Arme Dieubidigezh Vroadel Iwerzhonat
Deiziad krouiñ | 1974 |
---|---|
Stad | Iwerzhon, Norzhiwerzhon |
Deiziad divodañ | 11 Her 2009 |
Deskrivet en URL | https://cain.ulster.ac.uk/othelem/organ/iorgan.htm |
An Arme Dieubidigezh Vroadel Iwerzhonat (saozneg:The Irish National Liberation Army; iwerzhoneg: Arm Saoirse Náisiúnta na hÉireann) zo ur strollad damsoudarded republikan iwerzhonat ha sokialour savet d'an 8 a viz Kerzu 1974, e-kerzh ar bec'h a oa padet 30 vloaz hag anvet "the Troubles" (iwerzhoneg: Na Trioblóidí). Ar strollad a oa bet savet gant ar pal disranañ Norzhiwerzhon diouzh ar Rouantelezh-Unanet ha krouiñ ur Republik sokialour gant an enezenn Iwerzhon a-bezh. D'an uhelañ e oa etre 80 ha 100 ezel, bez eo skourr damsoudardel ar Strollad Republikan Sokialour Iwerzhonat.
An INLA a oa bet savet gant izili eus ar strollad Official Irish Republican Army, ar re-se a oa enebet groñs gant un arsav d'ar feulster. Da gentañ e oa anvet Arme Poblel Dieubidigezh (People's Liberation Army). An INLA a zo bet oberiant en ur c'hampagn feulster damsoudardel a-enep ar British Army kement hag ar Royal Ulster Constabulary (RUC) en Norzhiwerzhon. Bet e oa bet oberiant ivez met kalz nebeutoc'h e Republik Iwerzhon, ar Rouantelezh-Unanet hag Europa kevandirel.
An tagadennoù brudetañ gant an INLA a oa bet Droppin Well bombing, Lazhadennoù Hent Shankill e 1994 ha lazhadennoù Airey Neave e 1979 ha Billy Wright e 1997. Atav eo chomet bihanoc'h ha gwanoc'h evit na oa ar strollad damsoudardel Republikan, Provisional IRA. Ouzhpenn-se e oa bet gwanaet gant vendetta etre izili ha kudennoù denel en aozadur. Izili ar strollad a oa bet oc'h implij anvioù kuzh evel People's Liberation Army, People's Republican Army, ha Catholic Reaction Force evit tagadennoù sevenet gant e izili met lec'h ma ne oa ket ar c'hoant anzav e oa bet sevenet gant an aozadur. An INLA a zo bet difennet er Rouantelezh-Unanet d'an 3 a viz Gouhere 1979 gant 1974 gant ar Prevention of Terrorism Acts.
Goude ur c'hampagn armet a oa padet 24 vloaz, an INLA en doa disklêriet un arsav feulster d'an 22 a viz Eost 1998. E miz Eost 1999, en doa embannet ofisiel "N'eus ket abeg politikel pe moral evit reishaat ur gandalc'hadenn eus ar c'hampagn". E miz Here 2009, an INLA en doa embannet ofisiel c'hoazh e c'hoantae kenderc'hel tizhout ar palioù dre doareoù peoc'hus ha politikel, ha kroget e oa da zizarmañ.
An IRSP a embann ur politikerezh "Feulster ebet da gregiñ", ar pezh a rofe an tu d'an dud gwelet ez aio fall ar Good Friday Agreement hep ma vije eus obererezhioù armet.
An INLA a zo un aozadur difennet er Rouantelezh-Unanet dre an Akta Sponterezh eus 2000 ha dilezennel eo gwelet e Republik Iwerzhon.