Sonerezh surf
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn ar sonerezh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar sonerezh surf zo un is-doare eus ar sonerezh rock a liammer alies ouzh sevenadur ar surf, dreist-holl e Su Kalifornia. Brud bras en doa bet etre 1962 ha 1964.
Rock binvioù arzourien evel Duane Eddy, Link Wray ha The Ventures a voe kaset pelloc'h gant Dick Dale, a lakaas ouzhpenn ur reverb "gleb" heverk, ur picking fonnus a-bep-eil ha levezonoù eus ar Reter Nesañ hag eus Mec'hiko. Produet en doa ar verzh rannvroel Let's Go Trippin' e 1961 o lañsal giz ar sonerezh surf, heuliet gant kanaouennoù mestal Misirlou (1962).[1] Par da zDale hag e zDel-Tones e oa deuet ar brasañ eus ar strolladoù sonerezh surf kentañ eus Su Kalifornia, evel The Bel-Airs, The Challengers hag Eddie & The Showmen.[1] E-touez an dekvet kanaouenn gwerzhetañ e oa erruet kanaouenn The Chantays Pipeline e 1963 tra m'en doa graet berzh Wipe Out gant Surfaris (1963) e roll 1965 ar Billboard[2].
Berzh brasañ ar sonerezh surf a oa deuet gant sonerezh mouezhiet ar strollad The Beach Boys, bodet e 1961 e Su Kalifornia. En o albomoù kentañ e oa sonennoù binvioù (lod anezho adkemeret diwar labour Dick Dale) ha kanaouennoù mouezhiet a denne muioc'h d'ar rock 'n' roll ha d'an doo wop pe heson tost strolladoù-mouezh evel Four Freshmen. Berzh kentañ the Beach Boys a voe Surfin' e 1962[3]. Evelato e lavarer e oa echu gant giz ar sonerezh surf ha red-vicher ar strolladoù-se pa oa deuet amzer an Aloubadeg Vreizhveuriat e 1964 : hogozik an holl verzhioù surf a oa bet enrollet hag embannet etre 1961 ha 1965. Ar Beach Boys hepken a zeuas a-benn da zelc'her berzh da c'houde, oc'h embann albomoù ha singloù gouest da geveziñ gant reoù The Beatles, evel an albom Pet Sounds e 1966.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) J. Blair, The Illustrated Discography of Surf Music, 1961–1965 (Ypsilanti, MI: Pierian Press, 2nd edn., 1985), ISBN 0-87650-174-9, p. 2.
- ↑ (en) J. Blair, The Illustrated Discography of Surf Music, 1961–1965 (Ypsilanti, MI: Pierian Press, 2nd edn., 1985), ISBN 0-87650-174-9, p. 75.
- ↑ (en) W. Ruhlman, et al., "Beach Boys", in Bogdanov et al., 2002, pp. 71–75.