Mont d’an endalc’had

Kentigern (sant)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Mungo)
Burzhudoù Kentigern a zo war skoed kêr Glasc'ho

Kentigern, anavezetoc'h e Bro-Skos evel Mungo, a oa ur sant brezhon e rouantelezh vrezhon Strat Clut, en Hanternoz kozh, er VIvet kantved. Anvet e oa Cantigernus e latin ivez, ha Cyndeyrn Garthwys a vez graet anezhañ e kembraeg. Gantañ e voe krouet kêr hag eskopti Glasc'ho.

Savet eo e anv Kentigern diwar ar gwriziennoù "kent" ha "tigern", da lavarout eo "kentañ tiern". Evit 'Garthwys' avat n'haller ket displegañ. Un anv brezhoneg (pe predeneg) eo Mungo ivez, eus my-nghu (mo-chohe e gouezeleg), da lavarout eo 'karedig'. E Bromfield, Cumbria ez eus un iliz kozh en e anv, evel un toullad all en hanternoz Cumbria a vremañ.

Ur buhezskrid a voe savet dezhañ gant ar manac'h Jocelin of Furness war-dro 1185. Lavarout a ra ar manac'h ec'h adskrivas ar vuhez diwar ur vojenn eus Glasc'ho hag un dihell gozh e gouezeleg.

E vuhez hervez ar vojenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mamm Mungo, Thenaw hec'h anv, anavezet ivez evel Santez Thaney, a oa merc'h d'ar roue brezhon Lot, pe Lleuddun (Leudonus e latin), a renas e kornad Haddington, e Bro-Skos hiziv, met e rouantelezh Gododdin da neuze, en Hanternoz Kozh Brezhoned Enez Vreizh.

Lubanet e vije bet gant Owain mab Urien, mab roue Rheged, ha brazezet gantañ, hervez an dornskrid er British Library. Droug a savas en he zad a daolas e verc'h diwar-lein mogerioù e gastell e Traprain Law. Ne voe ket lazhet avat, ha dilezet e voe en ur vagig (coracle) a gasas anezhi a-hed ar stêr Forth betek Culross e Fife. Eno e voe ganet Mungo vihan.

Desavet e voe Mungo gant Sant Serf a oa oc'h avielañ ar Bikted er rannvro-se. Serf an hini a roas dezhañ e anv moumoun, Mungo. Pa voe pemp bloaz warn-ugent e krogas Mungo da avielañ war lez ar stêr Clyde, e-lec'h ma vo savet kêr Glasc'ho.

Degouezhet e oa ar relijion gristen er vro gant Sant Ninian. Diskibion en doe, hag aozet e voe e velegiñ gant un eskob iwerzhonat. Sevl a reas e iliz e kember ar stêr Clyde hag ar Molendinar Burn, e-lec'h m'emañ an iliz-veur grennamzerel hiziv. E-pad trizek vloaz e labouras er c'hornad, treut ar peuriñ gantañ, toenn ul lochig hepken a-us d'e benn, hogen diskibion e-leizh dezhañ, goude gwelout e skouer ha selaou e gomzoù.

En amzer-se e oa enebiezh ruz e Strat Clut ouzh ar gristenien, hag ur roue Morken a reas da Mungo kuitaat ar vro, ha mont da repuiñ da Gembre. Trement a reas dre Cumbria (pe Rheged?) ha mont da-gaout Dewi, da d-Tyddewi ma chomas ur pennad. Ac'haleno ez eas war-zu an hanternoz betek Rouantelezh Gwynedd ma tiazezas iliz-veur Sant Asaph e Llanelwy.

Prest e oa da vont da Roma d'ober un dro-birc'hirinañ, met kemm a oa e Strat Clut, ur roue nevez a oa Rhydderch Hael, ha pediñ a rae Kentigern da zistreiñ. Mont a reas eta, goude envel Asaph da eskob Llanelwy en e lec'h.

E-pad un toullad bloavezhioù edo kador eskob Mungo e Hoddom en Dumfriesshire, hag ac'haleno ec'h avielas distrig Galloway. Distreiñ a reas da Glasgow ma vodas kalzig a dud, hag anavezet oant evel Clas-gu (hag a dalv kement ha 'tiegezh karet'). Tostik aleno, e Kilmacolm, e voe gweladennet gant Sant Columba, a oa e Strathtay da neuze. An daou sant a en em vriatas, a reas kaoz hir, hag a eskemmas o bizhier-eskibien Pa voe deuet kozh e oa kabac'h Mungo hag e c'hroñj a ranke bezañ dalc'hetgant un tamm lien. Hervez a voe kontet e varvas a-greiz kibellat d'an 13 a viz Genver.

Hervez 'Buhez Sant Mungo' e reas pevar burzhud e Glasc'ho. Sed a vez lavaret evit derc'hel soñj anezho:

Here is the bird that never flew
Here is the tree that never grew
Here is the bell that never rang
Here is the fish that never swam
Sed an evn ha nepred ne nijas
Sed ar wezenn ha nepred ne greskas
Sed ar c'hloc'h ha nepred ne sonas
Sed ar pesk ha nepred ne neuias

Dave a ra ar gwerzennoù d'an darvoudoù-mañ:

  • An evn — Mungo a roas buhez en-dro da boc'hruzig Sant Serf, a oa bet lazhet gant bugale all eus e glas evit ma vije tamallet da Gentigern.
  • Ar wezenn — Mungo a oa bet fiziet ennañ diwall an tan e manati Sant Serf. Menel a reas kousket ha mervel a reas an tan. Kemer a reas brankoù eus ur wezenn ha c'hwezhañ an tan.
  • Ar c'hloc'h — Mungo a vije bet e Roma ha degaset ur c'hloc'h ac'haleno gantañ. A-hervez e vije bet implijet en oferinier hag obidoù.

War vez Mungo eo bet savet iliz-veur Glasc'ho. Betek ar C'hempenn Relijiel e terede pirc'hirined da bediñ ar sant, a oa e relegoù er c'hev-iliz.

En deskadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mungo, pe Kentigern, zo anv div skol en Auckland, e Zeland Nevez.

Menegoù el lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • J.K. Rowling a ra anv eus ur St Mungo's Hospital evit ar c'hleñvedoù hud e levrioù Harry Potter, un arouez eus hec'h orin skos.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Sabine Baring-Gould & John Fisher. (1907). Lives of the British Saints.
  • Chrétien de Troyes; Burton Raffel (1987). Yvain, the Knight of the Lion. Yale University Press.
  • A. W. Wade-Evans. (1934). Welsh Christian Origins.
  • John J. Delaney. (1983). Pocket Dictionary of Saints. Image Books.
  • D. O. Hunter-Blair. (1910). Catholic Encyclopedia: St. Kentigern.
  • Nigel Tranter. (1993). Druid Sacrifice. Hodder & Stoughton.
  • Chris Lowe. (1999). Angels, Fools and Tyrants. Canongate Books & Historic Scotland.
  • Elizabeth Rees. (2000). Celtic Saints: Passionate Wanderers. Thames & Hudson.
  • The Catholic Encyclopedia - St. Kentigern (Mungo)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Kentigern.