Remington
Tachenn obererezhioù | greanterezh armoù |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1816 |
Diazezer | Eliphalet Remington |
Stad | Stadoù-Unanet |
Furm lezenn | embregerezh dianv a c'halv espern |
Isaozadur | Marlin Firearms, Remington Rand |
Sez sokial | Madison |
Darvoud-alc'hwez | freuzstal |
Produ | arm-tan, Munision |
Deiziad divodadur | 2020 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.remington.com/ |
Deskrivet en URL | http://www.fundinguniverse.com/company-histories/remington-arms-company-inc-history/ |
Remington Arms a oa un embregerezh stadunanat en deus produet armoù-tan ha munisionoù bihan o c'halibr e-pad ouzhpenn daou gantved. Unan eus ar broduerien armoù brudetañ eo er bed. Freuz-stal he deus graet e 2018 met kenderc'hel a ra munisionoù ar merk da vezañ produet ha gwerzhet gant Remington Ammunition hag hec'h armoù-tan gant RemArms LLC.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1816 e voe goveliet e ganol kentañ gant Eliphalet Remington II (28 a viz Here 1793, Suffield, Connecticut – 12 a viz Eost 1861, Ilion, Stad New-York) e govell e dad, e Utica (Stad New-York). Tamm-ha-tamm e tapas brud vat an armoù produet en ur mod artizanel gantañ hag e tilojas e 1828 da Ilion (Stad New-York) e atalieroù brasoc'h.
Adalek kreiz an XIXvet kantved, eus an artizanelezh d'an industrielezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1845 e voe urzhiet evit ar wech kentañ 5.000 skouerenn deus ar fuzuilh M1841 gant arme Stadoù-Unanet Amerika. Kreskiñ a reas an embregerezh ha mont a reas tri mab Eliphalet Remington II da labourat asambles gantañ e 1856. Adanvet e voe an embregerezh E. Remington & Sons.
E 1861 e varvas Eliphalet Remington II. E dri mab a chomas mistri war ar stal. Er memes bloaz e krogas Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika hag e kreskas ar goulenn war an armoù-tan. Pourveziet e voe armeoù an Norzh gant ar revolver M1858 New Model Army. Goude fin ar brezel e 1865 e klaskas E. Remington & Sons brasaat o c'hatalog armoù evit ar chaseourien hag an dennerien sport. E 1871 e voe digoret ur rann eus an embregerezh evit produiñ munisionoù bihan o c'halibr, Remington Ammunition Works hec'h anv. Rann an armoù a deuas-hi da vezañ Remington Arms e 1888.
An XXvet kantved, an embregerezh e barr e vrud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar fuzuilh damaotomatek kentañ er bed, ar Browning Auto-5, a voe ijinet e 1902 gant John Browning ha produet gant Remington dindan aotre adalek 1906. 850.000 skouerenn anezhi a voe gwerzhet e 42 vloaz dindan an anv Model 11.
Ma oa neptu Stadoù-Unanet Amerika e deroù ar Brezel Bed Kentañ e kreskas o industriezh a-benn respont d'ar goulenn divent war an armoù hag ar munisionoù a savas. Diouzhtu adalek 1914 e voe digoret uzinoù nevez gant Remington e Denver (Colorado), Lake City (Missouri) ha Lowell (Massachusetts) a-benn pourveziañ armeoù Bro-C'hall, ar Rouantelezh-Unanet hag hini Stadoù-Unanet Amerika pa gemeras perzh ar vro en emgannoù adalek 1917. Produiñ a rae Remington munisionoù ha pistolennoù evel ar Colt M1911 gant aotre ar merk Colt. En Eil Brezel Bed e voe lakaet ivez Remington da bourveziañ armeoù ar Gevredidi. Hervez lec'hienn an embregerezh e pourvezias Remington war-dro an hanter eus ar munisionoù bihan o c'halibr implijet gant Stadoù-Unanet Amerika hag ar broioù unanet gante e-pad an daou vrezel bed[1].
Goude ar brezel e reas berzh Remington gant ar garabinenn Remington 700, brudet-mat e bed ar chase hag ar sportoù tennañ. Ar fuzuilh M24, deveret eus ar garabinenn-mañ, a voe implijet evel fuzuilh-resisted diazez arme Stadoù-Unanet Amerika etre 1988 ha 2010. E 1970 e voe savet un uzin munisionoù nevez e Lonoke (Arkansas).
Deus ar c'hartouchennoù .222 Remington ijinet gant an embregerezh e 1950 e voe deveret ar c'halibr 5.56 × 45 NATO implijet evel munision standart armeoù AFNA abaoe 1980.
XXIvet kantved, diskar hag adc'hanedigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek ar bloavezhioù 2010 e tigreskas an niver a armoù gwerzhet gant an embregerezh. E 2018 e embannas e rae freuz-stal[2]. Remington Ammunition, ar rann a brodue munisionoù, a voe adprenet e 2020 gant Vista Outdoor. Perzh eo bremañ ivez eus ar strollad merkoù munisionoù The Kinetic Group stag ouzh Vista Outdoor. Un embregerezh all, RemArms LLC., zo bet savet evit kenderc'hel da broduiñ ha da werzhañ armoù ar merk. Oberiant eo an daou embregerezh hiziv an deiz.
Armoù-tan brudetañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- fuzuilh Model 1841 Mississippi
- revolver Model 1858 New Model Army
- rummad fuzuilhoù Rolling Block
- fuzuilh M1903 Springfield
- fuzuilh M11
- karabinenn Remington 700 ha fuzuilh-resisted M24 deveret anezhi
Darvoudoù stag ouzh ar merk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1873 e voe ijinet ar skriverez kentañ gant Christopher Sholes ha Carlos Glidden. En uzinoù Remington e voe produet.
- An dorfedourez Bonnie Parker a implije ur fuzuilh Remington Model 11 troc'het he c'hanol.
- Ur fuzuilh Remington 760 Gamemaster a voe implijet da zrouglazhañ Martin Luther King, Jr. e 1968 e Memphis.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn Remington Ammunition (rann ar munisionoù)
- (en) Lec'hienn RemArmsLLC. (rann an armoù-tan)
- (en) One at at time, un teulfilm produet e 1969 gant Remington Arms da ziskouez penaos e veze produet o armoù
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Remington Saga, e La Gazette des Armes, niv. 488, miz Gouere/Eost 2016, pp. 16-25
- ↑ (en) About us, war lec'hienn RemArms.com, lennet d'an 10/12/2023
- ↑ (fr) Remington, le plus ancien armurier américain, s'est déclaré en faillite, e Le Monde, 26/03/2018