Mont d’an endalc’had

Tchingiz C'han

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gengis Khan)
Gengis Khan
Gengis Khan

Poltred faltaziek Tchingiz C’han. Mirdi broadel Taipei (Taiwan)

Tchingiz C’han[1] (distaget: [ʧiŋgɪs χaːŋ]; mongoleg: Чингис Хаан; sinaeg: 成吉思汗; turkeg: Cengiz Han) Temüjin (mongoleg: Тэмүүжин; sinaeg 鐵木真, pinyin: Tiěmùzhēn) diouzh e anv gwir, ganet e 1162 ha marvet e 1227 a voe alouber hag impalaer en Azia. C’han[2] ha C’hagan (C’han ar C'haned pe C’han Meur) a voe e lesanvioù politik. Impalaer mongol e voe. Unvaniñ a reas ar meuriadoù turk ha mongol kantreer eus kreiz Azia ha dre-se e savas e impalaeriezh. Aloubiñ a reas al lodenn vat eus Azia, Sina, Rusia, Persia, darnvuiañ ar Reter-Nesañ. Reter Europa a yeas gantañ ivez.

E vab-bihan, Koubilai C'han, a voe impalaer kentañ an Tiernelezh Yuan e Sina.

Ne ouzer ket gwall dra eus yaouankiz. Tro 1162 eo ganet, e rannvro Khentii e Dunlunboldag a-hed an Onon e Mongolia. E anv Temüjin eus an turkeg-mongoleg temür, tömör a dalvez houarn. Mab henañ Yesügei eo, hemañ penn meuriad Borjigin (Боржигин), ha Hoelun a oa e vamm, homañ eus meuriad Olkhunut. Hervez ar mojennoù mongol e vefe bet ganet ur bouloudenn-wad e stumm un askornig en e zorn. Sin e rafe traoù dreistordinal e oa.

Kalet e vefe bet e vloavezhioù kentañ. Da 9 bloaz ez eas Borte da zanvez-pried dezhañ, homañ eus ur meuriad galloudus (Khongirated). Ret e oa dezhañ bevañ gant e familh-gaer evit priz e zanvez-pried dre e labour. E dad avat a varvas trumm. Binimet e voe er c'heoteg velen, pa oa o vanvezañ gant an Dartared. Temüjin a oa re yaouank : ne blegas ket e veuriad dezhañ enta. Meuriad an Dayichouted a yeas ar galloud gantañ. Ar chatal a yeas ganto ivez hag an intañvez Yesügei a chomas he-unan gant he familh.

Ar bloavezhioù da heul e chomas o kantreadiñ gant e familh Tchingiz C’han. Un deiz e voe skrapet gant ur meuriad all, met en em zieubiñ a reas a-drugarez da sikour unan eus e skrapourien. E-pad ar bloavezhioù reuzeudik-se e voe lazhet o hanter-vreur Bekter gant eñ hag e vreur Kassar. Tamm-ha-tamm e voe adperc'hennet o madoù ganto.

Dimeziñ a reas da Bortë pa oa 16 vloaz, met hi a voe skrapet d'he zro, gant meuriad ar Verkited. Friket e voent gant Temüjin avat, a-drugarez da skoazell Toghril ha Djamuka, penn an Djadjirated. Ganet e oa bet Jochi, e vab henañ, 9 miz rik-ha-rik goude dieubidigezh e vamm, se zo kaoz n'eo ket sur eo e vab da vat...

Pa oa 19 vloaz e vo deskrivet Temüjin evel ur brezelour taer, bras ha kigennet. Ur politikour fin e oa ivez ha rak se e voe unvanet ar meuriadoù mongol all gantañ. Kreskiñ a reas e vrud hag ur bern tud yaouank c'hoant ganto mont pelloc'h en em vodas tro-dro dezhañ. Bortchou, Djelmé, Djebé ar Bir ha Subötai a oa en o zouez : ar pevar c'hi gouez a voe graet anezho.


Temujin zo bet 3 bruer hag 1 c'hoar dezhañ :

  • Khasar (breur)
  • Khajiun (breur)
  • Temüge (breur)
  • Temülen (c'hoar)

D'e bried Borte en deus bet 4 mab :

An holl anezho a yeas da vrezeliñ gantañ ha c'hanioù e voent d'o zro. Ogödei a yeas da ‘’C'hagan'’ (C’han Meur) avat.


Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Menegiñ a reas ar furm brezhonek-se Meven Mordiern : Gwalarn, niv. 86, Genver 1936, p. 41.,
  2. Talvezout a ra roue ar ger holldurgek c’han ha c’hagan a zo evel impaler.