Mont d’an endalc’had

Skrabell

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Skrabell er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Skrabell
tile-based game, sequential game, letter game, word game, game on cell board, mind sport
Anv er yezh a orinScrabble Kemmañ
Diazezet warLexiko Kemmañ
Labour da-heulKvizovka, Words with Friends, Alfapet, Q108538356, Wordfeud Kemmañ
EmbannadurEnglish-language Scrabble, Francophone Scrabble Kemmañ
Ti-embannHasbro, Mattel Kemmañ
Deiziad embann1938 Kemmañ
Awenet gantGerioù-kroaz Kemmañ
Treset gantAlfred Mosher Butts Kemmañ
Dezverket dreboard game tile distribution Kemmañ
Pleustret gantScrabble player Kemmañ
Ar c'hoari gresianek evit ar vugale
Lizherennoù ar skrabell arabek

Ur c'hoari gant lizherennoù eo ar skrabell. Klask a ra ar c'hoarierien sevel gerioù, goleiñ ur gael karrezennet ganto, ha darn eus ar c'harrezioù livet a c'hall kreskiñ talvoudegezh ar ger pe hini ul lizherenn hepken.

Anv

Dont a ra ar ger brezhonek eus ar ger saoznek Scrabble (anv ar merk diskleriet), anv ar c'hoari er yezh orin.

E 121 vro hag e 29 yezh e vez gwerzhet ar skrabell. Hasbro eo perc'henn ar gwirioù evit SUA ha Kanada, ha Mattel evit an holl vroioù all.


Istor

Ijinet eo bet gant Alfred Mosher Butts en New York e 1931, ha Lexico e oa an anv kentañ.

Kemmet e voe an anv, re dost d'ur c'hoari all anvet Lexicon, ha diskleriet e 1948 gant James Brunot en doa prenet ar gwirioù.

E brezhoneg

Pennadoù diwar-benn ar skrabell a oa bet en XXvet kantved er c'helaouennoù Bremañ hag Al Lanv. Met ne oa ket bet c'hoariet da vat ken na voe 2008 hag ar genstrivadeg aozet gant Diwan.

Reolennoù

Seizh lizherenn a vez tennet gant pep c'hoarier eus ur sac'h ha c'hoari a reont a bep eil. Da c'houzout piv a c'hoari da gentañ e vez tennet un 8vet lizherenn, a vo adlakaet er sac'h goude, ha d'an hini tostañ eus A da gregiñ.

E kembraeg

"Angenrheidiol" eo ar ger a ro ar muiañ a boentoù.

Ar 105 lizherenn er c'hoari kembraek
Lizherenn Punten Aantal Letter Punten Aantal Letter Punten Aantal Letter Punten Aantal Letter Punten Aantal
A 1 10 E 1 8 J 8 1 O 1 6 TH 4 2
B 3 2 F 2 3 L 2 4 P 5 1 U 2 3
C 4 2 FF 4 2 LL 5 1 R 1 7 W 1 5
CH 5 1 G 2 3 M 3 1 RH 10 1 Y 1 7
D 1 6 H 4 2 N 1 8 S 3 3 Blanco 0 2
DD 1 4 I 1 7 NG 10 1 T 3 2


Kenstrivadegoù

C'hoari Vladimir Nabokov, er Mirdi Nabokov, e Sant Petersbourg.

A-hervez ne veze kenstrivadegoù nemet e saozneg, spagnoleg ha galleg. Ret eo kontañ ur pedervet yezh eta, peogwir ez eus bet aozet ur genstrivadeg e brezhoneg e 2008.

Daou zoare zo da c'hoari er c'henstrivadegoù.

  • daou zen tal-ouzh-tal, an doare nemetañ implijet e saozneg hag e spagnoleg a-hervez, a vez c'hoariet ivez e galleg;
  • an duplicate, ijinet gant ur Belgiad, hag a blij kenañ d'ar c'hallegerien; an doare-se a oa bet implijet e kenstrivadeg Diwan.

Petra eo an "duplicate"

Tournamant duplicate e Bro-C'hall

Ijinet eo bet ar c'hoari duplicate gant Hippolyte Wouters e 1970.

Kampionadoù

  • Kampionadoù gallek a zo e meur a vro: e Belgia, Suis, ha Tunizia, ouzhpenn Bro-C'hall;
  • Kampionadoù saoznek zo en Iwerzhon;
  • Kampionadoù bedel zo ivez, e galleg, spagnoleg ha saozneg.

Liammoù diavaez

e galleg

  • Eliot, ur poellad digoust (Windows, Mac, Linux) evit deskiñ c'hoari en duplicate... en galleg.

e kembraeg

e saozneg