Balzamegenn
Ur valzamegenn zo ur c'horf, den pe loen, a oa miret e groc'hen hag e organoù a-ratozh pe dre zegouezh ouzh e gempenn gant aozadoù kimiek, pe ouzh e zerc'hel en ur yenijenn vras (balzamegennoù skorn), en ul lec'h ennañ ur glebor izel-kenañ, pe hep kalz aer (evit ar c'horfoù soubet er geunioù), kement ha ken bihan ma ne fallao ket muioc'h ar c'horf gant ma vo dalc'het en ul lec'h fresk ha sec'h. Lod a vir an anv-se evit ar c'horfoù balzamet a-ratozh gant aozadoù kimiek, met implij ar ger d'ober anv eus korfoù miret dre zegouezh dre zisec'hadur zo ken kozh hag ar bloavezhioù 1730, d'an nebeutañ.
Kavet ez eus balzamegoù tud pe loened er bed a-bezh, koulz evel disoc'h an endro naturel ha da-heul lidoù da viret ar re varv. Ar valzamegenn goshañ a anavezer zo ur penn un den dibennet war-dro 6 000 vloaz zo, ha kavet e 1936 el lec'hienn anvet "Inca Cueva #4" e Suamerika;[1]. Diouzh an tu all, ar valzamegenn goshañ savet a-ratozh zo ur bugel eus Traoñienn Camarones e Chile, a oa balzamet war-dro 5050 kent J.-K.. Unan eus balzamegoù Chinchorro eo. Savet e oant bet miliadoù a vloavezhioù a-raok balzamegoù Henegipt (ar re vrudetañ marteze)[2].
Ar fed da valzamiñ ar c'horfoù a-ratozh zo ur c'hustum eus ar broioù sec'h-kenañ war a hañval evel e sevenadurioù zo eus Suamerika pe en Henegipt. Ouzhpenn 1000 balzamegenn a oa dizoloet e Xinjiang, e Sina[3] ivez. En tu all d'ur milion balzamegenn loened a oa dizoloet en Egipt. Ul lodenn vras anezhe a oa kizhier.[4]
Balzamegoù Henegipt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar valzamegenn goshañ eus Henegipt a anavezer, lesanvet "Ginger" abalamour da liv he blev, a oa balzamet e 3300 kent J.-K.. War ziskouez emañ er British Museum. Dizoloet e oa interet e traezh tomm ar gouelec'h. Endro ar gouelec'hioù a c'hall miret ar c'horfoù en un doare naturel ha dre se ne ouzer ket d'ar just ha balzamet e voe a-ratozh pe get. Koulskoude ez eo gwirheñvel ez eo disoc'h teknikoù arbennik rak interet e oa Ginger gant listri pri.
Adalek ar Grennimpalaeriezh e voe implijet holenoù gant ar valzamerien da dennañ ar glebor diouzh ar c'horfoù. An danvez-se, heñvel ouzh holen a gaver e glannoù al lennoù sal hag anvet natron, a zisec'he ar c'horfoù hag a vire muioc'h a gig evit a eskern. Ur wezh sec'h e veze intret ar valzamegenn gant eoulioù ha porfumoù. Goloet e veze neuze ar c'horf, goulloet eus e organoù, gant natron, da vuanaat an disec'hadur ha da viret outañ a vreinañ. An natron a sec'h ar c'horfoù buanoc'h evit traezh ar gouelec'h, hag evel se e veze miret ar c'horf e gwelloc'h stad. Alies e veze lakaet traezoù da wareziñ bizied an treid hag an daouarn kuit ma torrfent.
Mailhurennet e vezent e bandennoù lin gwenn kuit ma vefe labezet ar c'horf. Goude se e vezent paket en ul lienenn d'o gwareziñ gwelloc'h.
Kalz chalmoù sakr hag a dilsamoù a veze lakaet e-barzh ar valzamegenn hag en-dro dezhi. Sañset e oant gwareziñ anezhi diouzh pep droug ha da reiñ chañs vat d'he C'ha. Ur wezh prientet e vezent lakaet en o gourvez en ur sarkofagenn en ur bez, ma kreded e chomfe ar valzamegenn da viken. Diwezhatoc'h e vije digoret genoù ar valzamegenn e-doug ul lid a aroueze an analañ, ar pezh a lakaas da ziwan mojennoù diwar-benn balzamegoù deuet da vezañ bev a-nevez[5]. A-wezhioù ez eus bet dizoloet balzamegoù e bezioù a oa chomet dibistig, hag e oa dizoloet e oant erru breinet abalamour ma oant re dost d'ar gwiskad dour dindanzouar. Un hevelep tro a c'hoarvezas e 1998 pa oa dizoloet balzamegenn Ioufaa, ur beleg eus Henegipt a oa o vevañ war-dro 500 kent J.-K..
Ar balzamegoù brutetañ zo re Seti Iañ ha Ramses II (XIIIvet kantved kent J.-K.).
Ar balzamegoù savet a-ratozh e sevenadurioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Suamerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E suamerika e kaver war un dro balzamegoù savet a-ratozh, e broioù sec'h aod ar Meurvor Habask (e Chile hag e su Perou, ha korfoù aet da valzamegoù en un doare naturel, kavet dreist-holl e lein an Andoù. Balzamegoù Chinchorro eo ar c'hoshañ balamegoù a oa dizoloet biskoazh. Prientet e voent etre 5000 ha 3000 kent J.-K., ha war a seblant e teuont eus ur gevredigezh ma veze aozet holl ar c'helanoù da zont da vezañ balzamegoù. Tri zeknik disheñvel a veze implijet da vareoù disheñvel, met an hin yen ha sec'h a sikoure da zisec'hañ ar c'helanoù ha d'o miret e stad vat. Ar c'horfoù kavet e bered nazca Chauchilla a oa prientet er bloavezhioù 200-900 eus hon oadvezh en un doare pervezh.
Lod eus ar balzamegoù naturel miret ar gwellañ zo bloaziet eus prantad an Inkaed e Perou ha Chile war-dro 500 vloaz zo[6], pa veze aberzhet ar vugale en un doare lidek e lein menezioù an Andoù. E 1995 e oa dizoloet korf skornet ur plac'h inka, dezhi etre 11 ha 14 vloaz, na oa ket disec'het ha dre se na oa ket ur valzamegenn stricto sensu, hag a oa marvet etre 1440 ha 1450 war ar menez Ampato e su Perou. Graet e vez anezhi "balzamegenn Juanita" (Momia Juanita e spagnolek) pe "Gwerc'hez ar skorn". Lod eus an arkeologourien a gred e oa aberzhet da zoue inka ar menezioù, Apus. E Chile ez eus bet kavet "Miss Chile", ur valzamegenn miret-mat eus an oadvezh Tiwanaku[7]. Emañ er Mirdi Gustavo Page e San Pedro de Atacama. Divizet en deus kumuniezh Atacama paouez da ziskouez balzamegoù o hendadoù, e sin doujañs evit o diaraogidi[8]. Dizoloet e oa teir balzamegenn bugale, e 1999, war ar menez Llullaillaco, 6700 metr a-us d'ar mor. War ziskouez emaint e mirdi arkeologiezh en uhelder e Salta, en Arc'hantina[9].
Inizi Kanariez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Guanched eus an Inizi Kanariez a valzame o re varv. Kalz balzamegoù a oa dizoloet en ur stad disec'hadur bras, ha hini anezhe ne boueze muioc'h evit 6 pe 7 lur. Heñvel e oa o doare ober ouzh hini Henegiptiz. Disheñvel e seblante an teknikoù hervez al lec'h. E Tenerife e veze paket ar c'helan e krec'hin givri ha deñved hepken, e-skoaz en enezennoù all e veze implijet un danvez rousinek da viret ar c'horf, ha lakaet e veze neuze en ur c'hav diaes da ziraeziñ, pe interet dindan un tumulus. Balzamet e veze ar c'horfoù gant ur sklisennad tud ispisial, maouezed evit ar c'helanoù maouezed, gwazed evit ar baotred. War a seblant ne veze ket balzamet an holl gorfoù ha lod anezhe a veze kuzhet e kavioù pe interet hepken. An doare ober implijet gant henvroidi Enez Tenerife a oa an hini ar muiañ peurvat, abalamour ma'z eo o balzamegoù a oa miret ar gwellañ. E-mesk balzamegoù ar Guancheed e c'haller menegiñ balzamegenn San Andrés e Mirdi an Natur hag an Den e Tenerife.
Italia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Katakomboù zo e Palermo e Sikilia a dalveze da veziañ ar venec'h. Hiziv e vezont gweladennet gant an douristed.
Leun e oa bered manati ar Gabusined e Palermo er XVIvet kantved ha kregiñ a reas ar venec'h da gleuzañ ur c'hev-iliz dindanañ. E 1599 e valzamjont unan anezhe, ar breur Silvestro Gubbio, ha lakaet e oa er c'hatakomboù. Da gentañ e veze implijet evit ar venec'h varv. Koulskoude, er c'hantvedoù da-heul, bezañ interet er c'hatakomboù a zeuas da vezañ arouez ur statud uhel er gevredigezh.
Disec'het e veze ar c'horfoù war marc'hoù an tuellennoù pri-poazh er c'hatakomboù hag a-wezhioù e vezent gwalc'het da c'houde gant gwinegr. Lod eus ar c'horfoù a oa baalzamet ha lod all a oa lakaet e boestoù gwer prennet. Gwisket eo balzamegoù ar venec'h gant o dilhad pemdez dindane hag a-wezhioù gant ur gordenn a veze douget evel arouez pinijenn.
Ar balzamegoù naturel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Balzamegoù a stummas o-unan en un endro naturel azas, evel ur yenien vras (Ötzi, ar Gwerc'hez ar skorn, balzamegoù bugale Llullaillaco), un endro trenk (Den Tollund), holen (Den holen), pe sec'hor (balzamegoù Tarim), er bed a-bezh. Ouzhpenn mil kelan eus Oadvezh an arem, anvet kelanoù taouarc'hegi, a oa dizoloet e taouarc'hegi e norzh Europa, evel Plac'h Yde ha den Lindow[10]. Balzamegoù naturel eus spesadoù loened all a gaver ivez. Stank int e-barzh ar spesadoù a vev er metoù dour sall bas, ar re dezhe ur framm korf a-du gant an argerzh-se dreist-holl, evel ar c'hezeg-mor hag ar stered-mor. Dizoloet ez eus bet balzamegoù ral evel re dinosaored (Leonardo, Dakota), hag ur valzamegenn trachodon en Amerika.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Andean Head Dated 6,000 Years Old. archaeometry.org. Kavet : 2009-02-20.
- ↑ Bartkusa, Luke (2011). "Exploring lead exposure in ancient Chilean mummies using a single strand of hair by laser ablation-inductively coupled plasma-mass spectrometry (LA-ICP-MS)". Microchemical Journal 98 (2): 267–274. DOI:10.1016/j.microc.2011.02.008. ISSN 0026-265X
- ↑ 中国新疆出土的三千年干尸不腐之谜
- ↑ Egyptian Animals Were Mummified Same Way as Humans. news.nationalgeographic.com. Kavet : 2008-11-02.
- ↑ Aufderheide, Arthur C. (2003). The scientific study of mummies. Cambridge, UK : Cambridge University Press. ISBN 0-521-81826-5. ; p. 525.
- ↑ https://archive.today/20120712182643/http://maam.culturasalta.gov.ar/index.php?lang=english
- ↑ Aufderheide, Arthur C. (2003). The scientific study of mummies. Cambridge University Press. 156 p. ISBN 9780521818261. Retrieved on 1 March 2011.
- ↑ https://web.archive.org/web/20090908223004/http://www.alovelyworld.com/webchili/htmgb/chl030.htm
- ↑ http://maam.culturasalta.gov.ar/index.php?option=com_content&task=view&id=1&Itemid=2
- ↑ Bog bodies of the Iron Age. NOVA (2006-01-01). Kavet : 2007-10-25.