Mont d’an endalc’had

Troad nominativel

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad nominativel, nominativ, tro-envel pe tro-anviñ (saoz.: nominative case) pe a-wezhoù ivez troad renerel (saoz.: subject case) evit komz eus un droad yezhadurel pennañ a dalvez da verkañ arc'hwelioù kevreadurezhel resis er frazenn, d.l.e arguzennoù resis.

Merket e vez gant an nominativ graer ("A") ur verb tranzitivel pe rener ur verb amdranzitivel ("S") en tu-gra pe c'hoazh ar renadenn-c'houzañv ("P") en tu-gouzañv.

Er yezhoù nominativel-akuzativel

En un doare rik e vez implijet an nominativ, enebet ouzh an akuzativ, gant ar yezhoù nominativel-akuzativel. Peurliesañ eo an nominativ an droad amverk, da skouer:

Skouerioù

Das Kind spielt im Garten(nepreizh unander: "Ar bugel a c'hoari/a zo o c'hoari el liorzh")
Die Kinder spielen im Garten (nepreizh liester: "Ar vugale a c'hoari/a zo o c'hoari el liorzh")
lupus currit (gourel unander: "al/ul louarn a red/a zo o redek")
Aquila volat (benel unander: "an/un erer a nij/a zo o nijal")
koirat olivat huoneessa (liester: "ar chas a oa e-barzh ar sal")
huoneet olivat suuria (liester: "bras e oa ar salioù")
Αυτό το κρασί είναι καλό ("Ar gwin-mañ 'zo mat")
Ο Γιάννης θα έρθει αύριο ("(Ar) Yann a deuio warc'hoazh")

Er yezhoù aktivel-stadel

Implijet e vez ivez gant ar yezhoù aktivel-stadel (pe "nominativel-absolutivel") un droad heñvel-mik hec'h arc'hwel ouzh hini an nominativ er yezhoù nominativel-akuzativel, daoust ha ma vez merket an nominativ en degouezh-mañ.

Er yezhoù evel-hen e talvez an nominativ da verkañ rener ur verb tranzitivel ha graer a-ratozh ur verb amdranzitivel met ne vez ket implijet evit merkañ rener ur verb amdrazitivel dre degouezh/pe en desped dezhañ.