Ötzi
Ötzi [ˈœtsi] eo anv un den balzamet en un doare naturel (skornet ha disec'het) dizoloet dre zegouezh gant ur c'houblad baleerien, Helmut hag Erika Simon, d'an 19 a viz Gwengolo 1991 da 3 200 metr uhelder, war an harzoù etre Italia hag Aostria e skorneg Hauslabjoch (anvet eo ivez Den Hauslabjoch), e-kichen aradennad Similaun (anvet eo ivez Den Similaun) en Alpoù an Ötztal (alese e lesanv : Ötzi), nepell diouzh an Dolomitoù italian. Goloet e oa gant ur gwiskad skorn ha kavet e oa abalamour ma oa teuzet kalz skorn ar skorneg en hañvezh-se. Bevet en deus da vare ar C'halkoliteg (4546 ± 15 vloaz zo). Er c'hazetennoù gall e voe graet Hibernatus anezhañ a-wezhioù, diwar ar film en anv-mañ[1].
Dizoloadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'horf a oa kuzhet dindan ur skorneg en Alpoù Ötztal, ha dizoloet e oa gant ur barrad avel traezh goañv heñvel ouzh ar foehn a lakas ar skorneg da deuziñ kalz. Kavet e oa dre zegouezh gant ur c'houblad baleerien deuet eus Nürnberg, Helmut hag Erika Simon a roas da c'hoût da archerien Aostria, pa soñjent e oa un alpaer marvet gant ar riv n'eus ket keit-se[2], d'an 19 a viz Gwengolo 1991. Ar valzamegenn hag an traezoù a oa ganti a oa labezet en devezhioù da-heul gant saverien o fri a-raok ma errufe ar skiantourien : roget e oa he dilhad, torret e oa an endalc'her a oa en he c'herz, sanket e oa he « bazh » (gwareg Ötzi e gwirionez) er skorn hag hi torret, ha kement zo. E-keit-se o doa klasket daou alpaer, Reinhold Messner hag un all, dieubiñ ar c'horf gant o bizhier bale ha reiñ da c'hoût d'ar c'hazetennoù, o lakaat ar valzamegenn da dremen evit un tiroliad a 500 vloaz. Dieubet e oa ar c'horf diouzh ar skorn d'an 22 a viz Gwengolo, dirak kameraioù ar skinwel, a-drugarez d'ur morzhol pigeller (koll a reas neuze un tamm peñsoù hag ur vorzhed, a oa torret e oa e baler). Goude se e oa kaset dre viñsaskell gant servij sikourioù ar menezioù Innsbruck. Ar prokulor a savas klemm a-enep X, pa soñje e oa dilerc'hioù ur muntr. Roudoù arc'hlas a oa war ar c'horf hag ur gloaz a weled c'hoazh war e glopenn[3].
Dizoloet e oa ar c'helan en e c'hourvez war e c'henoù. Soñjal a raed da gentañ e oa kouezhet war-raok met tu kleiz distummet e glopenn a laka da soñjal e oa gourvezet war e gostez kleiz hag e oa troet gant fiñvoù ar skorneg ur wezh goloet gant an erc'h[4].
Abalamour ma oa un dizoloadenn a-bouez e oa goulennet ar c'horf gant ar Stad italian pa oa bet dizoloet war he ziriad met ur skipailh etrebroadel renet gant penn ar bodad skiantel aostriat, Rainer Henn, a gasas ur studiadenn da benn, embannet e 1996, a-raok reiñ ar valzamegenn d'an Italianed[5].
Disoc'h an enklaskoù skiantel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Studiet eo bet ar c'horf pizh gant ar skiantourien, muzuliet, tremenet dindan skinoù X, ha bloaziet. Ar gwiadoù, endalc'had e vouzelloù, hag an traezoù kavet gant ar c'horf a oa bet studiet ivez. E miz Eost 2004 e oa dizoloet ar c'horfoù skornet eus tri soudard eus Aostria-Hungaria lazhet e-pad Emgann San Matteo e 1918, war ar menez San Matteo en Trentino. Kaset e oa unan eus ar c'helanoù d'ur mirdi gant ar soñj e c'hallfe bezañ diskuliet emdroadur balzamegenn Ötzi en amzer dremenet hag en amzer da zont gant enklaskoù diwar-benn an doare ma emdroe ar c'horfoù en endro-se[6].
Ar valzamegenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur bloaziadenn gentañ dre garbon 14 a ziskouezas en doa bevet an den e-doug ur prantad etre 3 350 ha 3 100 kent J.-K.. Ur bloaziadur resisoc'h dre spektrometriezh tolzennad dre vuanaer a roas an tu da istimañ e oad da 4546 ± 15 vloaz BP, ar pezh a glot gant prantad ar C'halkoliteg[7]. Ar valzamegenn naturel goshañ e voe ötzi betek 1995, pa oa dizoloet ar valzamegenn Rosalia, e La Cueva de las Momias ha pa oa bloaziet eus 5340 ± 70 BP[8].
Ar valzamegenn skornet zo hini un den dezhañ war-dro 1,65 m[9], 50 kg[10] ha 45 vloaz.[9]. Pa oa dizoloet ar valzamegenn e oa 13, 750 kg pouez enni hepken[11]. Abalamour ma oa bet goloet buan gant skorn goude ar marv, ne oa ket labezet kalz. Krennbennek e oa, ha blouc'h war-bouez e varv. Hervez dielfennadur ar pollen, ar greunennoù poultrenn ha perzhioù izotopek amailh e zent a ziskouez en doa tremenet e vugaleaj e-kichen al lec'h m'emañ kêriadenn Feldthurns hiziv, e norzh Bolzano, hag ez eas diwezhatoc'h da vevañ e traoñiennoù war-dro 50 kilometr pelloc'h en norzh[12]. Duet e oa e skevent, abalamour m'en doa analet moged an tanioù kampoù(Daveoù a vank). Dielfennadurioù kaset da benn gant strollad Franco Rollo e Skol-veur Camerino o deus diskouezet en doa Ötzi TDN mitokondrioù eus isstrollad K1 an haplostrollad K, met ne c'halle ket bezañ renket e hini eus tri skourr modern an isstrollad mañ[13]. Embannet e oa sekañs klok TDN mitokondriek Ötzi gant strollad Rollo e 2008[14].
Dielfennadur endalc'had bouzelloù Ötzi en deus diskouezet en doa kemeret daou bred (an hini diwezhañ a oa debret war-dro 8 eurvezh a-raok e varv), unan gant kig chamoez, egile gant kig karv ruz ha bara geot. Debret e voe an daou gant edaj (75 % eus an dilerc'hioù plant), gwrizioù ha frouezh. E-kichen ar c'helan, hag o tont eus pourvezioù an den marteze, e oa dizoloet plouz ha greun yell ha heiz, ha kellidoù lin ha roz-moc'h, hag ivez mein irin ha hadoù hugennoù gouez[15]. Dielfennet e oa e vlev da c'hoût peseurt boued en devoa bet e-pad meur a viz a-raok e varv.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Libération, 13 a viz Even 1995 : Jean-Paul Demoule : pourquoi Hibernatus nous fait-il fantasmer ?.
- ↑ Patrom:Article
- ↑ Les mésaventures - Ötzi
- ↑ Elisabeth Rastbichler Zissernig, Der Mann im Eis, The Innsbruck University Press, 2006, p. 14
- ↑ Patrom:Article
- ↑ WWI bodies are found on glacier, BBC News, 23 August 2004, <http://news.bbc.co.uk/1/hi/world/europe/3592268.stm>
- ↑ Précision sur la datation de Ötzi
- ↑ Des momies andines vieilles de 6000 ans
- ↑ 9,0 ha9,1 Rory Carroll (26 September 2000), "Iceman is defrosted for gene tests: New techniques may link Copper Age shepherd to present-day relatives", The Guardian, <http://www.guardian.co.uk/international/story/0,,373487,00.html>
- ↑ James M. Deem (3 January 2008), Ötzi: Iceman of the Alps: His health, Mummy Tombs, <http://www.mummytombs.com/otzi/health.htm>. Retrieved on Patrom:Date
- ↑ Egarter-Vigl, Eduard (2006), "The Preservation of the Iceman Mummy" (in English), in Marco Samadelli, The Chalcolithic Mummy, Volume 3, In Search of Immortality, Folio Verlag, p. 54, ISBN 9783852563374
- ↑ Wolfgang Müller []; Fricke, H; Halliday, AN; McCulloch, MT & Wartho, JA (31 October 2003), "Origin and Migration of the Alpine Iceman", Science (AAAS) 302(5646): 862–866, doi: , PMID 14593178, <http://www.sciencemag.org/cgi/content/short/302/5646/862>. Retrieved on Patrom:Date, Lay summary (16 December 2007)
- ↑ Franco Rollo []; Ermini, Luca; Luciani, Stefania; Marota, Isolina; Olivieri, Cristina & Luiselli, Donata (19 January 2006), "Fine Characterization of the Iceman's mtDNA Haplogroup", American Journal of Physical Anthropology 130(4): 557–64, doi: , PMID 16425231
- ↑ Ermini; Luca []; Rizzi, Ermanno; Corti, Giorgio; Bonnal, Raoul; Soares, Pedro; Luciani, Stefania; Marota, Isolina; et al. (2008), "Complete Mitochondrial Genome Sequence of the Tyrolean Iceman", Current Biology 18(21): 1687–1693, doi: , PMID 18976917
- ↑ A.G. Heiss & K. Oeggl (19 February 2008), "The plant macro-remains from the Iceman site (Tisenjoch, Italian-Austrian border, eastern Alps): new results on the glacier mummy's environment", Veget Hist Archaeobot 18: 23, doi:
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- J. Dickson, K. Oeggl, L. Handley, « Qui était Ötzi, l'homme des glaces ? », in Les maux de nos ancêtres, Dossier "Pour la science", janvier-mars 2006, p. 64-69.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ötzi, témoin et messager de notre passé ha Dernières nouvelles d'Ötzi, l'homme des glaces
- Titouroù ha poltredoù
- Exposition Musée Fenaille
- Les tatouages d'Ötzi et la petite chirurgie traditionnelle
- Ötzi au musée archéologique du Sud Tyrol (flash ret)
- Liammoù liesseurt
- Iceman Photoscan – Poltredoù ha gweloù 3M.