Helios
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Helios (Ἥλιος Hếlios e gregach) eo skeudenn doueel an Heol, an tommder hag ar sklêrijenn, e relijion Hellaz kozh. Mab eo da Hyperion ha Theia, breur eo da Selene hag Eos.
Gwragez ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dimezet eo gant Perseis ha meur a vab hag a verc'h dezhañ a gaver er mojennoù:
- Gant an nimfenn Neaira en deus bet Lampetia ha Faethousa, a oa karget da ziwall e chatal.
- Gant an Hesperidenn Aigle en deus bet teir merc'h, ar C'harited.
- Gant an nimfenn Rode en deus bet seizh mab, diazezerien an enez.
- Gant an Okeanidenn Klymene en deus bet seizh merc'h, an Heliadezed, hag ur mab, Faethon.
Lagad an heol
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abred e voe kemmesket gant Foibos, hag Apollon. Koulskoude n'eo ket un doue meur, mevel eo da Zeus, bemdez e vez o redek etre daou benn an oabl en e garr aour, da noz e vez o tiskuizhañ e penn pellañ ar c'hornôg, en hanternoz d'an Okeanos, en enez ar Wenvidien.
En un taol lagad e wel kement tra a dremen war gorre an douar, hag e c'hall mont da ziskuilhañ d'an doueed. Hervez an Odysseia, eñ an hini a oa aet da gemenn da Hefaistos e veze Afrodite o chouriñ gant Ares, pe da z-Demeter eo Haides en devoa skrapet he merc'h Kore.
Saver chatal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Atav hervez an Odysseia, en doa chatal, bioù ha deñved, a veze mesaet e Trinakria, anv kozh Sikilia. Pa zegouezhas Ulises eno e klevas digant e ziouganer Teiresias e oa arabat stekiñ ouzh al loened-se a oa sakr. Met e-keit ma oa o kousket e kouezhas e vartoloded war al loened d'o debriñ. Dic'haou a c'houlennas Helios digant Zeus, hag eñ da skeiñ e dan-taran ouzh lestr Ulises, ha ne chomas bev nemetañ.
Doue doujet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aes eo Helios da anavezout abalamour d'ar bannoù-heol a vez en-dro d'e benn. Alies e vez skeudennet gant e garr hag e denn-gezeg. Doujet bras e oa Helios, a c'hallje, eme tud Hellaz, paouez a sevel ma ne vije ket enoret. Abalamour ma wele pep tra e veze touet alies en e anv: "Dre Helios e touan kement-se" a dalveze "gwir eo, evel-se eo bet gwelet gant an heol".
Doue roman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Roma e veze graet Sol eus Helios.