidigezh marksour (pe POUM, Partido Obrero de Unificación Marxista e spagnoleg, Partit Obrer d'Unificació Marxista e katalaneg) a oa un aozadur dispac'hour spagnol savet e 1935 ha divodet 1937. E izili a gemeras perzh e Brezel Spagn a-enep ar jeneral Franco.
Rann eus | International Revolutionary Marxist Centre |
---|---|
Deiziad krouiñ | 29 Gwe 1935 |
Anv er yezh a orin | Partido Obrero de Unificación Marxista |
Anv berr | POUM, ПОУМ |
Diellaouet gant | La contemporaine |
Diazezer | Joaquín Maurín, Andreu Nin |
General secretary | Joaquín Maurín, Wilebaldo Solano, Julián Gorkin, Andreu Nin |
Stad | Spagn |
Ezel eus | Talbenn ar Bobl (Spagn), Left Front of Catalonia |
Luskad politikel | tu-kleiz pellañ |
Sez sokial | Barcelona, Eil Republik spagnol, Katalonia |
Bet erlec'hiet gant | Socialist Party of Catalonia-Congress |
Erlec'hiañ a ra | Workers and Peasants' Bloc, Communist Left of Spain |
SRGB color hex triplet | FF2402 |
Deiziad divodañ | 1980 |
Rummad evit an izili | Category:POUM politicians |
Krouidigezh
kemmañKrouet e voe POUM e Barcelona d'an 29 a viz Gwengolo 1935 dre gendeuziñ daou strollad all : Izquierda Communista, ur strollad trotskour renet gant Andreu Nin, ha Bloque Obrero y Campesino renet gant Joaquín Maurín. An daou aozadur-se a oa disrannoù eus Strollad komunour Spagn (PCE), hag a oa stalinour d'ar mare-se.
Lavaret e vez e oa POUM un aozadur trotskour. N'eo ket gwir, rak diemglev a oa etre pennoù-bras ha Trotsky. Nac'h a reas pennoù POUM sentiñ dezhañ pa gemennas dezho dilezel ar sindikadoù ha krouiñ sovideoù. Ha Trotsky a glemmas a-zivout « perzh truezus penn-bras » POUM. Un aozadur marksour enepstalinour e oa avat, ha sevel a reas a-enep prosezoù Moskva en e gelaouenn La Batalla. Dre ma oa distag POUM diouzh Komintern e voe fall-tre darempredoù e izili gant ar stalinourien. A-fet etrebroadelezh e oa ezel POUM eus Burev Londrez (deuet da vezañ Kreizenn varksour dispac'hour etrebroadel). J.I.C. (Juventud iberica comunista) a oa aozadur yaouankiz POUM. Renet e voe gant Germinal Vidal ha goude gant Wilebaldo Solano.
POUM e penn-kentañ ar brezel-diabarzh
kemmañMinistr ar justis e Katalonia oa Andreu Nin pa grogas ar brezel. Lemet e voe ar garg digantañ. Etre miz Gouere ha miz Kerzu 1936 e kreskas an niver a izili a oa e POUM, eus 6000 da 30 000, dreist-holl e Katalonia hag e rannvro Valencia. A vent vihan e oa ar strollad memes tra, keñveriet gant ar gomunisted hag an anarkourien. Unan eus izili vrudetañ POUM a voe ar skrivagner saoz George Orwell, hag a gontas e chomadenn e Spagn en e levr Homage to Catalonia. Izili POUM a savas a-du gant ar c'henberc'hennañ aozet e Katalonia abaoe an 19 a viz Gouere 1936. Evel izili CNT e kave da izili POUM e oa liammet ar brezel ouzh an dispac'h. Abalamour d'an holl draoù-se e savas reuz etre PCE diouzh un tu ha POUM ha CNT diouzh an tu all.
Darvoudoù miz Mae 1937 e Barcelona
kemmañD'an 3 a viz Mae 1937 e Barcelona e klaskas rener ar polis (Rodriguez Salas e anv) ha daou c'hant den adtapout dre heg ar greizenn pellgomz, hag a oa dindan dalc'h izili CNT abaoe penn-kentañ ar brezel. Tenn e teuas an traoù da vezañ, ha derc'hel a reas izili CNT. Met aon o doe e vefe taget savadurioù all, neuze e rojont armoù a-benn o difenn. Savet e voe bardelloù er gêr a-bezh : diouzh un tu e oa izili CNT ha re POUM, poliserien ha stalinourien diouzh an tu all. Pennoù-bras CNT ha ministred CNT a c'houlennas gant ar stourmerien chom a-sav gant an emgann, ha heñvel e reas pennoù-bras POUM. Daoust ma renent war ar gêr a-bezh e rankas al labourerien dilezel ar bardelloù. D'ar 6 a viz Mae e paouezas an emgannoù ha distrujet e voe ar bardelloù. Met profitañ a reas izili PCE ha gouarnamant Juan Negrín (kemeret en doa plas Francisco Largo Caballero) eus an darvoudoù-se evit gwaskañ an anarkourien ha re POUM, hag a voe lakaet er-maez lezenn.
Gwask ha berzidigezh
kemmañAr stalinourien a lakaas da grediñ e oa POUM un aozadur hitlerian ha trotskour hag a genlaboure gant ar vroadelourien ha goulenn a rejont ma vefe berzet POUM. Orlov, hag a oa e penn NKVD e Spagn, a lakaas da grediñ e oa bet dizoloet dielloù ma oa anat e oa un emglev etre POUM hag an enebour. D'ar 16 a viz Even 1937 e voe sezizet sez POUM ha harzet e bennoù-bras. Klemm a reas CNT hag izili zo eus ar gouarnamant, met fin POUM e voe. Kenderc'hel a reas ar strollad da embann e gazetenn, La Batalla he zitl, dre guzh.
Divodet e voe an unvezhioù brezel ha lod brasañ o fennoù-bras a voe bac'het. Ul lodenn anezho a voe jahinet pe drouklazhet peogwir n'o doa ket heuliet politikerezh ar gouarnamant a oa dindan beli URSS Stalin. Andreu Nin az eas diwar wel e-pad meur a zevezh, hag adkavet e voe e gorf e-kostez Madrid : drouklazhet e oa bet gant izili spagnol ha rusian GPU[1].
E diskar-amzer 1938 e voe aozet prosez pennoù-bras POUM, Juan Andrade en o zouez. Hini ebet anezho a voe kondaonet da gastiz ar marv.
POUM goude ar brezel : an harlu e Frañs
kemmañPrizonidi POUM (Julián Gorkin, Wilebaldo Solano, Juan Andrade, Pere Bonet) a voe dieubet pa voe tapet Barcelona : kaset e voent da doull-bac'h Cadaqués, ha dont a rejont a-benn da dec'hout kuit. Mont a rejont da repuiñ da Frañs, ma voent bac'het e kampoù-kreizennañ, evel ar republikaned spagnol all.
E penn-kentañ an Eil brezel bed e savas a-du izili POUM gant ar "faezhegezh dispac'hel", hag e kemerjont perzh e Talbenn etrebroadel ar vicherourien (krouet e miz Gwengolo 1938). E Frañs e oa tost a-walc'h POUM ouzh PSOP (Parti socialiste ouvrier et paysan), ur strollad krouet gant Marceau Pivert.
Berzet ha gwasket e voe POUM gant gouarnamant Vichy : e miz C'hwevrer 1941 e voe harzet meur a benn-bras ha kondaonet e voent d'an toull-bac'h gant lez-varn arme Montauban : Wilebaldo Solano (20 vloaz), Ignacio Iglesias (12 vloaz), Juan Andrade (5 bloaz)[2]. E-touez penn POUM a oa chomet dieub e oa Josep Rovira. Bet e oa bet e komandant 29vet Rann-arme ar republik (enni izili POUM). Azalek diskar-amzer 1941 ha daoust d'ar pezh a oa bet divizet gant e strollad e voe e penn strollad Martin ar rouedad Vic. Un aozadur a sikoure an dud da dreuzhiñ ar Pireneoù e oa. Mont a reas an aozadur en-dro betek ma vefe dieubet Frañs[3].
D'ar 17 a viz Gouere 1944 e voe dieubet Wilebaldo Solano gant FFI. E toull-bac'h Eysses e oa. Asambles gant anarkourien all e savas ar batailhon Libertad, hag a oa distag diouzh UNE (Union nationale espagnole, dalc'het gant ar gomunisted) hag e tieubjont Juan Andrade hag a oa bet dalc'het e toull-bac'h Bergerac, daoust ma oa bet dieubet ar gêr[4].
POUM goude an Eil brezel bed
kemmañLa Batalla a voe adembannet en un doare ofisiel azalek miz Gouere 1945. (Muioc'h a ditouroù diwar-benn POUM[5])
Izili POUM a lakaas da bal diskar renadur Franco e Spagn. Met pennoù-bras POUM (Solano, Andrade) a soñje dezho e vefe dibosupl, dre ma kaver gwelloc'h da c'houarnamantoù ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur ha Frañs e chomfe Franco e penn ar vro. E 1948 e soñje d'ar polis e oa war-dro 300 ezel eus POUM e Frañs. Wilebaldo Solano a voe sekretour meur POUM en harlu azalek 1948.
POUM er sinema
kemmañ- Er film Land and Freedom, bet sevenet gant Ken Loach ha deuet er-maez e 1994, ez eo lakaet war wel perzh izili POUM er brezel-diabarzh.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ « Les agents soviétiques ont d’abord fait fabriquer de toutes pièces, par un confident de la police espagnole, les "preuves" devant permettre d’accuser Andres Nin d’espionnage […]. Ces fausses preuves, retrouvées aux Archives historiques nationales de Madrid, fourniront le prétexte à l’arrestation […] Nin est torturé durant deux ou trois jours, puis assassiné par les sbires du NKVD. » Derrière l’assassinat d’Andres Nin, Staline, Libération, 10 a viz Du 1992.
- ↑ Gw. Geneviève Dreyfus-Armand, L'Exil des Républicains espagnols en France, pajenn 148
- ↑ Ibidem, pajenn 162
- ↑ Ibidem, pajenn 178
- ↑ Ibidem
Levrlennadur
kemmañ- Victor Alba, Histoire du POUM, Champ Libre, 1975; adembannet gant Ivrea e 2002
- George Orwell, Homage to Catalonia.
- Mika Etchebehere, Ma Guerre d'Espagne à moi
- Wilebaldo Solano, Le POUM, Révolution dans la guerre d'Espagne, Syllepses, 2002
- Michel Christ, Le POUM : Histoire d'un parti révolutionnaire espagnol (1935-1952), L'Harmattan, 2005
Liammoù diavaez
kemmañ- Diazezadur Andreu Nin
- Testennoù gallek P.O.U.M.