Dizoloadenn hag ergerzhoù Amerika

Dizoloadenn hag ergerzhoù Amerika lesanvet dizoloadenn ar Bed Nevez a vez graet a-boaz eus dilestradeg ur c'hant a dud kemennet gant roueed Spagn Izabel Iañ Kastilha ha Fernando II Aragon war kevandir Amerika a-hiziv (lesanvet « ar bed Nevez ») en o-penn an Amiral Kristol Goulm e-pad nozvezh an 11 d'an 12 a viz Here 1492.

Dizoloadenn hag ergerzhoù Amerika
trip
Iskevrennad eustrip Kemmañ
SponsorIzabel Iañ Kastilha Kemmañ
Lec'hAmerika Kemmañ
Daveennoù douaroniel20°0′0″N 100°0′0″W Kemmañ
Deiziad12 Her 1492 Kemmañ
PerzhiadKristol Goulm Kemmañ
EfedEuropean colonization of the Americas, Columbian Exchange Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Discovery of America Kemmañ
Map
Dilestradeg ar Spagnoliz d'an 12 a viz Here 1492

An nozvezh-se e voe dilestret gant ar strollad war enezenn Guanahani (San Salvador a-hiziv, Karib) gant div karavell (La Pinta ha La Niña) hag ur garakenn, ar Santa María.

An div garavell, doare bigi ijinet gant Portugaliz, a oa kalz lijeroc'h hag aesoc'h da sturiañ evit na oa ar garakenn, ul lestr ponner anezhi. Ar c'houlzad istorel-se a zegas kejadenn daou ved disheñvel a-grenn o devoa diorroet, tost, pep hini eus e du e-pad 12 000 bloaz, goude steuziadur pont-douarel Bering. An anv « Amerika » a zo bet awenet gant anv ar moraer italian Amerigo Vespucci hag a oa bet unan eus kentañ european o kompren e oa ur c'hevandir ha n'eo ket un enezenn nemetken pe ar c'hevandir Azia.

Dillo, an Europeiz a grogo gant dizoloiñ hag ergerzhet ar c'hevandir nevez. Buan ivez e teuio war-wel ur spered trevadennel a voe marvus evit annezidi a-orin eus Amerika : e-fin an 19vet kantved, n'eus mui nemet 260 000 Amerindian war an 2 betek 20 milion a oa hervez an istimadurioù e'us ar XVvet kantved war tiriad SUA a-hiziv. Hervez lod istimadurioù e vefe bet betek 100 milion a Amerindianed war kevandir Amerika a-bezh pa voe dizoloet an tiriad.

Kartenn kentañ beaj Kristol Goulm e 1492-1493