Mont d’an endalc’had

Tad

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tadoù)

Tad eo an hini a grou ar vugale gant ar vamm, pe an hini a sav anezho.

Tad ha mab

Bezañ tad zo da gentañ un afer a embarañ pa gomzer eus bevoniezh evel eus lezenn. Prouiñ piv eo tad ar bugel zo bet ur gwall afer er gevredigezh a-hed kantvedoù. Hervez ar reolennoù degemeret peurvuiañ er gevredigezh europat kristen da vihanañ, e ranke an tad bezañ an hini a oa gwaz ar vamm. Pa veze arvar war an dra-se e veze ur vezh evit an dud e kaoz.

E-keñver al lezenn e veze graet hervez ar gomz latin: Mater semper certa; pater est quem nuptiae demonstrant (Ar vamm a ouzer sur atav; an tad eo an hini a zo diskouezet en dimeziñ). Bremañ gant an araokadennoù skiantel n'eo ket an dimeziñ a ra an tad ken, met ar vevoniezh.

Hervez ar vevoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An tad naturel eo an hini a ra ur bugel gant ur vaouez e-kerzh an embarañ.
  • An tad ganer eo an hini a ra ar bugel, met ne sav ket anezhañ, dre ma kuita ar vamm hag ar bugel peurvuiañ
  • An tad dic'hortoz pe tad hep gouzout dezhañ, pa ne oar an tad ez eo tad nemet pell war-lerc'h, bloavezhioù alies,
  • An tad dalif, pa varv an tad a-raok ganedigezh ar bugel,
  • An tad krennard a zo ur c'hrennard a c'han ur bugel.
  • An tad sperier, ha ne ra nemet reiñ e sper hep en em barañ.

Hervez ar gevredigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An tad-kaer (pe tadeg) eo tad ar pried all
  • An tad-kozh eo tad an tad pe ar vamm
  • An tad-kuñv eo tad an tad-kozh
  • An tad-you eo tad an tad-kuñv
  • Al leztad eo an hini a zimez gant ar vamm ha n'eo ket an tad naturel; an tad-mager a vez graet anezhañ ivez
  • An adtad eo an hini a advugel
  • An tad-paeron eo ar paeron.
  • E-lec'h tad, pe ma zad, pa gomz an den ouzh e dad, e lavar tadig, pe tata e brezhoneg.


Kalz e vez komzet eus pouez an tadoù, pe an ezhec'h, o koazhañ er gevredigezh. Unan eus an abegoù eo ar c'hemm en doare da welout an tiegezh, ha lec'h an tad en tiegezh, pa n'eus ken harzoù divrall etre statud kevredigezhel an tadoù hag ar mammoù evel betek kreiz an XX-vet kantved.


Doue, an Tad, poltredet gant Cima da Conegliano.

Implijet e vez ar ger er relijion gristen, ha gant ar gatoliked dreist-holl.

  • Doue an Tad, a zo unan eus tri ferson an Drinded, e-kichen ar Mab, Jezuz-Krist, hag ar Spered Santel;
    • Sin ar groaz a vez graet en anv an Tad
  • Tadoù an Iliz, eo an oberourien gentañ a zoueoniezh er c'hantvedoù kentañ eus an oadvezh kristen
  • Hon Tad santel ar Pab, a vez graet eus ar pab;
  • Tad zo un titl roet gant doujañs d'ur beleg katolik
    • Anaout a reer evel-se an tad Juluan Maner, an Tad Medar.
    • Deuet eo da vezañ par d'ar ger beleg, evel en titl Un tad kapusin e foar Landi ur pennad-skrid fentus gant an Tad Medar a oa tad kapusin just a-walc'h.
    • Tad, ma zad, a lavarar gatoliked ouzh ur beleg katolik:
  • An Tadoù Gwenn a veze graet ouzh misionerien zo a veze gwisket e gwenn en oadvezh an Trevadenniñ.
Viktor Vasnetsov, Tadelezh

Implijoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Jan Pellicorne hag e vab Caspar, gant Rembrandt van Rijn, XVIIvet kantved.

Implijet eo bet ar ger tad a-hed an istor e troiennoù zo.

  • E Roma gozh e veze graet an anv Pater Patriae (« Tad ar Vammvro ») eus jeneraled zo ;
  • graet e veze an anv-se ivez eus Cosimo de' Medici, lesanvet ivez Cosimo il Vecchio
  • E 1506 e voe graet « Père du Peuple » (Tad ar Bobl) eus ar roue Loeiz XII a Vro-C'hall, gant Stadoù Bro-C'hall dre m'en devoa digresket an tailh, a veze paeet gant an dud dinobl ;
  • « Tad Bihan ar pobloù » a veze graet gant propaganda Unvaniezh ar Pepublikoù Sovietek hag ar strolladoù komunourien eus Job Stalin.

Drevezet eo bet an implij istorel se e Breizh hag e brezhoneg, pa voe graet:

Gouel an Tadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tadoù arall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An Tad Nedeleg zo deuet tamm ha tamm e brezhoneg dre ma veze lidet er skolioù gallek, ha ma veze santet ezhomm da ober heñvel er skolioù brezhonek pa voe krouet Diwan.