Mont d’an endalc’had

Font Moneizel Etrebroadel

Eus Wikipedia
Font Moneizel Etrebroadel
international financial institution, specialized agency of the United Nations
Deiziad krouiñGouere 1944 Kemmañ
Den e penn an aozadurManaging Director of the International Monetary Fund Kemmañ
PennrenerKristalina Georgieva Kemmañ
Yezh ofisielsaozneg Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Daveennoù douaroniel38°53′56″N 77°2′39″W Kemmañ
Ezel eusNetwork for Greening the Financial System, ORCID Kemmañ
Aozadur mammAozadur ar Broadoù Unanet Kemmañ
Gant kevelerezhInternational Civil Aviation Organization Kemmañ
Sez sokialWashington D.C. Kemmañ
Foundational textArticles of Agreement of the International Monetary Fund Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.imf.org/ Kemmañ
Official observer status in organisationWorld Intellectual Property Organization, International Organization for Migration Kemmañ
Map
Penngarter an FME e Washington D.C.

Ar Font Moneizel Etrebroadel (FME; ent-ofisiel IMF/FMI, saozneg: International Monetary Fund; galleg: Fonds monétaire international; spagnoleg: Fondo Monetario Internacional) a zo un ensavadur etrebroadel lakaet war-sav d’an 22 a viz Gouhere 1944. Staliet eo e Washington er Stadoù-Unanet ha 187 stad ezel a zo bremañ. Christine Lagarde eo ar bennrenerez abaoe miz Gouhere 2011.

Da bal en deus an aozadur mirout stabilded ar sistem moneizel bedel ha merañ an enkadennoù moneiz hag arc'hant a c'hall c'hoarvezout. Evit se e tegas kredadoù d’ar broioù o deus kement a vec'h arc'hant ma c'hall kement-se lakaat en arvar stabilded o reizhiad arc'hantañ (tiez-bank, marc'had an arc'hant...), o c'henwerzh etrebroadel hag ivez aozadur gouarnamant ar stad. Evit ma rafe ket ur vro “freuz boutik” e vez prestet arc'hant dezhi eta, amzer d'ar fiziañs distreiñ. En eskemm ouzh an dra-se e vez goulennet digant ar broioù-se ober adrenkadurioù ekonomikel a-benn gwellaat mererezh ar stad ha kaout ur c'hresk armerzhel plaen.

Ganet eo an FME e miz Gouhere 1944 e-kerzh kuzuliadeg Bretton Woods a-benn degas stabilded e sistem moneizel ar bed goude an Eil Brezel-bed. Ar pal a oa ne c'hoarvezje ket ken ar pezh a oa c'hoarvezet er bloavezhioù 1930 gant an armerzhioù bras, pa oa bet gouwerzhekaet (didalvoudekaet) moneizoù ha kemeret disentezioù ekonomikel hep tamm kenemglev ebet, ar pezh en doa degaset bec'h etre ar broioù.

Hiziv an deiz emañ koulz lavaret kement bro a zo ezel eus an FME, met broioù bihan ’zo n'emaint ket (Liechtenstein, broigoù eus ar Meurvor Habask), na Taiwan kennebeut.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]