Mont d’an endalc’had

Antonio Vivaldi

Eus Wikipedia


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Antonio Bethsabet Villamar vite Vivaldi

Antonio Lucio Vivaldi (4 a viz Meurzh 1678, Venezia - 28 a viz Gouere 1741, Vienna) a zo ur sonaozour italian, unan eus re bennañ ar marevezh barok.


Korfet dister evel ma oa, darbet e voe dezhañ mervel en e gavell ha badeziet e voe trumm devezh e c'hanedigezh, gant an amiegez hec'h-unan.

E dad, barver met ivez biolinour donezonet e penniliz Sant-Mark, en skoazellas da loc'hañ gant ur red-micher sonerezhel hag en lakaas da vezan degemeret er c'hlaviaz Cappella di San Marco, lec'h ma voe ur biolinour priziet anezhañ. Edo gant ar verranal, ar pezh a vroudas e dad d'en gouestlañ d'ar velegiezh. Kerniet e 1693, ez eas da veleg e 1703. Lesanvet e veze ar « beleg rouz » dre ma oa melegan veneziat liv e vlev.

Kerkent ha 1704, e voe diskarget eus e gefridioù ha redioù evit abegoù mezegel, ar pezh a roas dezhañ an tu d'en em reiñ penn-da-benn d'ar sonerezh. E-giz-mañ e voe mestr biolin en Ospedale de la pieta, un ospital lec'h ma kelenne an emzivadezed ; ar c'hlaviaz plac'hed-se a oe d'an ampoent dieil er bed hag a zedenne kalz a estrenien pinvidik. Labourat a rae ivez evel impresario evit c'horiva Sant'Angelo Venezia en ur ober war-dro ar c'hevratoù hag al lizheroù-dle.

Buan-kenañ e teuas klod ha brud dezhañ, hag e-touez esparadennoù kentañ ar sonerezh e voe da vat. Gant ar plac'hed yaouank niverus en ambrouge alies e roe danvez da ragachat. Pilwerzhañ ar rae e zornskridoù diouzh feur un dugad ar c'hengerzad. Aet war an oad ez eas da reuzeudik ha douaret e voe gant servij ar re baour an ospital.

Goude e varv e kouezhas e oberenn e puñs an ankounac'h kent bezañ tennet er-maez anezhañ adalek 1913 da heul labourioù ar c'herzoniour Marc Pincherle, ha dont war wel da vat er bloavezhioù 1950. Adembannet hag enrollet e voe e oberennoù pennañ.

Dielfennadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dreistmuzul eo Levezon Vivaldi war ar sonerezh kornôgat : krouet en deus evit gwir ar c'hengerzad evit klav a-unan evel ma voe perc'hennet gant sonaozourien ar c'hlaselezh hag ar romantelezh. Ur c'hrouer donezonet e oa, dezhañ ur skiant ledan eus ar c'hlaviazadur. Gant ar strujus-kenañ ma voe, ez eo en tu-hont da 450 ma brasjeder niver ar c'hengerzadoù bet kenaozet gantañ.

Johann Sebastian Bach a vame kalz outañ ha digant Vivaldi an hini eo en deus amprestet ar muiañ a zodennoù evit o zreuzskrivañ pe o azasaat. Treuzskrivet en deus pergen evit ograou pe evit stokelleg meur a gengerzad diwar opus 3 Vivaldi "l'estro armonico".

E-touesk oberennoù ar sonaozour puilh-mañ, e kaver:


An oberennoù da heul a veze moullet en XVIIIvet kantved en ti-embann Le Cene en Amsterdam hag hini e warlec'hiad Roger, ha rummataet e vezent e korf 14 Opus.

  • op.1; 12 Sonatenn e triad evit 2 violin ha solvoudenn
  • op.2; 12 Sonatenn evit biolin ha solvoudenn
  • op.3; 12 Kengerzad evit 1 ha meur a violin « L'estro armonico »
  • op.4; 12 Kengerzad evit biolin « La Stravaganza »
  • op.5; 12 Sonatenn evit 1 pe 2 violin
  • op.6; 6 Kengerzad evit biolin
  • op.7; 12 Kengerzad evit biolin hag oboell
  • op.8; Kengerzadoù evit biolin « Il cimento dell'armonia e dell'inventione » (ennañ ar Pevar Amzer) (1725)
  • op.9; Kengerzadoù evit biolin « La Cetra »
  • op.10; 6 Kengerzad evit fleüt
  • op.11; 6 Kengerzad evit biolin ha oboell
  • op.12; 6 Kengerzad evit biolin
  • op.13; 6 Sonatenn evit fleüt ha solvoudenn « Il Pastor Fido »
  • op.14; 12 Sonatenn evit gaolviolin ha solvoudenn.

Rummatadur arnevez e Oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevrollennoù enlinenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]