Maria Aurora Uggla
Maria Aurora Uggla pe Ehrengranat (1747–1826) a oa ur gontez svedat. Dimezell a enor e oa gant Rouanez Sveden, Sofia Magdalena Danmark, pried ar roue Gustav III, ha mignonezed e oant. Goude-se e voe lakaet e penn lez ar priñs pennhêr Gustav Adolf.
Kuzulierez Sofia Magdalena e oa, hag ar rouanez a roe he fiziañs dezhi hag a selaoue hec'h alioù. Nebeud a vignoned he devoa ha ne oa ket toull he zeod[1].
Ur vaouez desket e oa Maria Aurora Uggla, reut he doareoù a-wechoù, ha donezonet-kaer evit ar c'han hag ar c'hoariva[2], ma oa brudet evel unan eus gwellañ aktourezed c'hoariva al lez. E 1774 e c'hourc'hemennas ar roue dezhi kelenn Charlotta Eckerman (1759-1790), ur plac'h a 15 vloaz, abalamour dezhi da c'hoari Mechtild er c'hoarigan Birger jarl, gant Gyllenborg hag Adlerbeth, pa oa bet nac'het gant Elisabeth Olin kanañ[3]. Charlotte Eckerman a reas berzh, ken e reas, er C'hoarigan Roueel e Stockholm, ha galvet e voe war al leurenn e fin an abadenn gant ar selaouerien. Ar priñs Karl, he serc'heg, a huche : "Fröken Uggla, fröken Uggla!" (Dimezell Uggla!), ha neuze e voe stlakadeg daouarn ivez da Maria Aurora Uggla, abalamour m'he devoa kelennet Eckerman ha desket dezhi kanañ ken brav[4]. Stlakadeg a voe ivez d'enoriñ an oberour Gyllenborg.
Un dimezell a enor all a oa bet tost ouzh kalon ar rouanez, Virgina Charlotta Duwall (1748–1816) hec'h anv, dimezet goude d'ar Baron Kristoffer Manderström. Met hervez testenioù ne rae Virgina Charlotta Duwall nemet kelaouiñ ar rouanez diwar-benn an darvoudoù er gevredigezh ha ne oa ket koulz mignonez evel Maria Aurora Uggla[5] .
Maria Aurora Uggla a oa bet da gentañ dibabet da gannadez etre Gustav III hag ar rouanez en 1775 pa fellas d'ar roue adskoulmañ gant e wreg ha seveniñ e garg a bried, met ar c'hont Adolf Fredrik Munck af Fulkila an hini a voe kemeret evit se, dre m'en doa un darempred gant Anna Sofia Ramström, ar plac'h a gambr[6]. Pa voe ganet ur mab-pennhêr gant ar rouanez e 1778 e savas ar vrud e oa bet graet ar bugel gant ar c'hont Munck.
E-kreiz ur gaoz gant ar briñsez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp e Mezheven 1778 e lavaras Uggla:
"N'eus forzh penaos, ha pa rankjemp krediñ ur par berr e oa bastard ar bugel e gwirionez, peseurt kemm a raje d'ar roue? Bepred e sello outañ evel e vab. Ha didalvoud eo ar gaoz keit ha ma vo ur pennhêr da Sveden."[7]
Maria Aurora Uggla a zimezas d'ar c'horonal Karl Adam Ehrengranath en 1778.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (sv) Carl Carlson Bonde (1908). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok I 1775-1782 (Deizlevrioù ar rouanez Hedvig Elizabeth Charlotta). P.A. Norstedt & Söners förlag. 164 p. ISBN 412070.
- ↑ Carl Carlson Bonde (1908). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok I 1775-1782 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte II) (in Swedish). P.A. Norstedt & Söners förlag. 180 p. ISBN 412070.
- ↑ Carl Forsstrand (sv): Sophie Hagman och hennes samtida. Några anteckningar från det gustavianska Stockholm. (Sophie Hagman hag he c'hempredidi. Notennoù eus Stockholm en oadvezh gustavian") Eil embannadur. Wahlström & Widstrand, Stockholm (1911)
- ↑ Carl Forsstrand (sv): Sophie Hagman och hennes samtida. Några anteckningar från det gustavianska Stockholm.Stockholm (1911)
- ↑ Carl Carlson Bonde (1908). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok I 1775-1782 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte II) (in Swedish). P.A. Norstedt & Söners förlag. 164–165 p. ISBN 412070.
- ↑ Carl Carlson Bonde (1908). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok I 1775-1782 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte I) (in Swedish). P.A. Norstedt & Söners förlag. 14 p. ISBN 412070.
- ↑ Carl Carlson Bonde (1908). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok I 1775-1782 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte II) (in Swedish). P.A. Norstedt & Söners förlag. 126–127 p. ISBN 412070.