Mont d’an endalc’had

Manitoba

Eus Wikipedia
Manitoba
Manitoba
Melestradurezh
Bro Kanada
Geografiezh
Gorread km²
Douar km²
Dour km² ( %)
Lein uhelañ m ()
Poblañs
Poblañs ann. ([[]])
Stankter ann./km²
Titouroù all


Manitoba a zo unan eus 10 proviñs Kanada. E-kreiz ar vro emañ ha Winnipeg eo ar gêr-benn.

Talvezout a ra he anv kement ha "Tremen ar Spered Meur" e krieg. Dont a reas da vezañ 5vet proviñs Kanada d'ar 5 a viz Gouere 1870.

Ouzhpenn kant dek mil lenn a zo, hag un hinad kevandirel he deus. Pouezhus eo ar gounezerezh evit he armerzh.

Loened ha plant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goloet eo Reter, Gevred ha Norzh Manitoba gant ar goadeg hanternozel avalpineged hag ar muskeg. El lodenn hanternozelañ eus ar broviñs, a-hed Bae Hudson, e kaver toundra. Goloiñ a ra ar c'hoadeier tro-dro 263 000 km2, da lavaret eo 48 % eus gorread ar vro. Er goadeg ez eus pin, pruñs, melez, elv, bezv. Pradeier vras a zo er Su.

Stank eo an arzhed gwenn e Norzh Manitoba.

Niverus eo ar spesadoù loened e Manitoba. Anavezet eo evit kaout kalz arzhed gwenn ha « kêr-benn an arzh gwenn » eo Churchill. Kirvi-erc'h ha bleizi a zo ivez. Kalz naered eus ar genad Thamnophis a zo e-kichen Narcisse. Dreist da 145 spesad laboused he deus Manitoba, en o zouez ar gaouenn lapon, arouez ofisiel ar broviñs, hag ar falc'hun pirc'hirin. El lennoù ez eus kalz spesadoù pesked, evel an dluzhed, ar vekeded ha hiodon alosoides.

Ar gêr-benn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Winnipeg, kêr-benn Manitoba.

Winnipeg eo ar gêr-benn, hag eizhvet kêr Kanada eo. Sez ar gouarnamant, ar Vodadenn lezenniñ hag al Lez-broviñs eo. Peder eus pemp skol-veur ar broviñs a zo, hag ivez un aeborzh etrebroadel lec'h ma zeus ur bon nijerezioù eus an aerlu kanadian.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]