Europa (kevandir)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
- Gant ar ger Europa e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Europa (disheñvelout).
Rann eus | Eurazia, Ostfeste, Douar, Afro-Eurasia |
---|---|
Anv berr | 欧, 歐, 欧 |
Anvet diwar | Europa, merc'h Agenor |
Stad | talvoud ebet |
Gwerzhid-eur | Europe/Athens, Europe/Brussels, Europe/London, Kaliningrad Time, Europe/Moscow |
Lec'hiadur | Hantervoul norzh |
Daveennoù douaroniel | 48°41′27″N 9°8′26″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter | 56°0′0″N 41°0′0″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh | 71°0′0″N 24°0′0″E |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su | 36°0′0″N 6°0′0″W |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg | 52°0′0″N 10°0′0″W |
Poent uhelañ | Elbrous |
Lowest point | Mor Kaspia |
A zo stok ouzh | Azia |
Studiet gant | European studies |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 200000 years BCE, 1200000 years BCE |
Domani internet | .eu |
Banniel (deskrivadur) | Banniel Europa |
Douaroniezh an danvez | geography of Europe |
Istor | istor Europa |
Ekonomiezh an danvez | economy of Europe |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Europe |
Tikedenn Stack Exchange | https://opendata.stackexchange.com/tags/europe |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Europe |
Ur c'hevandir eo Europa, hervez lod ne vefe nemet un iskevandir eus an hollad brasoc'h a vez graet Eurazia anezhañ.
Orin an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv eus ar briñsez Europa, merc'h d'ar roue Sidon ha honnezh, hervez ar vitologiezh c'hresian, a oa bet skrapet gant Zeus peogwir e vage karantez outi. Europa ne gredas ket nac'h mont war kein an doue p'en doa kemeret stumm un tarv kaer ha jentil-tre. Lammat a reas Zeus dreist gorre ar mor betek Kreta, enez e c'hanedigezh. Eno e c'hanas Europa Minos ha Rhadamantos, barnerien ar re varv. Roet e voe anv Europa d'ar c'hevandir, a oa chomet dizanv c'hoazh, da heul ur soñj deuet d'ar briñsez pa oa ur grennardez anezhi.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevennoù Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre m'eo Europa un iskevandir muioc'h eget ur c'hevandir end-eeun eo kemm-digemm ar bevennoù anezhañ.
Hervez an douaroniourien e heuilh ez eo bevennoù gant ar Mor Kreizdouar, strizh-mor Bosfor, Menez Elbruz ha Menez-Oural.
Evit abegoù istorel, politikel ha sevenadurel e vez ledetoc'h Europa a-wechoù : Armenia, Island ha Kiprenez zo lakaet da europat ivez neuze ; e Kuzul Europa emañ Armenia ha Kiprenez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh eo bet kavet ar roudenn goshañ lezet gant un tantad graet gant mab-den war-dro 400 000 bloaz zo e mougev Menez Dregan, war an aod e Ploeneg).
Kalz brezelioù a voe renet etre broioù Europa.
Istor nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peogwir o deus bet c'hoant da berc'hennañ kalz broioù all war ar bed eo en em gannet broioù Europa kenetrezo. Se eo abeg ar c'hentañ brezel-bed (1914-1918). Pa voe echu ar brezel-se e voe izelaet ha mezhekaet Alamagn gant Bro-C'hall, setu perak e voe an brezel-bed nevez (1939-1945).
Ur wech echu an Eil Brezel-bed, setu troc'het Europa etre Europa ar C'hornôg, a-du gant Amerikaned, hag Europa ar Reter, dindan beli an Unaniezh Soviedel.
Kroget e voe da unvaniñ broioù Europa ar c'hornôg goude an Eil Brezel-bed. E dibenn an XXvet kantved ez eas ar bed komunour d'ar strad, pa voe diskaret moger Berlin d'an 8 a viz Du 1989 ; setu perak e vez klasket bremañ unaniñ broioù Europa ar reter gant reoù ar c'hornôg.
Doareoù da rannañ Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Un doare da rannañ Europa
hervez an Istor hag ar sevenadur -
Europa ar yezhoù
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Europa ar C'hornaoueg
- Europa ar C'hreiz
- Europa ar Gevred
- Europa an Norzh
- Europa ar Reter
- Europa ar Su
- Kuzul Europa
- Unaniezh Europa
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Étienne François & Thomas Serrier (renerien), Europa, notre histoire: L'Héritage européen depuis Homère, Les Arènes, 2017 (ISBN 978-2-35204-603-5)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kevandirioù ha rannvedoù | |||
Norzhamerika |
Europa |
Eurazia |
Azia |
Amerikaoù |
Eurafrazia |
Okeania |
Aostralia |
Suamerika |
Afrika |
Antarktika |
Gourgevandirioù kozh : Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia |