Charlez IV (Bro-C'hall)
Neuz
(Adkaset eus Carlos Iañ Navarra)
Charlez IV, ganet d'an 18 a viz Even 1294 ha marvet d'an 1 a viz C'hwevrer 1328, a voe roue Bro-C'hall, ha Roue Navarra evel Carlos Iañ Navarra, eus 1322 betek 1328.
Mab e oa da Fulup IV ha Janed Iañ Navarra.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas:
- da Blanche Bourgogn (war-dro 1296-1326), etre 1308 ha 1322, bac'het e voe ar rouanez ha torret e voe an eured;
- da Marie de Luxembourg (1322-1324)
- da Jeanne d'Évreux (1325-1328)
War e lerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'en doe Charlez IV mab ebet, ma tremenas ar gurunenn etre daouarn e gendirvi eus an tiegezh Valois, tra ma'z eas kurunenn Navarra gant e nizez, Jeanne.
Daoust da se e voe tabut diwar-benn hêrezh Charlez IV ha kurunenn Bro-C'hall etre an tiegezh Valois, eus lignez ar wazed, hag an tiegezh Plantagenêt, eus lignez Isabelle, c'hoar Charlez, hag un dek vloaz goude e savas brezel, brezel ar c'hant vloaz.
En e raok: Fulup V |
Roue Bro-C'hall Roue Navarra 1322 – 1328 |
War e lerc'h: Fulup VI |